Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
al lévitik.

genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄.

14. Mar kennig eur ré hé dî, ha ma hé wéstl d’ann Aotrou, ar bélek a évésai mar d-eo mâd pé fall, ha diouc’h ar prîz a vézô lékéat gan̄t-han̄, é vézô gwerzet.

15. Hôgen mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄, hag en dévézô ann tî.

16. Mar kennig ha mar gwéstl d’ann Aotrou ar park zô hé drâ, hervez men̄t ann hadérez é vézô prizet : mar béz hadet ann douar gan̄t trégon̄t bun̄s heiz, é vézô gwerzet han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t.

17. Mar gwéstl hé bark adalek dérou bloaz ar Jubilé, é vézô prizet kémen̄d ha ma dalô.

18. Hôgen ma hé wéstl nébeûd amzer goudé, ar bélek a nivérô ann arc’han̄t, hervez niver ar bloavésiou a choum bétég ar Jubilé, hag é tennô anézhan̄ eûz ar prîz.

19. Mar fell d’ann hini en deûz kenniget ar park, hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist priz a oa bét gréat anézhan̄, hag é vézô ar park d’ézhan̄ adarré.

20. Hôgen ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, ha mar d’eo bét gwerzet da eunn all, ann hini en deûz hé wéstlet na hellô mui hé zaspréna.

21. Râk pa vézô deûet deiz ar Jubilé, é vézô san̄tél d’ann Aotrou, dré ma’z eo eunn dra a zô bet gwéstlet hag a zô gwîr ar véléien. (T).

22. Hogen mar d-eo bét prénet ar park a zô gwéstlet d’ann Aotrou, ha ma n’eo ket deûet eûz a vadou ann tadou-kôz,

23. Ar bélek a nivérô ann dalvoudégez bétég ar Jubilé ; hag hén̄ a rôi d’ann Aotrou ar péz en dôa gwéstlet.

24. Hôgen é bloaz ar Jubilé, é tistrôi d’hé berc’hen ken̄t, péhini en dôa hé werzet, pé en dôa hé bét enn hé gers diouc’h ann darvoud.

25. Kémen̄t priz a vézô gréat hervez poéz sikl ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).

26. Na hellô dén san̄téla na gwéstla ar ré gen̄ta-ganet, péré a zô d’ann Aotrou ; râk mar d-eo eunn éjenn pé eunn dan̄vad, eo d’ann Aotrou.

27. Mar d-eo dic’hlan ann anéval, néb en deûz hé genniget hé zasprénô hervez da briz, hag é lakai eur bempved lôden dreist ar prîz ; ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, é vézô gwerzet da eunn all diouc’h ma éz pézô hé brizet.

28. Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.

29. Kémen̄t gwéstl a vézô bét kenniget gan̄t eunn dén, na vézô két dasprénet ; hôgen lékéat é vézô d’ar marô.

30. Holl zéogou ann douar, daoust pé eûz ann édou, daoust pé eûz a frouez ar gwéz, a zô d’ann Aotrou, hag a zô gwéstlet d’ézhan̄.

31. Hôgen mar fell da eur ré daspréna hé zéogou, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz.

32. Pép dékved eûz ann éjenned, eûz ann den̄ved, eûz ar gevr, hag eûz a gémen̄t a drémen dindân gwialen ar mésaer, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou.

33. Na vézô két dilennet unan mâd nag unan fall, ha na vézô két kemmet unan évid égilé ; mar kemm eur ré unan, ann hini a zô kemmet, hag ann hini évit péhini é vézô bét kemmet, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha na vézô két dasprénet.

34. Chétu ar c’hourchémennou en deûz rôet ann Aotrou da Voizez évit bugalé Israel, war vénez Sinai.


————