Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
ann deutéronom.

hoc’h eûz lavaret pénaos é vijen̄t kaset é sklavérez, hag hô pugalé péré na ouzon̄t két hirio anaout ar mâd diouc’h ann drouk, hî a iélô ébarz : ha mé a rôi d’ézhô ann douar-zé, hag hî a berc’hennô anézhan̄.

40. Hôgen c’houi, distrôit, hag it d’ann distrô dré hen̄d ar môr Rûz.

41. Ha c’houi a lavaraz d’in : Péc’het hon eûz a-éneb ann Aotrou : piña a raimp, hag en em ganna a raimp, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet ann Aotrou hon Doué. Ha pa gerzac’h gan̄d hoc’h armou étrézég ar ménez,

42. Ann Aotrou a lavaraz d’in : Lavar d’ézhô : Na biñit két, ha n’en em gannit két ; rak n’émounn mui gan-é-hoc’h ; gan̄d aoun na gwézchac’h dirâg hoc’h énébourien.

43. Hé lavarout a rîz d’é-hoc’h, ha na zélaouchot két ac’hanoun ; hôgen oc’h énébi out gourc’hémenn ann Aotrou, ha stambouc’het gan̄d ar balc’hder, é piñchot war ar ménez.

44. Hôgen ann Amorréed, péré a choumé war ar ménésiou, a ziskennaz, a ziambrougaz ac’hanoc’h, hag en em lékéaz war hô lerc’h, é-c’hîz ma en em laka peûrvuia ar gwénan, hag hô tispennaz adalek Seir bétég Horma.

45. O véza distrô, pa en em lékéchot da wéla dirâg ann Aotrou, na zélaouaz két ac’hanoc’h, ha na aotréaz két hô péden.

46. Choum a réjot éta pell-amzer é Kadez-barné.


————


II. PENNAD.


Ergerz ann Israélited adalek Kadez-barné bété brô Séhon.


1. O vézâ éat-kuît ac’hanô, é teûjomp d’ann distrô a gâs d’ar môr Rûz, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou d’in : ha ni a gerzaz pell-amzer war-drô da vénez Seir.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in :

3. Kerzet a-walc’h hoc’h eûz war-drô d’ar ménez-zé : It bréma war-zû ann han̄ter-nôz :

4. Ha gourc’hémenn d’ar bobl, ô lavarout : Tréménout a réot war harzou hô preûdeûr, bugalé Ézau, péré a choum é Seir, hag hî a zoujô ac’hanoc’h.

5. Likid évez mâd éta na dagac’h anézhô ; rak na rôinn két d’é-hoc’h eûz hô brô kémen̄t ha ma hell da vac’ha eunn troad hép-kén ; ô véza ma em eûz rôet ménez Seir é kers da Ézau.

6. Préna a réot boéd digan̄t-hô gan̄d arc’han̄t, hag é tebrot : préna a réod ivé dour, hag éc’h évot.

7. Ann Aotrou da Zoué en deûz da venniget é holl labouriou da zaouarn. Hén̄ a wié pénaoz é tléac’h treûzi ann distrô brâz-zé : é-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét choumet ann Aotrou, da Zoué, gan-éz, ha n’eo diouéret nétrâ d’id.

8. Ha goudé ma hor bôé tréménet dré zouar bugalé Ézau, hor breûdeûr, péré a choumé é Seir, ô kerzout dré hen̄t kompézen Élat hag Asiongaber, é teûjomp d’ann hen̄t a gâs da zistrô Moab.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : N’en em ganni két oud ar Voabited, ha na rî két a vrézel out-hô : rak na rôinn d’é-hoc’h tamm é-béd eûz hô douar ; ô véza ma em eûz rôet Ar é kers da vugalé Lot.

10. (Ann Émimed a zô bét ar ré gen̄ta ô choum er vrô-zé, pobl brâz ha galloudek, ha kenn uc’hel, ma oan̄t kéméret évit béza eûz a wenn Énak,

11. Ével al lan̄gouineien : rag hén̄vel é oan̄t out bugalé Énak. Enn-divez ar Voabited a c’halv anézhô Émimed.

12. Hôgen é Seir é choumé da gen̄ta ann Horreed ; ha pa oen̄t bét kaset-kuît ha dispennet, bugalé Ézau a choumaz énô, ével ma en deûz gréat Israel é douar hé berc’henniez, en deûz rôet ann Aotrou d’ézhan̄.)

13. Neûzé é savchomp évit treûzi froud Zared, hag é teûjomp étrézég enn-hi.

14. Hôgen ann amzer a lékéjomp évit kerzout eûz a Gadez-barné béte ma oé treûzet gan-é-omp froud Zared, a oé eûz a eiz bloaz ha trégon̄t, kén na oé bévézet eûz a greiz ar c’hamp ann