réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.
9. Ha neûzé é oé lazet pévar mil dén war-n-ugen̄t.
10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez :
11. Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek-brâz, en deûz distrôet va buanégez diwar bugalé Israel ; ô véza ma eo bét ken̄traouet gan̄t va oaz enn hô énep, évit na gasinn két da-gét va-unan bugalé Israel em oaz.
12. Râk-sé, lavar d’ézhan̄ pénaoz é rôann d’ézhan̄ péoc’h va gévrédigez,
13. Hag é vézô, kenn d’ézhan̄ ha d’hé wenn, eur vélégiez da viken, ô véza ma eo bét oazuz é-kén̄ver hé Zoué, ha ma en deûz gwalc’het péc’hed bugalé Israel.
14. Hôgen ann Israélit a oé lazet, hag ar Vadianitez gan̄t-han̄, a oa hanvet Zambri, mâb Salu, hag a oa é penn da unan eûz a diégézou breûriez Siméon.
15. Hag ar Vadianitez a zô bét lazet gan̄t-han̄, a oa hanvet Kozhi, merc’h Sur, unan eûz ar brasa prin̄sed eûz ar Madianited.
16. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
17. Ra wézô ar Vadianited pénaoz oc’h énébourien d’ézhô, ha skôit gan̄t-hô :
18. O véza ma in̄t en em drôet ouz-hoc’h ével énébourien ha ma hô deûz hô touellet gan̄d idol Fogor, ha gan̄t Kozhi hô c’hoar, merc’h prin̄s Madian, péhini a zô bét lazet é deiz ar gouli enn abek da fallagriez Fogor.
1. Goudé ma oé bét skuḻet goâd ar wallerien, ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Éléazar ar bélek-brâz, mâb Aaron :
2. Nivérit ann holl strollad eûz a vugalé Israel, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou, ar ré holl a hell mon̄d d’ar brézel.
3. Râk-sé Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz, pa oan̄t é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jérikô, a gomzaz oud ar ré hô dôa
4. Ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hervez m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou ; ha chétu ann niver anézhô :
5. Ruben ken̄ta-ganet Israel : Mipien Ruben, Hénoc’h, a béhini tiad ann Hénoc’hited : ha Fallu, a béhini tiad ar Falluited :
6. Hag Hesron, a béhini tiad ann Hesronited : ha Charmi, a béhini tiad ar Charmited.
7. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Ruben ; hag ann niver anézhô en em gavaz eûz a dri mil ha daou-ugen̄t mil a seiz kan̄t ha trégon̄t.
8. Fallu en dôé da vâb Éliab :
9. Mipien Éliab a oé Namuel, ha Datan, hag Abiron. Ar ré-man̄, da lavaroud eo, Datan hag Abiron, a oé ar brin̄sed-zé eûz ar bobl, péré a zavaz a-énep Moizez hag Aaron é dispac’h Koré, pa en em zispac’hchon̄t a-énep ann Aotrou ;
10. Hag ann douar a zigoraz dré ann han̄ter évit loun̄ka Koré, kalz ré-all ô véza marô gan̄t-han̄, pa zevas ann tân dék dén ha daouzég-ugen̄t. Ha c’hoarvézoud a réaz eur burzud brâz ;
11. Râk, pétrâ-bennâg ma varvaz Koré, na varvaz két hé vipien gan̄t-han̄.
12. Mipien Siméon hervez hô c’héren̄tiézou : Namuel, a béhini tiad ann Namuélited : ha Jamin, a béhini tiad ar Jaminited : ha Jac’hin, a bébini tiad ar Jac’hinited :
13. Ha Zaré, a béhini tiad ar Zaréited : ha Saul, a béhini tiad ar Saulited.
14. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Siméon ; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil war-n ugen̄t ha daou c’han̄t.
15. Mipien Gad hervez hô c’héren̄tiézou ; Séfon, a béhini tiad ar Séfonited : hag Aggi, a béhini tiad ann Aggited : ha Suni, a béni tiad ar Sunited :