walc’haz hô diḻad. Hag Aaron a zavaz anézhô dirâg ann Aotrou hag a bédaz évit-hô,
22. Évit, goudé béza bét glanet, ma’z afen̄t é tabernakl ar gévredigez, évid ôber hô c’harg dirâg Aaron hag hé vipien. Ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez é-kenver al Lévited, ével-sé é oé gréat. (T).
23. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :
24. Chétu aman̄ al lézen évid al Lévited : Adalek pemp ploaz war-n-ugen̄t hag ouc’h-penn, éz ain̄t ébarz ann tabernakl évid ôber hô c’harg.
25. Ha pa hô dévézô han̄ter-kan̄t vloaz krenn, éc’h éhanin̄t da zervicha.
26. Skoazia a rain̄t hep-kén hô breûdeûr é tabernakl ar gévrédigez, évit mirout ar péz a zô bet fisiet enn-hô ; hôgen na rain̄t mui hô c’harg. Chétu pétrâ a likii dindân garg al Lévited.
1. Ann eil vloaz goudé ma oa deûed ar bobl er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, hag er c’hen̄ta mîz, ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, é distrô Sinai, ô lavarout :
2. Ra rai bugalé Israel ar Pask enn hé amzer,
3. D’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz-man̄ war ar pardaez, hervez ann holl lidou hag ann holl gémennou.
4. Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel ôber ar Pask.
5. Hag hî a réaz ar Pask enn hé amzer, ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, war vénez Sinai. Bugalé Israel a réaz kémen̄t trâ ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
6. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz lôd eûz ar ré a oa deûet da véza dic’hlan, évit béza tostéet oud eur c’horf-marô, ha péré na hellchon̄t két ôber ar Pask enn deiz-zé, a iéaz da gaout Moizez hag Aaron,
7. Hag a lavaraz d’ézhô : Dic’hlan omp évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô ; pérâg né vemp-ni két lézet évit-sé (T) kenniga enn hé amzer ar c’hennig d’ann Aotrou é-mesk bugalé Israel ?
8. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Choumid enn hô sâ, ha mé a ia da c’houlenni ali digan̄d ann Aotrou évit gouzout pétrâ a c’hourc’hémennô diwar hô penn.
9. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
10. Lavar da vugalé Israel : Mar d-eo dic’hlan eunn dén eûz hô pobl évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô, pé mar d-éma enn hen̄t pell-brâz, graet Pask ann Aotrou
11. Enn eil miz, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez ; hé zibri a rain̄t gan̄t bara dic’hoell ha lezégézou c’houéz ;
12. Na lézint nétrâ eûz anézhan̄ bétég ar min̄tin, ha na dorrin̄t két hé eskern ; holl lidou ar Pask a virin̄t.
13. Hôgen ann dén a vézô glân, ha na vézô két enn hen̄t, ha na rai két koulskoudé ar Pask, a vézô gwastet eûz a greiz hé bobl, ô véza n’en deûz két enn hé amzer kenniget ar sakrifiz d’ann Aotrou ; dougen a rai hé-unan hé béc’hed.
14. Ma en em gav enn hô touez ergerzerien ha diavésidi, é rain̄t ivé ar Pask d’ann Aotrou hervez hé lidou hag hé lézennou. Ann hévélep kélen a vézô gan-é-hoc’h, kenn évid ann diavésidi, kenn évid tûd ar vrô.
15. Enn deiz éta é péhini é oé savet ann tabernakl, é oé gôlôet gan̄d eur goabren ; hôgen adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin éz oa war ann telt ével eur wélédigez dân.
16. Ével-sé é c’hoarvézé bépréd : é-pâd ann deiz eur goabren a c’hôlôé anézhan̄, hag é-pâd ann nôz ével eur wélédigez dân.
17. Pa en em denné ar goabren diwar ann tabernakl, neûzé bugalé Israel en em lékéa enn hen̄t, hag el léac’h ma choumé a za ar goabren, énô é steñen̄t hô c’hamp.
18. Hervez gourc’hémenn ann Aotrou en em lékéen̄t enn hen̄t, hag