Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
ann deutéronom.

da Zoué da dennet eûz ann Éjipt a-héd ann nôz.

2. Hag é lazi ar Pask d’ann Aotrou da Zoué, eûz a zén̄ved, hag eûz a éjenned, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô.

3. Na zebri két enn-han̄ bara goell : é-pâd seiz dervez é tebri bara dic’hoell, bara gloaz, ô véza ma oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt er spoun̄t ; évit ma ez pézô koun eûz da zonédigez er-méaz eûz ann Éjipt, é-pâd ann holl zeisiou eûz da vuez.

4. Na vézô két gwélet a c’hoell enn da holl harzou é-pâd seiz dervez, ha na c’houmô két a gîg eûz al loen a vézô bét lazet war ar pardaez eûz ar c’hen̄ta deiz bétég ar min̄tin.

5. Na helli két laza ar Pask é kémen̄d hini eûz da geriou a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id ;

6. Hôgen el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô : laza a ri ar Pask war ar pardaez pa guzô ann héol, er préd ma oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

7. Hé boaza a rî, hag é tebri anézhan̄ el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, hag ô sével oud ar min̄tin, éz î d’as teltou.

8. É-pâd c’houéac’h dervez é tebri bara dic’hoell ; hag er seizved deiz, ô véza ma eo strollad ann Aotrou da Zoué, na labouri két.

9. Seiz sizun a nivéri adaleg ann deiz é péhini ez pézô lékéat ar fals enn édou ;

10. Hag é lidi goél ar sizuniou d’ann Aotrou da Zoué ; ar rô ioulek eûz da zourn a gennigi hervez bennoz ann Aotrou da Zoue :

11. Hag é ri banvez dirâg ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévit a zô enn diabarz eûz da bersier, hag ann diavésiad, hag ann emzivad, hag ann in̄tanvez, a choum gan-é-hoc’h, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô.

12. Hag ez pézô koun pénaoz oud bét sklâv enn Éjipt ; hag é miri hag é rî ar péz a zô bét gourc’hémennet.

13. Lida a rî ivé goél ann tabernaklou é-pâd seiz dervez, pa zastumi da frouez diwar al leûr, hag a zindân ar gwaskel :

14. Hag é ri banvez enn da c’hoél, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévit, hag ann diavésiad, hag ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez, a zô enn diabarz eûz da bersier.

15. Lida a rî ar goél-zé é-pâd seiz dervez d’ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou ; hag ann Aotrou da Zoué as pennigô enn da holl frouézou, hag é holl ôberiou da zaouarn ; hag é vezi el lévénez.

16. Teir gwéach é-pad ar bloaz en em ziskouézô ann holl baotred dirâg ann Aotrou da Zoué el léac’h en dévézô dilennet : da c’hoél ar bara dic’hoell, da c’hoél ar sizuniou, ha da c’hoél ann tabernaklou. N’en em ziskouézin̄t két dirâg ann Aotrou goullô hô daouarn.

17. Hôgen pép-hini a gennigô diouc’h ma en dévézô, hervez ar vennoz en dévézô rôet d’ézhan̄ ann Aotrou hé Zoué.

18. Lakaad a ri barnerien ha blén̄erien oud dôriou da holl geriou en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, dré béb breûriez, évit ma varnin̄t ar bobl gan̄d eur varn reiz,

19. Ha na drôin̄t a dû é-béd. N’az pézô azaouez é-béd évid dén, ha na zigéméri két a rôou ; râg ar rôou a zall daoulagad ar ré fûr, hag a laka da drei geriou ar ré wirion.

20. Gan̄t gwirionez éc’h heûli kémen̄d a zô gwirion, évit ma vévi ha ma piaoui ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

21. Na blan̄ti két a goat brâz, na gwézen é-béd é-tâl aoter ann Aotrou da Zoué.

22. Na rî két ha na zavi két evid-oud a skeûden ; râg ann Aotrou da Zoué en deûz kas out-hô.


————