2. Lavar da vugalé Israel kâs-kuît eûz hô c’hamp ann holl lovreien, ha néb a laoskô da rédek hé sper, ha néb a vézô en em zaotret gan̄d eur c’horf marô ;
3. Kasit-hén̄ er-méaz eûz ar c’hamp, daoust pé eo eur goaz pé eur vaouez, gan̄d aoun na zaotrfen̄t al léac’h é péhini é choumann gan-é-hoc’h.
4. Bugalé Israel a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag é kaschon̄t ar ré-man̄ er-méaz eûz ar c’hamp, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.
5. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
6. Lavar ann dra-man̄ da vugalé Israel : Pa en dévézô eur goaz pé eur vaouez gréat unan eûz ar béc’héjou a ra peûrvuia ann dûd, ha pa hô dévézô torret dré lézirégez gourc’hémennou ann Aotrou, ha pa vézin̄t kouézet é drouk,
7. É kovésain̄t hô féc’hed, hag é tistolin̄t da néb out péhini hô deûz péc’het, ar gaou hô deûz gréat d’ézhan̄ hag ar bempved lôden ouc’h-penn.
8. Ma n’en em gav dén da biou é hell béza rôet, é rôin̄t anézhan̄ d’ann Aotrou ; hag é vézô d’ar bélek, néméd ann tourz a véz kenniget évid ann dic’haouidigez, évit ma vézô digéméret mâd ann hostiv.
9. Kémen̄t ken̄ta-frouez a gennig bugalé Israel, a zô ivé d’ar bélek ;
10. Ha kémen̄d a gennig pép-hini er san̄tuar, hag a zô lékéat étré daouarn ar bélek a vézô d’ézhan̄.
11. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
12. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Ma é deûz faziet eur c’hrég, hag ô tisprizout hé ozac’h,
13. Mar d-eo éat da gouska gan̄d eur goâz all ; ma n’en deûz két gellet ann ozac’h diskleria kémen̄t-sé da wîr, ha mar choum kuzet ann avoultriez, ha ma na hell két hî béza ken̄drec’het gan̄t testou, ô véza n’eo két bét paket é-drouk ;
14. Mar teû ar spéred a oaz da vrouda ann ozac’h a-éneb hé c’hrég, péhini a vézô bét saotret, pé tamallet é-gaou,
15. É kasô-hén̄ anézhi dirâg ar bélek, hag é kennigô évit-hi ann dékved lôden eûz a eur gon̄vor bleûd heiz. Na skuḻô két a éôl war-n-ézhan̄, ha na lakai két a ézan̄s, ô véza ma eo eur sakrifiz a oaz, hag eur c’hennig évid en̄klaskout ann avoultriez.
16. Ar béleg éta hé gennigô, hag hé lakai dirâg ann Aotrou ;
17. Hag ô véza kéméret dour san̄tel enn eul léstr prî, é lakai enn-han̄ eunn nébeûd douar eûz a leûr ann tabernakl.
18. Ha pa en em zalc’hô ar c’hrég enn hé sâ dirâg ann Aotrou, é tizôlôi ar bélek hé fenn, hag é lakai war hé daouarn ar sakrifiz da zerc’hel sonch, ha kennig ann oaz ; hôgen hén̄ a zalc’hô étre hé zaouarn ann doureier c’houérô-brâz war béré en deûz berniet ar vallosiou gan̄d argarzidigez.
19. Hag hén̄ a grôzô anézhî, ô lavarout : Ma n’eo ket bét kousket eur goaz diavésiad gan-éz, ha ma n’oud két en em zaotret ô kuitaat gwélé da ozac’h, ann doureier c’houérô-brâz-man̄ war béré em eûz taolet mallosiou, na rain̄t kéd a c’haou ouz-id.
20. Hôgen ma éc’h eûz kuitéet da ozac’h, ha ma oud en em zaotret ô kouska gan̄d eur goaz all ;
21. É kouézi dindân ar vallosiou-man̄ : Ra rôi ann Aotrou ac’hanod da valloz ha da skouér d’hé holl bobl ; ra lakai da vreina da vorzed ; ra goenvô ha ra darzô da gôv.
22. Ra’z ai ann doureier milliget-man̄ enn da gôv ; ra lakain̄t da gôv da goenvi ha da vorzed da vreina. Hag ar c’hrég a lavarô : Amen, amen.
23. Neûzé ar bélek a skrivô ar vallosiou-zé enn eul levr, hag hén̄ a lamô anézhô goudé gan̄d ann doureier c’houérô-brâz-zé, é péré en dévézô taolet ar vallosiou,
24. Hag hô rôi da éva d’ézhi. Pa é dévézô-hi hô c’héméret,
25. Ar bélek a gémérô eûz hé dourn ar sakrifiz a oaz, hag hé savô dirâg ann Aotrou ; hag hel lakai war ann aoter ; enn hévélep doaré koulskoudé,
26. Ma en dévézô tennet ken̄t eunn dournad eûz ar sakrifiz a dlé béza kenniget, évit béza devet war ann aoter.