51. Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl ; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.
52. Hôgen bugalé Israel a zavô hô c’hamp, hervez ar strolladou, hag ar ban̄dennou eûz hô armé.
53. Hôgen al Lévited a zisplégô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl, gan̄d aoun na gouézché ar vuanégez war ann niver brâz eûz a vugalé Israel ; hag hî a veḻô évit mirout tabernakl ann desténi.
54. Bugalé Israel a réaz éta kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez.
1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, hag a lavaraz :
2. Bugalé Israel a ziazézô hô c’hamp war-drô da dabernakl ar gévrédigez, hervez hô strolladou, hô arwésiou, hag hô baniérou, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou.
3. Juda a zavô hé deltou étrézég ar sâv-héol, hervez strollou hé armé ; ha Nahason, mâb Aminadab a vézô ar prin̄s eûz hé vipien.
4. Ha niver ar stourmerien eûz ar vreûriez-zé a oa eûz a bévarzék mil ha tri-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.
5. Ar ré eûz a vreûriez Isakar a zavô hô zeltou out ré Juda ; ha Natanael, mâb Suar, a vézô prin̄s d’ézhô.
6. Ha niver hé holl stourmerien a oa eûz a bévar mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.
7. Éliab, mab Hélon, eo ar prin̄s eûz a vreûriez Zabulon.
8. Hag holl stourmerien hé vreûriez a oa eûz a seiz mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’hant.
9. Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Juda, a oé eûz a c’houec’h mil ha naô-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t ; hag hî a iélô ar ré gen̄ta enn hô ban̄dennou.
10. Élisur, mâb Sédéur, a vézô ar prin̄s é kamp mipien Ruben, war-zû ar c’hrésteiz ;
11. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a c’houec’h mii ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
12. Out-han̄ é vézô savet kamp breûriez Siméon, péhini é deûz da brin̄s Salamiel, mâb Surisaddai ;
13. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a naô mil hag han̄ter-kan̄t mil ha tri c’han̄t.
14. Éliasaf, mâb Duel, a oé prin̄s da vreûriez Gad.
15. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t.
16. Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Ruben, a oé eûz a eur mil dék ha seiz-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t hag han̄ter-kan̄t, enn hô ban̄dennou ; ar ré-man̄ a gerzô da eil.
17. Neûzé tabernakl ann desténi a vézô savet gan̄d al Lévited, hag hô ban̄dennou. Ével ma vézô savet, é vézô ivé lec’hiet ; pép-hini anézhô a gerzô diouc’h hé leac’h hag hé reiz.
18. War-zû ar c’hûs-héol è vézô kamp mipien Éfraim ; hag Élisama, mâb Ammiud, a zô prin̄s d’ézhô.
19. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
20. Hag out-hô é vézô breûriez mipien Manasez ; ha Gamaliel, mâb Fadasur, a zô prin̄s dézhô.
21. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou vil ha trégon̄t mil ha daou c’han̄t.
22. Abidan, mâb Gédéon, a oé ar prin̄s eûz a vreûriez mipien Ben̄jamin.
23. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha trégon̄t mil ha pévar c’han̄t.
24. Ar ré hoil a zô bét nivéret é kamp Éfraim, a oé eûz a eiz mil ha kan̄t mil ha kan̄t dén, enn hô ban̄dennou : ar ré-man̄ a gerzô d’ann trédé.
25. War-zû ann han̄ter-nôz é vézô lékéat kamp mipien Dan ; hag Ahiézer, mâb Amisaddai, a zo prin̄s d’ézhô.
26. Hag hé holl stourmerien a zô