Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
ann deutéronom.

Zoué, Doué oazuz, péhini a zistol fallagriez ann tadou war ar vugalé bétég ann trédé hag ar pevaré rumm eûz ar ré a gasa ac’hanoun ;

10. Hag a ra trugarez a-héd mil rumm d’ar ré am c’hâr, hag a vîr va gourchémennou.

11. Na géméri két hanô ann Aotrou da Zoué enn-aner ; râk na vézô két digastiz néb en dévézô kéméret hé hanô diwar-benn eunn dra wân.

12. Mir deiz ar sabbat, évit ma san̄téli anézhan̄, ével ma en deûz ann Aotrou da Zoué hé c’hourc’hémennet d’id.

13. É-pâd c’houec’h dervez é labouri, hag é ri da holl labouriou.

14. Ar seizved deiz eo ar sabbat, da lavaroud eo, éhan ann Aotrou da Zoué. Na rî labour é-béd, enn-han̄, té, na da vâb, na da verc’h, na da vével, na da vatez, na da éjenn, na da azen, nag hini eûz da loéned, nag ann diavésiad a vézô enn hô touez, évit ma éhanô da vével ha da vatez, ével-d-oud da-unan.

15. As péz koun pénaoz oud bét sklâv da-unan enn Éjipt, ha pénaos ann Aotrou da Zoué en deûz da dennet ac’hanô gan̄d eunn dourn kré, hag eur vréac’h astennet. Râk-sé eo en deûz gourc’hémennet d’id mirout deiz ar sabbat.

16. Énor da dâd ha da vamm, ével ma eo deûz ann Aotrou da Zoué hé c’hourc’hémennet d’id, évit ma vévi pell-amzer, ha ma teûiô pep tra da vâd d’id enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id.

17. Na lazi két.

18. Na gouézi két enn avoultriez.

19. Na laéri két.

20. Na zougi két a desténi é-gaou a-énep da nésa.

21. Na c’hoan̄tai két grég da nésa, nag hé dî, nag hé bark, nag hé vével, nag hé vatez, nag hé éjenn, nag hé azen, na nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhan̄.

22. Ann Aotrou a lavaraz ar geriou-zé d’é-hoc’h holl dastumet war ar ménez, eûz a greiz ann tân, ar c’hoabr, hag ann devalien, gan̄d eur vouéz gré, hép lavarout nétrâ ouc’h-penn ; hag é skrivaz anézhô war ziou daolen véan a rôas d’in.

23. Hôgen c’houi goudé ma hô pôé klevet ar vouéz eûz a greiz ann dévalien, ha ma hô pôé gwélet ar ménez ô leski, é teûjot d’am c’havout, hag holl brin̄sed ar breûriézou, hag ann hénaoured, hag é léverchot :

24. Chétu ann Aotrou hon Doué en deûz diskouézet d’é-omp péger brâs ha pégen huel eo (T) : hé vouéz hon eûz klevet eûz a greiz ann tân ; hag hon eûz anavézet hiriô pénaoz en deûz komzet Doué oud eunn dén, hag eo béô ann dén.

25. Pérâg éta é varvimp-ni, hag é teûi ann tân brâz-zé d’hor gwasta ? Râk mar klevomp pelloc’h mouéz ann Aotrou hon Doué, é varvimp.

26. Râk pétrâ eo ann holl gîk, ma klevô mouéz ann Doué béô, péhini a gomz eûz a greiz ann tân, ével ma hon eûz klevet, hag a hellô béva ?

27. Tôsta té ken̄toc’h, ha sélaou kémen̄d a lavarô d’id ann Aotrou hon Doué ; ha té a gomzô ouz-omp, ha ni her c’hlevô hag her grai.

28. Pa glevas ann Aotroù kémen̄t-sé, é lavaraz d’in : Klevet em eûz mouéz ar bobl-sé hag ar geriou en deûz lavaret d’id : lavaret mâd eo bét holl gan̄t-hô.

29. Piou a rôi d’ézhô eunn hévélep skian̄t ma toujin̄t ac’hanoun, ha ma virin̄t va holl c’hourc’hémennou é péb amzer, évit ma teûiô pep tra da vâd d’ézhô ha d’hô mipien da-vikenn ?

30. Kéa, ha lavar d’ézhô : Distrôit d’hô teltou.

31. Hôgen té, choum aman̄ gan-én̄, ha mé a lavarô d’id va holl c’hourc’hémennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou ; hô deski a rî d’ézhô, évit ma hô grain̄t enn douar a rôinn d’éz-hô é kers.

32. Mirid éta ha grîd ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou Doué d’é-hoc’h : na zistrôot nag a zéou, nag a gleiz :

33. Hôgen kerzout a réot dré ann hen̄t en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hô Toué d’é-hoc’h, évit ma vévot, ha ma vézô vâd d’é-hoc’h, ha ma vézô astennet hô teisiou é douar hô kers.


————