ved deiz, ha goudé béza bét glanet, é teûot adarré d’ar c’hamp.
25. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :
26. Kémer ann niver eûz a gémen̄t a zô bét kéméret, adaleg ann dûd bétég al loéned, te hag Éléazar ar bélek-brâz, ha prin̄sed ar bobl ;
27. Ha rann ar preiz é diou lôden kévatal étré ar ré a zô bét ô stourmi er brézel, hag ar ré all eûz ar bobl.
28. Ranna a rî ivé lôden ann Aotrou, eûz a hini ar ré a zô bét ô stourmi er brézel ; unan war bemp kan̄t, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved,
29. A rôi da Éléazar ar bélek-brâz, ô véza ma in̄t préveûdi ann Aotrou.
30. Eûz a han̄ter lôden bugalé Israel é kéméri unan diwar péb han̄ter-kant, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved, hag eûz al loéned all, hag é rôi anézhô d’al Lévited, péré a veḻ évit mirout tabernakl ann Aotrou.
31. Moizez hag Éléazar a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
32. Hôgen ar preiz é dôa kéméret ann armé, a oé eûz a c’houec’h kan̄t mil pemzék mil ha tri-ugen̄t dan̄vad,
33. Eûz a zaouzék mil ha tri-ugen̄t éjenn,
34. Eûz a eur mil ha tri-ugen̄t azen,
35. Hag eûz a verc’hed ha n’hô dôa két anavézet a oazed, daou vil ha trégon̄t mil.
36. Ann han̄ter a oé rôet d’ar ré a oa bét d’ar brézel, da lavaroud eo, tri c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pemp kan̄t dan̄vad ;
37. A béré é oé miret évit lôden ann Aotrou c’houec’h kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t dan̄vad ;
38. C’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn, a béré é oé miret daouzék ha tri-ugen̄t ;
39. Trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen, a béré é oé miret unan ha tri-ugen̄t ;
40. Ha c’houézék mil plac’h iaouan̄k, a béré é oé miret diou ha trégon̄t évit lôden ann Aotrou.
41. Ha Moizez a rôaz ann niver eûz a bréveûdiou ann Aotrou da Éléazar ar bélek-brâz, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄,
42. Eûz ann han̄ter eûz a lôden bugalé Israel, en dôa lékéat a dù évid ar ré a oa bét d’ar brézel.
43. Hôgen eûz ann han̄ter lôden a zigwézé d’ann dilerc’h eûz ar bobl, da lavaroud eo, eûz ann tri-c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pémp kan̄t dan̄vad,
44. Eûz ar c’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn,
45. Eûz ann trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen,
46. Hag eûz ar c’houézék mil plac’h-iaouan̄k,
47. Moizez a géméraz unan war péb han̄ter-kan̄t, hag hô rôaz d’al Lévited, péré a veḻé evit mirout tabernakl ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou.
48. Neûzé ar ré gen̄ta eûz ann armé, ar villénerien hag ar c’han̄ténerien a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ :
49. Nî, da zervicherien, hon eûz nivéret ar vrézélidi a ioa dindân hor galloud ; ha n’eo kollet hini anézhô.
50. Rak-sé é kennigomp, pép-hini ac’hanomp, é rô d’ann Aotrou, ann holl aour hon eûz gellet da gavout er preiz, lagadennou-gar, lagadennou-bréac’h, gwaliñer, kélc’hennou ha chadennou, evit ma pédi an Aotrou évid-omp ;
51. Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz, a géméraz éta ann holl aour é meûr a zoaré,
52. Hô dôa digaset ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag a boézé c’houézék mil seiz kan̄t hag han̄ter-kan̄t sikl.
53. Râk pép-hini en dôa bét évit-han̄ kémen̄d en dôa preizet.
54. Ha Moizez ha Éléazar ô véza kéméret ann aour-zé a gasaz anézhan̄ é tabernakl ann desténi, ével eur mének eûz a vugalé Israel dirâg ann Aotrou.