a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,
22. Ha diou durzunel, pé diou goulmik a béré é vézô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk ;
23. Hag enn eizved deiz eûz hé c’hlanérez é kennigô anézhô d’ar bélek, é tâl tabernakl ann desténi, dirâg ann Aotrou.
24. Hag ar bélek ô kémérout ann oan évid ann drouk hag ar chopinad éôl, hô gorréô war-eunn-drô ;
25. Hag ô véza lazet ann oan, é lakai eûz he c’hoad war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou.
26. Hôgen skuḻa a rai lôd eûz ann éôl enn hé zourn kleiz ;
27. Hag ô véza soubet enn-hi bîz hé zourn déou, é sparfô seiz gwéach dirâg ann Aotrou :
28. É lakai eûz anézhi war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou, é léac’h ma oa bét skuḻet ar goâd évid ann drouk, (M).
29. Hôgen lakaad a rai war benn ann hini a zô karzet, ann dilerc’h eûz ann éôl a zô enn hé zourn kleiz, évit ma lakai ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
30. Kenniga a rai ivé eunn durzunel pé eur goulmik,
31. Unan évid ann drouk, hag ébén évid ar sakrifiz-losk, gan̄d hé braoued-kennig.
32. Hen-nez eo sakrifiz ann dén lovr, péhini na hell két kaout kémen̄d a zô dléet évid ar glanérez.
33. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :
34. Pa viot éat é douar Kanaan, a rôinn d’é-hoc’h é kers, mar béz gouli al lovren̄tez enn eunn tî-bennâg,
35. Perc’hen ann tî a iélô da gaout ar bélek, hag a lavarô d’ézhan̄ : Mé a gréd éma al lovren̄tez em zî.
36. Neûzé ar bélek a c’hourc’hémennô digas er-méaz kémend a zô enn tî, abarz m’az ai ébarz, ha ma wélô ma éma al lovren̄tez enn-han̄, gan̄d aoun na zeûfé da véza dic’hlan kémen̄d a zô enn tî. Goudé éz ai ébarz da wélout mar d-éma al lovren̄tez enn tî.
37. Ha mar gwél war ar môgériou, ével toullouigou diforc’het gan̄t namou disliv pe demruz, ha dounoc’h égéd ann dilerc’h,
38. É teûi er-méaz eûz a zôr ann tî, hag é serrô anézhan̄ râk-tâl é-pâd seiz dervez.
39. Hag ô véza distrôet d’ar seizved dervez, ar bélek a zellô pîz oud ann tî ; ha mar gwél é vézô kresket al lovren̄tez,
40. É c’hourc’hémennô tenna ar vein é péré é vézô al lovren̄tez hag hô zeûrel er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan ;
41. Graka ann tî hé-unan enn diabars trô-war-drô, ha teûrel ar poultr eûz ar grakérez er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan ;
42. Lakaat mein all é léac’h ar ré a vézô bét tennet, ha pria ann ti gan̄t prî all.
43. Hôgen goudé ma vézô tennet ar vein, goudé ma vézô graket ar poultr, ha priet ann ti gan̄t prî all ;
44. Pa zeûi ar bélek ébarz, mar gwél eo distrôet al lovren̄tez, hag éz eo gôlôet ar môgériou gan̄t nammou ; eul lovren̄tez kinviet eo, hag ann tî a zô dic’hlan.
45. Diskaret é vézô râk-tâl, hag ar vein anézhan̄, ar c’hoat hag ar poultr holl a vézô taolet er-méaz eûz a géar enn eul léach dic’hlan.
46. Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
47. Ha néb a gouskô enn-han̄, hag a zebrô eunn dra-bennâg, a walc’hô hé ziḻad.
48. P’az ai ar bélek enn ti, mar gwél pénaoz né két kresket al lovren̄tez enn-han̄, goudé ma eo bét priet a-névez, é c’hlanô anézhan̄ évit béza deûet iac’h ;
49. Hag évid hé c’hlana é kémérô daou c’holvan, ha koat sedr, ha tané, ha sikadez :
50. Hag ô véza lazet unan eûz ar golvaned enn eul léstr prî, war zour réd,
51. É kémérô ar c’hoat sedr, hag