88. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, pévar éjenn war-n-ugen̄t, tri-ugen̄t tourz, tri-ugen̄t bouc’h, tri-ugen̄t oan bloaz. Ar ré-zé eo kennigou sakrérez ann aoter, pa oé éôliet.
89. Ha p’az éa Moizez é tabernakl ar gévrédigez, évit goulenn kuzul digan̄d ann orakl, é klevé ar vouéz eûz ann hini a gomzé out-han̄ eûz ar goulc’her péhini a oa war arc’h ann desténi étré ann daou chérubin, a béléac’h é komzé out Moizez.
1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
2. Komz oud Aaron, ha lavar d’ézhan̄ : P’az pézô lékéat ar seiz kleûzeûr, é savi ar c’han̄toler war-zû ar c’hrésteiz. Gourc’hémenn éta pénaoz ar c’hleûzeûriou péré a zô lékéat war-zû ann han̄ter-nôz a zellô out taol ar bara kennig, ô véza ma tléon̄t goulaoui al léac’h a zô dirâg ar c’han̄toler.
3. Ével-sé é réaz Aaron, hag é lékéaz ar c’hleûzeûriou war ar c’han̄toler, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
4. Hôgen chétu pénaoz é oa gréat ar c’han̄toler : a aour skôet gan̄d ar morzol é oa holl, kenn ar walen anézhan̄, kenn ann holl varrou a zavé a bép tû ; Moizez en dôa gréat ar c’han̄toler diouc’h ar skouér en dôa ann Aotrou diskouézet d’ézhan̄.
5. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
6. Kémer al Lévited eûz a greiz bugalè Israel, ha glan-hi,
7. Hervez al lîd-man̄ : gan̄d dour glanérez é sparfi anézhô, hag hî a douzô holl vléô hô c’horf. Ha goudé m’hô dévézô gwalc’het hô diḻad, ha m’hô dévézô en em c’hlanet,
8. Kémérin̄t eunn éjenn eûz ann tropel, hag évit braoued-kennig bleûd glépiet gan̄d éôl ; té a gémérô ive eunn éjenn all eûz ann tropel évid ar péc’hed ;
9. Hag é likii al Lévited da dôstaat dirâk tabernakl ar gévrédigez, goudé béza dastumet holl vugalé Israel. (T).
10. Pa vézô al Lévited dirâg ann Aotrou, bugalé Israel a lakai hô daouarn war-n-ézhô ;
11. Hag Aaron a gennigô al Lévited, ével eur rô a ra bugalé Israel d’ann Aotrou, évit ma servichin̄t anézhan̄ enn hé zervich.
12. Al Lévited a lakai ivé hô daouarn war benn ann éjenned, a béré é kennigi unan évid ar péc’hed, hag égilé evid eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou, évid ma pédi évit-hô.
13. Lakaad a rî goudé al Lévited dirâg Aaron hag hé vipien, hag é sakri anézhô, goude béza hô c’henniget d’ann Aotrou ;
14. Hag é ranni anézhô eûz a douez bugalé Israel, évit ma vézin̄t d’in.
15. Ha goudé-zé éz ain̄t é tabernakl ar gévrédigez, évit va zervicha. Hag ével-sé é c’hlani hag é sakri anézhô ével eur c’hennig d’ann Aotrou : ô véza ma in̄t bét rôet d’in ével eur rô gan̄t bugalé Israel.
16. Hô c’héméret em eûz évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a Israel, péré hô deûz digoret kôv hô mamm.
17. Râg ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel a zô d’in, kenn ann dûd, kenn al loéned. Mé em eûz hô san̄télet d’in, enn deiz é péhini em eûz skôet gan̄t kémen̄t ken̄ta-ganet eûz ann Éjipt ;
18. Ha mé em eûz kéméret al Lévited évid ar ré holl gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel.
19. Ha mé em eûz hô rôet da Aaron ha d’hé vipien eûz a greiz ar bobl, évit ma zervichin̄t ac’hanoun é tabernakl ar gévrédigez é léac’h Israel, ha ma pédin̄t évit-hô ; gan̄d aoun na zeûjé eur gouli war ar bobl, mar kréd tôstaad oud ar san̄tuar.
20. Moizez hag Aaron, hag holl strollad bugalé Israel, a réaz éta é-kén̄ver al Lévited kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
21. Hag hî a oé glanet, hag hî a