Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



AN DEUTÉRONOM.


————


I. PENNAD.


Danével verr eûz ar péz a c’hoarvézaz gan̄d am Israélited enn distrô.


1. Chétu ar péz a lavaraz Moizez da holl bobl Israel enn tû-man̄ d’ar Jourdan, enn eur gompézen eûz ann distrô, oud ar môr Rûz, étré Faran, ha Tofel, ha Laban, hag Hasérot, é léac’h ma éz eûz kalz a aour.

2. Unnék dervez-kerz a zô eûz a Horeb dré hen̄t ménez Seir bété Kadez-barné.

3. Enn daou-ugen̄tved bloaz, enn unnékved miz, er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lavaraz Moizez da vugalé Israel kémen̄t en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ da lavarout d’ézhô,

4. Goudé ma oa bét tréc’het gan̄t-han̄ Séhon, roué ann Amorréed, pé-hini a choumé é Hesébon, hag Og, roué Basan, péhini a choumé é Astarot, hag é Edrai,

5. Enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, é brô Moab. Ha Moizez a zéraouaz diskleria al lézen, ô lavarout :

6. Ann Aotrou hon Doué en deûz komzet ouz-omp é Horeb, ô lavarout : Pell a-walc’h oc’h choumet é-tâl ar ménez-zé :

7. Distrôit, ha deûit étrézé ménez ann Amorréed, hag el lec’hiou all nés, er gompézennou, er ménésiou, enn traon̄iennou war-zû ar c’hrésteiz, hag a-héd aot ar môr, hag é douar Kanaan, hag el Liban, bétég ar stér vrâz Eufrat.

8. Chétu, émé-z-han̄, em eûz rôet ar vrô-zé d’é-hoc’h : ît enn-hi ha perc’hennit ann douar en deûz touet ann Aotrou é rôjé d’hô tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, ha d’hô gwenn hô-c’houdé.

9. Ha mé a lavaraz d’é-hoc’h enn amzer-zé :

10. Na hellann két ôber-penn d’é-hoc’h va-unan : rag ann Aotrou, hô Toué, en deûz hô kresket é niver, hag éz oc’h hiriô ker stan̄k ha stéred ann en̄v.

11. (Ra greskô c’hoaz ann Aotrou, Doué hô tadou, ann niver-zé eûz a veûr a vîl ; ha ra vennigô ac’hanoc’h ével ma en deûz hé lavaret).

12. Na hellann két va-unan ôber-penn d’hô toaniou, d’hô pec’hiou, ha d’hô strivou.

13. Rôid eûz hô touez tûd fûr ha gwiziek, ha brudet-mâd enn hô preûriézou, évit ma hô likinn da bennou war-n-hoc’h.

14. Neûzé é léverchot d’in : Eunn dra vâd eo a fell d’id da ôber.

15. Hag é kémériz eûz hô preûriézou tûd fûr ha brudet-mâd, hag é likiiz anézhô da brin̄sed, da bennou da vil dén, da gan̄t dén, da han̄ter-kan̄t dén, ha da zék dén, évid deski d’é-hoc’h pép-trâ.

16. Hag é c’hourc’hémenniz d’ézhô, ô lavarout : Sélaouit ar ré a zeûi d’hô