énéou, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
28. Na réot labour é-béd a gorf a-héd ann holl zeiz-zé ; ô véza ma eo eunn deiz a zic’haouidigez, ha m’hô tic’haouô ann Aotrou hô Toué.
29. Kémen̄d dén ha n’en em c’hlac’harô két enn deiz zé, a varvô eûz a greiz hé bobl ;
30. Ha kémen̄d hini a rai eul labour-bennâg a gorf, é lazinn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl.
31. Na réot éta labour é-béd enn deiz-zé ; al lézen-zé a vézô miret da vikenn enn hô kwenn, hag enn hoc’h holl vrôiou.
32. Sabbat ann éhan eo ; hag é vézô glac’haret hoc’h énéou enn naved deiz eûz ar mîz. Hô sabbatou a lidot eûz a eur pardaez da eur pardaez all.
33. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ôut Moizez, ô lavarout :
34. Lavar da vugalé Israel : Adaleg ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, é vézô goél ann tabernaklou d’ann Aotrou é-pâd seiz dervez.
35. Ann deiz ken̄ta a vézô brudet-brâz ha san̄tel-brâz ; na réot labour a gorf é-béd a-héd ann deiz-zé. (T).
36. É-pâd seiz dervez é kennigot sakrifisou-losk d’ann Aotrou : ann eizved deiz a vézô ivé brudet-brâz ha san̄tel-brâz, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou ; râk deiz ar stroll eo ; na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé.
37. Ar ré-zé eo goéliou ann Aotrou, a c’halvot brudet-brâz ha san̄tel-brâz ; hag é kennigot enn-hô d’ann Aotrou gwéstlou, sakrifisou-losk, ha braoued-kennigou, hervez lid pép deiz,
38. Ouc’h-penn sabbatou all ann Aotrou, hô rôou, hag ar péz a gennigot a wéstl pé a ioul d’ann Aotrou.
39. Adaleg éta ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz, pa hô pézô dastumet holl frouez hô touar, é lidot goél ann Aotrou é-pâd seiz dervez ; ann deiz ken̄ta hag ann eizved deiz a vézô deisiou sabbat, da lavaroud eo, deisiou éhan.
40. D’ann deiz ken̄ta é kémérot évid-hoc’h frouez eûz ar wézen ar gaéra ha skourrou palmez, ha barrouigou ar wézen a zô stan̄k hé deliou, hag haleg ar froud, hag en em laouénéot dirâg ann Aotrou hô Toué.
41. Ha lida a réot bép ploaz ar goél-zé é-pâd seiz dervez. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn enn hô kwenn. Er seizved mîz é lidot ar goél-zé,
42. Hag é choumot é dishéol ar skourrou é-pâd seiz dervez ; kémen̄d hini a zô eûz a wenn Israel a choumô dindân ann teltou,
43. Évit ma teskô hô tûd hô-koudé pénaoz em eûz lékéat bugalé Israel da choum dindân ann teltou, pa em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
44. Ha Moizez a gomzaz ével-sé out bugalé Israel diwar-benn goéliou ann Aotrou.
1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
2. Gourc’hémenn da vugalé Israel ma tigasin̄t d’id éôl olivez ar glana, hag ar skédusa, évit lakaad da zevi er c’hleûzeûriou é péb amzer,
3. Er-méaz eûz a wél ann desténi, é tabernakl ar gévrédigez. Aaron hô lakai adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin dirâg ann Aotrou, diouc’h eul lid a-vépréd enn hô kwenn.
4. Lékéat é vézin̄t bépréd war eur c’han̄tôler glân-brâz dirâg ann Aotrou.
5. Kéméroud a rî ivé bleûd glân, hag é poazi anézhan̄ daouzék bara, péré a vézô pép-hini eûz a zaou zékved bleûd.
6. Hag é likii anézhô c’houéac’h a bép tû war ann daol glân-brâz dirâg ann Aotrou.
7. Hag é likii war-n-ézhô ézan̄s luc’huz-brâz, évit ma vézô ar bara ével eur c’houn eûz ar c’hennig gréat d’ann Aotrou.
8. Da bép deiz sabbat é vézô névézet ar baraou-zé dirâg ann Aotrou, goudé ma vézin̄t bét rôet gan̄t bugalé