Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
ann deutéronom.

Doué, évit ma vézô vâd d’é-omp é-pâd ann holl zeisiou eûz hor buez, ével ma eo hiriô.

25. Hag hén̄ a vézô trugarézuz enn hor c’hén̄ver, mar miromp ha mar sévénomp hé holl gélennou dirâg ann Aotrou hon Doué, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet d’é-omp.


————


VII. PENNAD.


Difennet eo ôber kévrédigez é-béd gan̄d ar brôadou. Kréd eûz a skoazel ann Aotrou.


1. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué da lékéat da von̄t enn douar a dléez da gaout enn da gers, ha pa en dévézô bévézet dira-z-oud kalz brôadou, ann Hétéed, hag ar Gergézéed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, seiz brôad kalz stan̄koc’h ha kréoc’h égéd-oud ;

2. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, é tispenni anézhô, hép ma choumô hini e-béd. Na rî két a gévrédigez gan̄t-hô, ha n’az pézô trugarez é-béd évit-hô ;

3. Ha n’en em unvani két gan̄t-hô dré ziméziou. Na rôi két da verc’hed d’hô mipien, ha na géméri két hô merc’hed évid da vipien :

4. Râk touella a rain̄t da vipien, évit na kééḻin̄t két ac’hanoun, hag évit ma kéélin̄t ken̄toc’h Douéed a-ziavéaz : ha frouden ann Aotrou a zavô ouz-id, hag é vévézô buan ac’hanod.

5. Hôgen ével-henn é réot d’ézhô : Diskarit hô aoteriou, ha torrit hô skeûdennou, ha pilit d’ann douar hô c’hoajou-lid, ha loskit hô c’hizelladuriou.

6. Râg eur bobl san̄tel oud d’ann Aotrou da Zoué. Ann Aotrou da Zoué en deûz da zilennet, évit ma vézi eur bobl a dû d’ézhan̄ hé-unan é kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.

7. Né két dré m’az oc’h brasoc’h é niver égéd ann holl boblou, eo en em unanet ann Aotrou gan-é-hoc’h, hag en deûz hô tilennet ; râk bihanoc’h oc’h é niver egéd ann holl boblou :

8. Hôgen ô véza ma en deûz hô karet ann Aotrou, ha ma en deûz miret hé 1é en deûz touet d’hô tadou : hag en deûz hô tennet gan̄d eunn dourn kré, hag hô tasprénet eûz a vrô ar sklavérez, eûz a zourn Faraon, roué ann Éjipt.

9. Ha gouzoud a rî pénaoz ann Aotrou da Zoué a zô hé-unan ann Doué kré ha féal, péhini a vir kévrédigez ha trugarez d’ar ré hé gâr, ha d’ar ré a vir hé gélennou, héd mil rumm :

10. Hag é kastiz râk-tâl ar ré hô deûz kas out-ban̄ (T), enn hévélep doaré ma hô c’holl, hép dalé é-béd, oc’h ôber d’ézhô kerken̄t ar péz a zô dléet d’ézhô.

11. Mir éta ar c’hélennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou a gémennann d’id hiriô da ôber.

12. Goude m’az pézô klévet ar barnédigézou-man̄, ma hô mirez ha ma hô gréz, ann Aotrou da Zoué a virô ivé enn da c’hén̄ver ar gévrédigez hag ann trugarez en deûz touet d’az tadou :

13. Hag é karô hag é paotô ac’hanod, hag é vennigô frouez da gôv, ha frouez da zouar, da éd, ha da win, ha da éôl, ha da zaoud, ha da dropellou dén̄ved enn douar en deûz touet d’az tadou é rôjé d’id.

14. Benniget é vézi étré ann holl boblou. Na vézô két enn da douez a vréc’han̄ nag enn eur reiz, nag enn ébén, nag enn dûd, nag enn da loéned.

15. Ann Aotrou a dennô diouz-id pép gwander, ha na lakai két da zével enn-oud gouliou drouk ann Éjipt a anavézez ; hôgen é-touez da holl énébourien.

16. Gwasta a rî ann holl boblou a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id. N’as pézô truez é-bed oc’h hô gwélout (T), ha na gééli két hô douéed, gan̄d aoun na ven̄t kiriek da gas ac’hanoud da goll (M).

17. Ma lévérez enn da galoun : Paotoc’h eo ar brôadou-zé égéd-oun ; pénaoz é hellinn-mé hô bévézi ?

18. N’az péz két a aoun, hôgen az péz koun eûz a gémen̄t en deûz gréat