20. Piou-bennâg a stokô out hî, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
21. Ha kémen̄t trâ war bébini é vézô bét kousket pé azézet é deisiou hé rannérez, a vézô dic’hlan.
22. Néb en dévézô stoket oud hé gwélé, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, e vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
23. Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war eunn dra war béhini é vézô bét azézet, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
2i. Mar d-a eur goaz d’hé c’havout enn amzer ma éma hé misiou gan̄t-hi, é vézô-hén̄ dic’hlan é-pâd seiz dervez ; hag ann holl wéléou war béré é kouskô a vézô dic’hlan.
25. Ar vaouez gan̄t péhini é c’hoarvez é-pâd meûr a zeiz eur réd-goâd enn amzer ha n’éma két hé misiou gan̄t-hi, pé da béhini goudé hé misiou na éhan két ar goâd da rédek, a vézô dic’hlan ével é amzer hé misiou, keit ha ma padô kémen̄t-sé.
26. Kémen̄t gwélé war béhini é vézô bét kousket, ha kémen̄t trâ war béhini é vézô bét azézet a vézô dic’hlan.
27. Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war-n-ézhô, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’h1an bétég ar pardaez.
28. Mar choum ar goâd hép rédek, é nivérô-hi seiz dervez évid hé glanérez ;
29. Ha d’ann eizved deiz é kennigô évit-hi d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;
30. Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk ; hag é pédô évit-hi dirâg ann Aotrou hag évid ar réd eûz he dic’hlanérez.
31. Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
32. Houn-nez eo al lézen a zell oud ann hini a losk da rédeg hé sper, pé en em zaotr ô wélout eur vaouez ;
33. Pé oud ar vaouez a zô rannet enn abek d’hé misiou, pé é deûz eur réd-goâd, pé oud ar goâz en dévézô kousket gan̄t-hi hag hî ével-sé.
1. Ann Aotrou a gomzaz ivé out Moizez, goudé ma oa marô ann daou vab eûz a Aaron, pa oen̄t lazet évit béza kenniget tân a-ziavéaz d’ann Aotrou ;
2. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout : Lavar da Aaron, da vreûr, n’az ai két é péb amzer er san̄tuar a zô é-diabarz ar wél dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann arc’h, évit na varvô két ; rag en em ziskouéza a rinn er goabren war ann orakl ;
3. N’az aet két kén n’en dévézô gréat ann dra-man̄ : Kenniga a rai eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz é sakrifiz-losk.
4. Eur zaé lîn a wiskô, gôlei a rai gan̄t bragou lîn ar péz a dlé béza kuzet ; eo em c’houriza a rai gan̄d eur gouriz lin ; lakaad a rai war hé benn eur mitr lin ; rag ar gwiskou-zé a zô san̄tel ; hag hô lakaad a rai holl, goudé béza en em walc’het.
5. Hag é tigémérô digan̄d ann holl strollad eûz a vugalé Israel daou vouc’h évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid ar sakrifiz-losk.
6. Ha pa en dévézô kenniget al leûé, ha pa en dévézô pédet évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî,
7. É savô ann daou vouc’h dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;
8. Hag ô teûrel ar sort war ann daou vouc’h, unan évid ann Aotrou, hag égilé évid ar bouc’h da gâs-kuît ;
5. Ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ann Aotrou, a vézô kenniget gan̄d Aaron évid ar péc’hed ;
10. Hag ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ar bouc’h