Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
ann deutéronom.

d’é-hoc’h da virout, hag ann dék gourc’hemenn a skrivaz war ann diou daolen véan.

14. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’in enn amzer-zé ma teskchenn d’é-hoc’h al lidou hag ar barnédigézou a dléod da ôber enn douar a dléit da gaout.

15. Diwallid éta hoc’h énéou gan̄d évez. N’hoc’h eûz gwélet doaré é-béd enn deiz é péhini en deûz komzet ann Aotrou ouz-hoc’h é Horeb eûz a greiz ann tân :

16. Gan̄d aoun na vec’h touellet, ha na rafac’h d’é-hoc’h doaréou kizellet, pé skeûdennou goâz pé vaouez,

17. Pé skeûdennou al loéned a zô war ann douar, pé ann evned a nîj dindân ann én̄v,

18. Pé eûz al loéned-stlej a fin̄v war ann douar, pé eûz ar pésked a zo enn doureier dindân ann douar :

19. Gan̄d aoun na zavchez da zaoulagad étrézég ann én̄v, hag ô kwélout ann héol hag al loar, hag holl stéred ann én̄v, na vijez touellet, ha na zeûjez da azeûli anézhô, ha da gééla ann traou en deûz krouet ann Aotrou da Zoué évit servich ann holl vrôadou a zô dindân ann én̄v.

20. Hôgen ann Aotrou en deûz hô kéméret, hag hô tennet eûz a fornigel houarn ann Éjipt, évit ma en divijé eur bobl é digwéz, ével ma éma hiriô.

21. Hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ ouz-in enn abek d’hô klemmou, hag a douaz pénaoz na dreûzchenn két ar Jourdan, ha na d-ajenn két er vrô vâd-meûrbed-zé, a dlé da rei d’é-hoc’h.

22. Chétu é varvinn el léac’h-man̄, ha na dreûzinn két ar Jourdan : hôgen c’houi a dreûzô anézhî, hag hô pézô ar vrô vâd-meûrbed-zé.

23. Laka évez na an̄kounac’hi bikenn kévrédigez ann Aotrou da Zoué, en deûz gréat gan-éz ; ha na rajez d’id doaréou kizellet gan̄d ann traou en deûz berzet ann Aotrou da ôber :

24. Râg ann Aotrou da Zoué a zô eunn tân gwastuz hag eunn Doué oazuz.

25. Mar teû d’é-hoc’h mipien ha mipien biban, ha mar choumit pell enn douar- hag ô véza bét touellet, mar grîd d’éhoc’h eunn doaré-bennâg oc’h ôber drouk dirâg ann Aotrou hô Toué, évid hé lakaad da von̄t drouk enn-han̄ :

t6. Mé a c’halvô hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz é viot abars-némeûr disman̄tret eûz ann douar, a dléit da gaout pa hô pézô treûzet ar Jourdan : na choumot két pell-amzer enn-han̄, hôgen ann Aotrou hô pévézô,

27. Hag hô skiñô é-mesk ann holl boblou ; ha nébeûd ac’hanoc’h a choumô é-mesk ar brôadou, é péré é tlé ann Aotrou hô kâs.

28. Hag énô é kéélot Douéed gréat gan̄d dourn ann dûd, prenn ha mein, péré na wélon̄t két, na glevon̄t két, na zebron̄t két, na c’houésaon̄t két.

29. Ha mar klaskez énô ann Aotrou da Zoué, é kavi anézhan̄ ; gan̄t ma her c’hlaski a greiz da galoun, hag é holl van̄tr da éné.

30. Goudé ma vézô bét c’hoarvézet gan-éz kémen̄d a zô bét diouganet enn amzer zivéza, é tistrôi oud ann Aotrou da Zoué, hag é sélaoui hé vouéz,

31. O véza ma eo ann Aotrou da Zoué, eunn Doué trugarézuz ; n’as tilézô két, ha n’as bévezô két a-grenn, ha na an̄kounac’hai két ar gévrédigez en deûz touet d’as tadou.

32. Goulenn digan̄d ann deisiou ken̄t a zô bét enn da raok, abaoé ann deiz é péhini en deûz Doué krouet ann dén war ann douar, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann én̄v, mar d-eo c’hoarvézet eunn hévélep trâ, ha mar d-eo bét klevet biskoaz,

33. Pénaoz en défé klevet eur bobl mouéz Doué a gomzé eûz a greiz ann tân, ével ma éc’h eûz klevet, ha té béô ;

34. Pénaoz é vijé deûet Doué, hag en divijé kéméret évit-han̄ eur bobl eûz a greiz ar brôadou, gan̄d arnodou, gan̄d arwésiou, ha gan̄t burzudou, gan̄t stourm, ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄t gwelédigésiou eûzuz, hervez kémen̄t en deûz gréat ann Aotrou hô