16. Ar vaouez é dévézô kousket dindân eul loen-bennâg, a vézô lazet gan̄t-han̄ ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.
17. Mar d-a eur ré da gavout hé c’hoar, merc’h hé dâd, pé merc’h hé vamm, ha mar gwél hé mézégez, pé mar gwel-hî hé vézégez-hén̄ ; eunn torfed brâz hô deûz gréat, hag é vézin̄t lazet dirâg ar bobl, ô véza ma hô deûz diskouézet hô mézégez ann eil d’égilé ; hag hî a zougô hô fallagriez.
18. Mar d-a eur ré da gavout eur vaouez enn amzer ma éma misiou gan̄t-hî, ha mar tizôlô hé mézégez, a mar tiskouéz-hî mammen hé goâd, é vézin̄t lazet hô-daou eûz a greiz hô fobl.
19. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm, na mézégez c’hoar da dâd. Néb a rai kémen̄t-sé, a lakai enn noaz mézégez hé gîg hé-unan ; hî hô-daou a zougô hô fallagriez.
20. Mar d-a eur ré da gavout grég hé éon̄tr, breûr hé dâd, pé grég hé éon̄tr, breûr hé vamm, ha mar tizôlô mézégez hé c’héren̄t-tôst, é tougin̄t hô-daou hô féc’hed ; hag é varvin̄t hép bugalé.
21. Mar timez eur ré da c’hreg hé vreûr, é ra eunn dra direiz : enn noaz é laka mézégez hé vreûr ; hag é vézint hép bugalé. (M).
22. Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha sévénit-hô, gan̄d aoun n’hô tistolfé ivé ann douar é péhini é tléit mon̄d ha chomm.
23. Na heûlit két lézennou ar brôadou a dléann da gas-kuît enn hô raok. Râg ann holl draou-zé hô deûz gréat, hag heûzuz in̄t bét dira-z-oun. (T).
24. Hôgen chétu pétrâ a lavarann d’é-hoc’h : Dalc’hit hô douar-hî, a rôinn d’é-hoc’h é digwéz, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a-zouez ann holl boblou all.
25. Rannit éta ivé c’houi al loen glân diouc’h al loen dic’hlan, hag ann evn glân diouc’h ann evn dic’hlan ; ha na zaotrit két hoc’h énéou gan̄d al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d a fin̄v war ann douar, hag em eûz diskouézet d’é-hoc’h ével traou dic’hlan.
26. Sen̄t é viot d’in, ô véza ma ounn san̄t, mé ann Aotrou, ha ma em eûz hô tennet eûz a-douez ann holl boblou all, évit ma viot d’in.
27. Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô : labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô.
1. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez : Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô : N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz ;
2. Német ma vé he géren̄t a wenn, hag hé géren̄t tôsta ; da lavaroud eo, hé dâd hag hé vamm, hé vâb hag hé verc’h, hé vreûr ivé,
3. Hag hé c’hoar gwerc’h, péhini né oa két bét dimézet :
4. Hôgen n’en em zaotrô két, pa varvô zo-ken eur prin̄s eûz hé bobl.
5. Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.
6. Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô : rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué ; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
7. Na gémérin̄t két da c’hrég eur vaouez gwallet, nag eur c’hast, nag ann hini a vézô bet kaset-kuît gan̄d hé ozac’h ; ô véza ma in̄t sakret d’hô Doué,
8. Ha ma kennigon̄t ar baraou a gennig. Ra vézin̄t éta sen̄t, râk mé a zô san̄t va-unan, mé ann Aotrou péhini hô laka da véza sen̄t.
9. Mar béz kavet merc’h eur bélek oc’h ôber lousdoni, ha ma ra dismégan̄s da hanô hé zâd, é vézô devet enn tân.
10. Ar Pon̄tif, da lavaroud eo, ar bélek brasa é-touez hé vreûdeûr, war benn péhini é vézô bét skuḻet éôl ar sakradur, ha daouarn péhini a vézô bét sakret évid ar vélégiez, hag a zô