Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
ann deutéronom.

pé é vézo dic’hlan, da lavaroud eo, namet pé mac’hañet ; daoust pé é vézô glân, da lavaroud eo, klôk ha dinam, evel ma helleur hé genniga : debr ével pa vé iourc’h pé karô ;

16. Hép dibri hép-kén ar goâd, a skuḻi war ann douar ével dour.

17. Na helli két dibri enn da geriou déok da éd, na da wîn, na da éôl, nag ar ré gen̄ta ganet eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved, na kémen̄d ez pézo gwéstlet, na kémen̄d a fellô d’id da genniga a-ioul, na préveûdiou da zaouarn :

18. Hôgen dibri a rî anézhô dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévited a choum enn da geriou : hag en em laouénai, hag en em vagi dirâg ann Aotrou da Zoué gan̄t kémen̄t trâ war béhini éc’h astenni da zourn.

19. Laka évez na zilézi két al Lévited keit ha ma vézi war ann douar.

20. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué astennet da harzou, ével ma en deûz hé lavaret d’id, mar fell d’id dibri kîk diouc’h da c’hoan̄t ;

21. Mar d-éma pell al léac‘h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô hé hanô énô, é lazi eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved ez pézô, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’id, hag é tebri enn da geriou ével ma kiri.

22. Ével ma tebreur iourc’h pé karô, ével-sé é tibri anézhô : hag ann dén glân hag ann dén dic’hlan a zebrô anézhô hép kemm.

23. Laka évez hép-kén na zebri két ar goâd : râg ar gôad a zô hô éné ; ha râk-sé na dléez két dibri ann éné gan̄d ar c’hîk ;

24. Hôgen skuḻa a ri ar goâd-zé war ann douar ével dour ;

25. Évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé, p’az pézô gréat ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou.

26. É-kén̄ver ann traou az pézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou, é kéméri anézhô, hag é teûi d’al léac’h en devézô dilennet ann Aotrou ;

27. Hag é kennigi é boéd-kennig ar c’hîg hag ar goâd war aoter ann Aotrou da Zoué : goâd ann hostivou a skuḻi oud ann aoter, hag ar c’hîg a zebri da-unan.

28. Mîr ha sélaou kémen̄d a c’hourc’hémennann d’id, évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé da-vikenn, p’az pézô gréat ar péz a zô mâd hag hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué.

29. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué bévézet dira-z-oud ar brôadou é brô péré éz î da berc’hen ; p’az pézô hé fiaouet, hag é choumi enn hô douar ;

30. Laka évez na heûḻfez ar brôadou-zé, goudé ma vézin̄t bét bévézet dira-z-oud, ha na en̄klaskfez hô lidou, ô lavarout : Ével ma hô deûz kéélet ar brôadou-zé hô douéed, ével-sé é kéélinn ivé.

31. Na rî két enn doaré-zé d’ann Aotrou da Zoué. Râg hî hô deûz gréat d’hô douéed ann holl fallagriézou a gasa ann Aotrou, ô kenniga d’ézhô hô mipien hag hô merc’hed, hag oc’h hô leski enn tân.

32. Grâ hép-kén é-ken̄ver ann Aotrou ar péz a c’hourc’hémennann d’id : na laka nétrâ ouc’h-penn, ha na denn nétrâ.


————


XIII. PENNAD.


A-éneb ar ré a felfé d’ézhô dougen ar bobl da wall-ôber.


1. Mar sâv enn da douez eur profed, pé eur ré hag a lavarô pénaoz en deûz bét eur wélédigez é huvré, ha mar tiougan eunn arwéz pé eur burzud-bennâg :

2. Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret ; ha ma lavar-hen̄ d’id : Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.

3. Na zélaoui két geriou ar profed-zé pé ann huvréer-zé ; râg ann Aotrou hô Toué a arnod ac’hanôc’h, évit ma vézô anat mar karit anézhan̄ a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné, pé ma n’her c’harit két.