Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
al lévitik.

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar dézhô : Ar ré-man̄ eo goéliou ann Aotrou, a c’halvot san̄tel.

3. É-pâd c’houeac’h dervez é labourot ; ar seizved deiz, ô véza ma eo éhan ar sabbat, a vézô hanvet san̄tel ; na réot labour é-béd épad ann deiz-zé. Sabbat ann Aotrou eo enn hoc’h holl diégézou.

4. Ar ré-man̄ eo éta goéliou san̄tel ann Aotrou, a dléit da lida enn hô amzer.

5. Er miz ken̄ta, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz dioc’h ar pardaez, eo Pask ann Aotrou.

6. Ha d’ar pemzékved deiz eûz ar mîz-zé, eo lid bara-dic’hoell ann Aotrou. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell.

7. Ann deiz ken̄ta a vézô liduz-brâz ha san̄tel d’é-hoc’h ; na réot labour a gorf é-béd épad ann deiz-zé.

8. Hôgen kenniga a réot d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk é-pâd seiz dervez ; hag ar seizved dervez a vézô lidusoc’h ha san̄teloc’h : ha na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé.

9. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout.

10. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, ha pa hô pézô médet hoc’h édou, é tougot eur malan tamoézennou d’ar bélek, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz hô médérez :

11. Hag hé-man̄, an̄trônôz ar sabbat, a zavô ar malan dirâg ann Aotrou, évit ma vézô trugarézuz enn hô ken̄ver, hag é san̄télô anézhi.

12. Ha d’ann hévélep deiz ma vézô gwéstlet ar valan, é vezô lazet é sakrifiz-losk d’ann Aotrou eunn oan bloaz hag hén̄ dinam.

13. Évit braoued-kennig é vézô rôet gan̄d ann oan daou zékved bleûd glébiet gan̄d éôl, ével eunn ézan̄s a c’houés-vâd d’ann Aotrou ; hag évid gwin-kennig, ar bévaré lôden eûz a eunn hin.

14. Na zebrot na bara, na bleûd krazet, na iôd gréat gan̄d ann éd névez, kén na vézô deûet ann deiz é péhini hô pézô kenniget eûz anézhan̄ d’hô Toué. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn a rumm da rumm hag enn hoc’h holl vrôiou.

15. Nivéri a réod éta adaleg ann eil dervez eûz ar sabbat, é péhini hoc’h eûz kenniget malan ar c’hen̄ta frouez, seiz sizun héd-da-héd,

16. Bétég an̄trônôz ar seizved sizun, da lavaroud eo, han̄ter-kan̄t dervez ; hag ével-sé é kennigot d’ann Aotrou, ével eur sakrifiz névez,

17. Eûz ann holl lec’hiou é péré é choumot, daou vara a bréveûdi, eûz a zaou zékved bleûd goell, a lékéot da boaza évit préveudiou d’ann Aotrou ;

18. Hag e kennigot gan̄d ar baraou seiz oan bloaz hag hî dinam, hag eul leûé eûz ann dropel, ha daou dourz ; hag hî a vézô kenniget é sakrifiz-losk, gan̄d hô braoued-kennig, ével eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

19. Kenniga a réot ivé eur bouc’h évid ar péc’hed, ha daou oan bloaz ével hostivou a béoc’h.

20. Ha pa en dévézô ar bélek hô savet dirâg ann Aotrou gan̄t baraou ar préveûdi, é kouézin̄t enn hé gers.

21. Ann deiz-zé a c’halvot liduz-brâz ha san̄tel-brâz ; na réot labour a gorf é-béd enn-han̄. Al lézen-man̄ a vézô miret da vikenn enn hoc’h holl vrôiou hag enn hô kwenn hô-koudé.

22. Hôgen pa védot édou hô touar, na drouc’hot két anézhô bétég ar zôl ; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézo choumet a-zilerc’h ; hôgen hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann diavésidi. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

23. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

24. Lavar da vugalé Israel : Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô ; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).

25. Na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

26. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

27. Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, a vézô ann deiz a zic’haouidigez brudet-brâz, hag é vézô galvet san̄tel : enn deiz-zé é c’hlac’harot hoc’h