27. Ar vennoz, mar sen̄tit out kélennou ann Aotrou hô Toué a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô :
28. Ar valloz, ma na zen̄tit két out kélennou ann Aotrou hô Toué ; hôgen mar pellait diouc’h ann hen̄t a ziskouézann d’é-hoc’h bréman̄ évit kerzout war-lerc’h douéed a-ziavéaz, ha na anavézit két.
29. Hôgen pa en devézô ann Aotrou da Zoué da lekéat da von̄t enn douar é péhini éz éz da choum, é likii ar vennoz war vénez Garizim, hag ar valloz war vénez Hébal,
30. Péré a zô enn tû all d’ar Jourdan é kichen ann hen̄t a zô trôet war-zû ar c’hûs-héol, é douar ar C’hananéed, péré a choum er c’hompézennou râg-énep da C’halgala, tôst da eunn draon̄ien en em léd hag a ia pell.
31. Râk c’houi a dreûzô ar Jourdan, évit perc’henna ann douar a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h, évit ma hô pézô ha ma perc’hennot anézhan̄.
32. Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h.
1. Chétu aman̄ al lézennou hag ar c’hourc’hemennou (T) a dléit da virout enn douar a dlé ann Aotrou, Doué da dadou, da rei d’id, évit ma vézi perc’hen d’ézhan̄ é-pâd ann holl zeisiou ma vézi béô war ann douar.
2. Diskarit ann holl lec’hiou é péré ar brôadou eûz a béré é viot deûet da berc’hen, hô deûz azeûlet hô douéed war ar ménésiou uc’hel, ha war ar c’hrec’hiou, ha dindân ar c’hoajou stan̄k.
3. Freûzit hô aotériou, ha torrit hô skeûdennou, ha loskit gan̄d ann tân hô c’hoajou-sakr, ha brévît hô idolou, ha lamit hô hanvou eûz al lec’hiou-zé.
4. Na réot két ével-sé é-kén̄ver ann Aotrou hô Toué :
5. Hôgen don̄d a réot el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué eûz a greiz hoc’h holl vreûriézou, évit ma lakai hé hanô, ha ma choumô énô :
6. Hag é kennigot el léac’h-zé hô sakrifisou-losk, hag hô viktimou, ann déogou, hag ar bréveûdiou eûz hô taouarn, hag hô kwéstlou, hag hô rôou, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hoc’h éjenned hag eûz hô tén̄ved.
7. Hag é tebrot énô dirâg ann Aotrou hô Toué : hag en em laouénéot, c’houi hag hô tiez, gan̄t kémen̄t trâ é péhini hô pézô lékéat hô tourn, hag a vézô bét benniget gan̄d ann Aotrou hô Toué.
8. Na réot két énô ével ma réomp aman̄ hiriô, pép-hini ével ma kâv reiz.
9. Râk bété vréman̄ n’oc’h két deûet enn éhan̄, nag enn digwéz a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h.
10. Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô ; ha ma choumot héb aoun,
11. El léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué, évit ma vézô hé hanô enn-han̄ : énô eo é tigasot kémen̄d a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h, hô sakrifisou-losk, hag hoc’h hostivou, hag hô téogou, ha préveûdiou hô taouarn ; ha kemen̄t trâ a vézô ar gwella er rôou a wéstlot d’ann Aotrou.
12. Énô é réot banvez dirâg ann Aotrou hô Toué, c’houi, hô mipien hag hô merc’hed, hô mévellou hag hô mitisien, hag al Lévited a choumô enn hô keriou ; râk n’hô deûz két a lôd all, nag a zigwéz all enn hô touez.
13. Laka évez na gennigfez da sakrifisou-losk é pép léac’h ma wéli.
14. Hôgen el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, enn unan eûz da vreûriézou, énô é kennigi da hostivou, hag é ri kémen̄d a c’hourchémennann d’id.
15. Hôgen mar fell d’id dibri, ha mar karez dibri kîk, lâz ha debr hervez bennôz ann Aotrou da Zoué en deûz rôet d’id enn da geriou ; daoust