c’hamp adré ann tabernakl, étrézég ar c’hûs-héol ;
24. Hag hô dévézô da brin̄s Eliasaf, mâb Lael.
35. Hag hî a évésai out tabernakl ar gévrédigez,
26. Oud ann tabernakl hé-unan hag oud hé c’houlc’her, oud ar wél a denneur dirâk dôr tabernakl ar gévrédigez, hag out gwéliou ann ôr-dâl ; hag ivé oud ar wél a zô a-ispiḻ oud dôr leûr ann tabernakl ha kémen̄d a zell out lîd ann aoter, kerdin ann tabernakl hag hé holl listri.
27. Eûz a Gaat eo deûet gwennou ann Amramited, hag ar Jésaarited, hag ann Hébronited, hag ann Oziellited. Ar ré-zé eo gwennou ar Gaatited nivéret diouc’h hô hanvou.
28. Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouch-penn, a oé eûz a eiz mil ha c’houec’h kan̄t, évid diwallout ar san̄tuar :
29. Hag hî a lakai hô c’hamp war-zû ar c’hrésteiz.
30. Hag hî hô dévézô da brin̄s Élisafan, mâb Oziel.
31. Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.
32. Hôgen Éléazar, mâb Aaron, ar bélek-brâz, ha prin̄s prin̄sed al Lévited, a vézô é penn d’ar ré a veḻô da ziwall ar san̄tuar.
33. Hôgen eûz a Vérari eo deûet diou wenn, hini Moholi hag hini Musi, nivéret diouc’h hô hanvou.
34. Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a c’houec’h mil ha daou c’han̄t.
35. Hag hî hô dévézô da brin̄s Suriel, mâb Abihaiel ; lakaad a rain̄t hô c’hamp war-zû ann han̄ter-nôz.
36. Enn hô diwall hô dévézô elfennou ann tabernakl, hag hé sparlou, hag ar peûliou gan̄d hô steûdennou, ha kémen̄d a zell oud al lîd-zé ;
37. Peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou.
38. Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.
39. Ann holl baotred é-touez al Lévited, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, péré a oé nivéret gan̄t Moizez hag Aaron, diouc’h hô c’héren̄tiez, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, a oé eûz a zaou vil war-n-ugen̄t.
40. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Niver ar baotred ken̄ta-ganet é-touez bugalé Israel, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, ha dalc’h ann niver anezhô.
41. Al Lévited a géméri évid-oun é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel ; mé eo ann Aotrou. Kéméroud a ri ivé hô loéned é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a loéned bugalé Israel.
42. Moizez éta a nivéraz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou, ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel :
43. Hag ann holl baotred, diouc’h hô hanvou, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a zaou vil war n-ugen̄t, trizék ha trizég-ugen̄t.
44. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
45. Kémer al Lévited é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, ha loéned al Lévited é léac’h hô loéned, hag al Lévited a vézô d’in. Mé eo ann Aotrou.
46. Hag évid ar priz eûz ann daou c’han̄t trizék ha tri-ugen̄t ken̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, péré a zô ouc’h-penn niver al Lévited,
47. É kéméri pemp sikl dré bép penn, hervez poéz ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).
48. Hag é rôi da Aaron ha d’hé vipien ar prîz eûz ar ré a zô ouc’h-penn.
49. Moizez éta a géméraz arc’han̄t ar ré a oa ouc’h-penn ann niver-zé, hag hô dôa dasprénet diouc’h al Lévited,
50. Évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel ; hag en dôé trizék kan̄t sikl pemp ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar.
51. Hag hén̄ a rôaz ann arc’han̄t-zé da Aaron ha d’hé vipien, hervez ar