Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
ann deutéronom.

4. Ha na vézô nag ézommek na paour enn hô touez ; évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué enn douar a dlé da rei d’id é kers.

5. Mar sélaouez koulskoudé mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma virez kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’id, hag a gémennann d’id hiriô, é vennigô ac’hanod, ével ma en deûz hé lavaret.

6. Présta a rî da galz a vrôadou, ha na empresti digan̄d hini. Aotrounia a rî war galz a boblou, ha na vézi aotrouniet gan̄d hini.

7. Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id, mar kouéz é paouren̄tez unan eûz da vreûdeûr a choumô enn diabars da bersier da géar, na galédi két da galoun, ha na zerri két da zourn ;

8. Hôgen hé zigeri a ri d’ar paour, hag é rôi d’ézhan̄ é prést ar péz a wéli en dévézô ézomm.

9. Laka évez na zafché enn-oud eur gwall vénoz, ha na lavarfez enn da galoun : Tôstaad a râ ar seizved bloaz, bloaz ann distol ; ha na zistrôjez da zaoulagad diwar da vreûr paour, ô véza na fell két d’id presti d’ézhan̄ ar péz a c’houlenn : gan̄d aoun na c’harmfé ouz-id étrézég ann Aotrou, ha na zeûjé kémen̄t-sé da béc’hed d’id.

10. Hôgen rei a rî d’ézhan̄ : ha na rî trôidel é-béd évid hé fréalzi enn hé ézommou, évit ma vézi benniget gan̄d ann Aotrou da Zoué é péb amzer, hag é kémen̄d tra a ri.

11. Péorien a vézô bépréd er vrô é péhini é choumi, râk-sé é c’hourc’hémennann d’id digéri da zourn d’as breûr ézommek ha paour, hag a choum gan-éz enn da vrô.

12. Pa vézô bét gwerzet d’id da vreûr pé da c’hôar hébréad, ha ma en dévézô da zervichet é-pâd c’houec’h bloaz, é kasi anézhan̄ dieûb er seizved bloaz :

13. Ha na lézi két da von̄t-kuît, hé zaouarn goullô, ann hini a zieûbi :

14. Hôgen rei a rî d’ézhan̄ da voéd-hen̄t eunn dra-bennâg eûz da dropellou, eûz da leûr, eûz da waskel, war béré en dévézô ann Aotrou da Zoué skuḻet hé vennoz.

15. Ar péz koun pénaoz oud bét sklâv da-unan é douar ann Éjipt, ha pénaoz ann Aotrou da Zoué en deûz da zieûbet : ha râk-sé é c’hourc’hémennann ann dra-man̄ d’id hiriô.

16. Hôgen ma lavar : Na fell két d’in mon̄t-kuît ; ô véza ma kâr ac’hanod ha da dî, ha ma en em gav ervâd gan-éz ;

17. É kéméri eur ménaoued, hag é toulli hé skouarn oud dôr da dî, hag hén̄ a vézô da sklâv d’id da-vikenn. Enn hévélép trâ é rî d’as matez.

18. Na zistrô két da zaoulagad diout-hô, p’az pézô hô c’haset dieûb, dré m’hô deûz da zervichet é-pâd c’houec’h vloaz évit gôbr eur gôpr-dévézour : évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué é kémen̄d a ri.

19. Kémen̄t ken̄ta-ganet é-touez ar bâred a zeûi enn da zaoud pé enn da zén̄ved, a wéstli d’ann Aotrou da Zoué. Na labouri két gan̄d ann éjenn ken̄ta-ganet, ha na douzi két ann dan̄vad ken̄ta-ganet.

20. Hô dibri a rî bép ploaz dirâg ann Aotrou, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, té ha da dî.

21. Hôgen ma en deûz eunn namm-bennâg, pé mar d-eo kamm pé zall, pé disleber pé wân enn eul léac’h-bennâg eûz hé gorf, na vézô két lazet d’ann Aotrou da Zoué ;

22. Hôgen hé zibri a rî enn diabarz eûz a bersier da géar : ann hini glân kerkouls hag ann hini dic’hlan a zebrô anézhô, ével eûz a iourc’h pé eûz a c’harô.

23. Lakaad a rî évez hép-kén na zebri két hô goâd ; hôgen d’ann douar é skuḻi anézhan̄ ével dour.


————


XVI. PENNAD.


Goéliou Pask, ar Pan̄tékost hag ann Tabernaklou.


1. Mir mîz ar frouez névez da derou ann névez-amzer, évid ôber ar Pask d’ann Aotrou da Zoué ; ô véza ma eo er mîz-zé en deûz ann Aotrou