Jessuited : ha Brié, a béhini tiad ar Briéited.
45. Mipien Brié a oé Héber, a béhini tiad ann Hébérited : ha Melkiel, a béhini tiad ar Velkiélited.
46. Hôgen hanô merc’h Aser, a oé Sara.
47. Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a vipien Aser : hag ann niver anézhô a oa eûz a dri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.
48. Mipien Neftali hervez hô c’héren̄tiézou : Jésiel, a béhini tiad ar Jésiélited : ha Guni, a béhini tiad ar Gunited :
49. Ha Jéser, a béhini tiad ar Jésérited : ha Sellem, a béhini tiad ar Sellémited.
50. Ar ré-zé eo kéren̄tiézou mipien Neftali, hervez hô ziadou ; hag ann niver anézhô a oa eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t.
51. Chétu ann niver eûz a strollad mipien Israel, en em gavaz eûz a c’houec’h kan̄t mil hag eur mil ha seiz kan̄t ha trégon̄t.
52. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :
53. Ann douar a vézô rannet étré ar ré-man̄, évit ma vézô enn hô c’hers hervez ann niver eûz hô hanvou.
54. D’ar ré a vézô é niver brâz, é rôi eul lôden vrasoc’h, ha d’ar ré a vézô é niver bihan, é rôi eul lôden vihanoc’h ; hag ar gers a vézô rôet da bép-hini, hervez ma eo bét nivéret bréma :
55. Enn hévélep doaré koulskoudé ma vézô rannet ann douar dré ar sort étré ar breûriézou hag ann tiadou.
56. Kémen̄t a vézô digwézet dré ar sort, a zeûi é kers ann niver brâz pé ann niver bihan.
57. Chétu ivé niver mipien Lévi hervez hô ziadou : Gerson, a béhini tiad ar C’hersonited : ha Kaat, a béhini tiad ar C’haatited : ha Mérari, a béhini tiad ar Vérarited.
58. Ar ré-man̄ eo tiadou Lévi : tiad Lobni, tiad Hébroni, tiad Moholi, tiad Musi, tiad Koré. Hôgen Kaat a oé tâd Amram,
59. Péhini en dôé da c’hrég Joc’habed, merc’h Lévi, péhini a oé ganet d’ézhan̄ enn Éjipt, hou-man̄ a c’hanaz eûz a Amram, hé ozac’h, daou vâb Aaron ha Moizez, ha Mari hô c’hoar.
60. Eûz a Aaron é oé ganet Nadab hag Abiu, Éléazar hag Itamar :
61. A béré Nadab hag Abiu a varvaz, évit béza kenniget tân a ziavéaz dirâg ann Aotrou.
6£ Hag ar ré holl eûz a diad Lévi, péré a oé nivéret, a oa eûz a dri mil paotr war-n-ugen̄t, adaleg eur miz hag ouc’h-penn : rak na oen̄t két nivéret é-touez bugalé Israel, ha na oé két rôet a zigwéz d’ézhô é-mesk ar ré all.
63. Chétu ann niver eûz a vugalé Israel, savet gan̄t Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz é mésiou Moab, a-héd ar Jourdan, ha rag-énep da Jérikô ;
64. É-touez péré n’en em gavaz hini eûz ar ré a oa bét nivéret ken̄t gan̄t Moizez hag Aaron é distrô Sinai.
65. Rak diouganet en dôa ann Aotrou pénaoz é varvchen̄t holl enn distrô. Na choumaz éta hini anézhô, némét Kaleb, mâb Jéfoné, ha Jozué, mâb Nun.
1. Hôgen merc’hed Salfaad, mâb Héfer, mâb Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé, a oé mâb da Jozef, hag a béré chétu aman̄ ann hanvou, Maala, Noa, Hégla, Melka ha Tersa,
2. A iéaz da gavout Moizez hag Eléazar ar bélek-brâz, hag holl brin̄sed ar bobl, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez hag a lavaraz :
3. Hon tâd a zô marô enn distrô : né kéd en em gavet enn dispac’h a zô bét savet gan̄t Koré a-éneb ann Aotrou ; hôgen enn hé béc’hed eo marvet, ha n’en deûz két bét a baotred. Pérâg é vézô-hén̄ tennet hé hanô eûz hé diad, enn abek n’en deûz két bét eur mâb ? Rôit d’é-omp eunn digwéz é-touez kéren̄t hon tâd.
4. Ha Moizez a zougaz hô goulenn da varn ann Aotrou.