2. Hag é skrivinn war ann daolennou ar geriou a ioa war ar ré éc’h eûz torret ken̄t, hag é likii anézhô enn arc’h.
3. Ober a rîz éta eunn arc’h gan̄t koat sétim ; ha goudé m’am bôé kompézet diou daolen véan ével ar ré gen̄ta, é piñiz war ar ménez, ô terc’hel anézhô em daouarn.
4. Hag hén̄ a skrivaz war ann daolennou ann dék gourc’hémenn en dôa lavaret ann Aotrou d’é-hoc’h war ar ménez, eûz a greiz ann tân, pa oa dastumet ar bobl : hag hén̄ hô rôaz d’in.
5. Neûzé é tistrôiz hag é tiskenniz diwar ar ménez, hag é likiiz ann daolennou enn arc’h em bôa gréat, hag in̄t choumet énô bété vréman̄, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in.
6. Hôgen bugalé Israel a zavaz hô c’hamp eûz a Vérot a ioa da vugalé Jakan, hag éz éjon̄t da Voséra, é péléac’h eo marô Aaron hag eo bét bésiet, ha ma oé lékéat Éléazar, hé vâb, da vélek-brâz enn hé léac’h.
7. Ac’hanô é teûjon̄t da C’hadgad ; hag ô véza éat-kuît eûz al léac’h-zé, é steñchon̄t hô c’hamp é Jétébata, douar a zouréier hag a froudou.
8. Enn amzer-zé ann Aotrou a rannaz breûriez Lévi, évit ma tougché arc’h kévrédigez ann Aotrou, ma savché dira-z-han̄ enn hé c’harg, ha ma vennigché enn hé hanô, bétég-henn.
9. Râk-sé Lévi n’en dôé két a lôden, nag a zigwéz gan̄d hé vreûdeûr ; ô véza ma oa ann Aotrou hé-unan hé zigwéz, ével m’en dôa ann Aotrou da Zoué lavaret d’ézhan̄.
10. Hôgen mé a choumaz war ar ménez, ével ken̄t, daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez : hag ann Aotrou a zélaouaz c’hoaz ouzin ar wéach-zé, ha na fellaz két d’ézhan̄ da golla.
11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kéa ha kerz a-raog ar bobl, évit maz ai ébarz, ha ma perc’hennô ann douar em eûz touet d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.
12. Ha bréma, Israel, pétrâ a c’houlenn ann Aotrou da Zoué diganéz, némét ma touji ann Aotrou da Zoué, ma kerzi enn hé hen̄chou, ma kari anézhan̄, ma servichi ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné ;
13. Ha ma viri gourc’hémennou ann Aotrou, hag hé lidou a gémennann hiriô d’id, evit ma teûi vâd d’id ?
14. Chétu ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, a zô d’ann Aotrou da Zoué :
15. Ha koulskoudé ann Aotrou a zô en em unanet gan̄d da dadou, en deûz hô c’haret, ha dilennet hô gwenn hô-goudé, da lavaroud eo, c’houi, eûz a greiz ann holl vrôadou, ével ma eo anat hiriô.
16. Trô-drouc’hit éta pôd-mézen hô kaloun, ha na galédit mui hô penn :
17. Râg ann Aotrou hô Toue eo hé-unan Doué ann douéed, hag Aotrou ann Aotrounez, Doué brâz, galloudek hag kré-meûrbed, péhini n’en deûz azaouez nag évid ann dén, nag évid ar gôbr.
18. Barna a ra gan̄t reizded ann emzivad hag ann in̄tan̄vez : karout a ra ann ergerzer, hag é rô dézhan̄ ar boéd hag ar gwisk.
19. Ha c’houi ivé karid éta ann ergerzérien ; râk diavésidi oc’h bét hoc’h-unan é douar ann Éjipt.
20. Ann Aotrou da Zoué a zouji, ha na zervichi némét-han̄ : en em unani a rî gan̄t-han̄, hag é toui dré hé hanô.
21. Hén̄ eo da veûleûdi, ha da Zoué, péhini en deûz gréat d’id ann traou brâz ha spoun̄tuz-zé, hô deûz gwélet da zaoulagad.
22. Dék dén ha tri-ugen̄t é oa da dadou pa ziskenchon̄t d’ann Éjipt : ha chétu bréman̄ en deûz da lékéat ann Aotrou da Zoué da véza ker stan̄k ha stéred ann én̄v.
1. Kâr éta ann Aotrou da Zoué, ha mîr é péb amzer hé gélennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou, hag hé c’hourc’hémennou.
2. Anavézit hiriô ar péz na oar két hô pugalé, peré n’hô deûz két gwélet