Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
ann deutéronom.

é vézô bésiet : râg ann hini a zô krouget oud ar prenn a zô milliget gan̄d Doué : ha na zaotri két ann douar en deûz rôet d’id ann Aotrou da Zoué é kers.


————


XXII. PENNAD.


Karan̄tez é-kén̄ver ann nésa. Kastiz ann avoultriez hag ar c’hadélez.


1. Na wéli két éjenn da vreûr, pé hé zan̄vad dian̄k, ha té ô von̄d é biou : hôgen hô digas a rî d’as preûr,

2. Ha pa na vé két kâr d’id da vreûr, ha pa na anavéschez két anézhan̄ : hô c’has a ri enn da dî, hag é choumin̄t gan-éz, kén na glaskô da vreûr anézhô, ha n’en dévezô bét anézhô.

3. Enn hévélep doaré é ri é-kén̄ver hé azen, hag é-kén̄ver hé ziḻad, hag é-kén̄ver kémen̄t trâ en défé kollet da vreûr : ma hé c’havez, n’hé léz két da rédek, ével pa vé da eunn diavésiad.

4. Mar gwélez azen da vreûr pé hé éjenn kouezet war ann hen̄t, na zelli két gan̄t faé out-han̄, hôgen hé zével a ri gan̄t-han̄.

5. Eur vaouez n’en em wiskô két gan̄t diḻad goâz, hag eur goâz na gémérô két diḻad maouéz ; râk néb her grâ a zô argarzuz dirâk Doué.

6. O valea dré ann hen̄t, mar kavez eunn neiz laboused, pé enn eur wézen pé war ann douar, hag ar vamm kluchet war hé labousédigou pé war hé viou : na géméri két ar vamm gan̄d hé labousédigou :

7. Hôgen hé lézel a ri da von̄t-kuît, p’az pézô kéméret hé labousédigou ; évit ma vezô vâd d’id, ha ma vévi pell amzer.

8. Pa zavi eunn tî névez, é rî eur vôgerenn-drô d’ann dôen ; gan̄d aoun na vé skuḻet ar gôâd enn da dî, ha na véz tamalluz, mar kouéz eur ré d’ann traon̄ diwar-n-ézhan̄.

9. Na hadi két hâd all enn da winien ; gan̄d aoun na zeûjé ann hâd éc’h eûz hadet hag ar péz a zâv eûz ar winien da véza saotret war-eunn-drô.

10. Na ari két gan̄d eunn éjenn hag eunn azen kévret.

11. Na wiski két a ziḻad gwéet gan̄t gloan ha lin.

12. Gan̄t kerdinigou é rî penn-pilou évit lakaat é pévar c’horn ar van̄tel gan̄t péhini en em c’hôlôez.

13. Mar kémer eur ré eur c’hrég, ha mar teû goudé d’hé c’hasaat,

14. Hag ô klask abég évid hé c’hâs-kuît, mar rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout : Ar c’hrég-zé em eûz kéméret ; hôgen pa ounn éat d’hé c’havout, n’em eûz két hé c’havet gwerc’h :

15. Hé zâd hag hé mamm a gémérô anézhî, hag a gasô gan̄t-hô arwésiou hé gwerc’hded da hénaoured kéar a vézô é-tâl ar pors ;

16. Hag ann tâd a lavarô : Va merc’h em eûz rôet da c’hrég d’ann dén-zé : hôgen ô véza deûet d’hé c’hasaat,

17. É rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout : N’em eûz két kavet da verc’h gwerc’h ; ha chétu aman̄ koulskoudé arwésiou gwerc’hded va merc’h. Neûzé é tisplégin̄t ann diḻad dirâg hénaoured kéar.

18. Hag hénaoured ar géar-zé a gémérô ann ozac’h hag a lakai hé skourjéza ;

19. Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k ; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel : ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.

20. Mar d-eo gwir ar péz a lavar, ha ma n’eûz két bét kavet a arwésiou a werc’hded er plac’h-iaouan̄k ;

21. É kasin̄t anézhi er-méaz eûz a zôr ti hé zâd, ha tûd ar géar-zé a labézô anézhi gan̄t mein, hag é varvô, ô véza ma é deûz gréat eur gwall argarzuz é Israel, ô kouéza é gastaouérez é-ti hé zâd : hag é tenni ann droug eûz da greiz.

22. Mar kousk eur ré gan̄t grég eunn all, é varvin̄t hô-daou, da lavaroud eo, ann avoultrer hag ann avoultrérez : hag é tenni ann droug eûz a Israel.

23. Ma é deûz rôet eur plac’h-