hervez hô ban̄dennou hag hô reiz ; Hélisur, mâb Sédéur, a oa da brin̄s d’ézhô.
19. Salamiel, mâb Surisaddai, a oa prin̄s breûriez mipien Siméon.
20. Éliasaf, mâb Duel, a oa prin̄s breûriez Gad.
21. Ar C’haatited a iéaz goudé, ô tougen ar san̄tuar ; dougen a réad ann tabernakl, kén na vijed deûet d’al léac’h é péhini é tlié beza savet.
22. Mipien Éfraim a zavaz ivé hô c’hamp, hervez hô ban̄dennou, hag Élisama, mâb Ammiud, a oa da brin̄s d’ézhô.
23. Gamaliel, mâb Fadasur, a oa prin̄s breûriez mipien Manasé.
24. Abidan, mâb Gédéon, a oa prin̄s breûriez Ben̄jamin.
25. Ar ré zivéza eûz ann holl c’hampou péré én em lékéaz enn hen̄t, eo mipien Dan ; mon̄t a réjon̄t hervez hô ban̄dennou, hag Ahiézer, mâb Ammisaddai, a oa da brin̄s d’ézhô.
26. Fégiel, mâb Okran, a oa prin̄s breûriez Aser.
27. Ahira, mâb Enan, a oa prin̄s breûriez Neftali.
28. Chétu reiz kampou bugalé Israel hervez hô ban̄dennou, pa en em lékéan̄t enn hen̄t.
29. Neûzé Moizez a lavaraz da Hobab, mâb Ragel, ar Madianitad, hé gar-nés : Mon̄d a réomp d’al léac’h a dlé rei ann Aotrou d’é-omp ; deûz gan-é-omp, évit ma raimp vâd d’id ; râg ann Aotrou en deûz lavaret é rôjé madou da Israel.
30. Hag Hobab a lavaraz d’ézhan̄ : N’az inn két gan-éz ; hôgen distrei a rinn em brô, e péhini ounn bét ganet.
31. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon dilez két ! râk té a oar é pé lec’hiou é tléomp sével hor c’hamp enn distrô, ha té a vézô da réner d’é-omp.
32. Ha pa vézi deûet gan-é-omp, é rôimp d’id ar gwella eûz a gémen̄d vâd a rôi ann Aotrou d’é-omp.
33. Mon̄d a réjon̄d éta eûz a vénez ann Aotrou, hag é kerzchon̄t é-pâd tri dervez ; hag arc’h kévrédigez ann Aotrou a iéa enn hô raok, ô verka al léac’h é péhini é tlien̄t kampa héd ann tri deiz-zé.
34. Koabr ann Aotrou a oa ivé war-n-ézhô héd ann deiz épad ma kerzent. (M).
35. Ha pa zaved ann arc’h, é lavaré Moizez : Saô, Aotrou ; ra vézô skiñet da énébourien, ha ra dec’hô dira-z-od ar ré a gasa ac’hanod.
36. Ha pa vézé diazézet ann arc’h, é lavaré : Distrô, Aotrou, étrézek niver-brâz armé Israel.
1. Koulskoudé é savaz krôz é-touez ar bobl a-éneb ann Aotrou, ô véza (T) ma klemmchen̄t eûz hô skuizder. Ha pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, éz éaz drouk enn-han̄. (T). Hag eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou a grogaz enn hô zouez hag a zevaz béven ar champ.
2. Hag ar bobl ô véza garmet out Moizez, Moizez a bédaz ann Aotrou, hag ann tân a vougaz.
3. Hag hén̄ a hanvaz al léac’h-zé Tân-gwall, ô véza ma oa bét kroget énô tân ann Aotrou enn hô énep.
4. Rag eur van̄den tudigou a oa en em mesket gan̄t-hô, hag a oa deûet war hô lerc’h, hô doé eur c’hoan̄t direiz ; éc’h azézchon̄t enn eur wéla, ha mipien Israel ô véza en em unanet gan̄t-hô, é léverchon̄t : Piou a rôi d’é-omp kîk da zibri ?
5. Koun hon eûz eûz ar pésked a zebremp enn Éjipt évit nétrâ ; don̄d a ra enn hor spéred ar c’hokombrez, ar mélon̄s, ar pour, ann ouñoun, hag ar c’hiñen.
6. Gwévet eo hon éné, hon daoulagad na wélon̄t nétrâ némét Mann.
7. Hôgen ar Mann a oa hén̄vel oud hâd korian̄der, hag eûz a liou ar bdellion.
8. Ar bobl a iéa war-drô hag a zastumé anézhan̄ ; neûzé é valé anézhan̄ dindân ar méan-vilin, pé é vrévé anézhan̄ enn eul léstr-brév ; hé lakaad a réa da boaza enn eur pôd, hag é réa