Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/267

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
ann deutéronom.

gan̄t grég hé dâd, hag a zizôlô pallen é welé ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

21. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

22. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé c’hoar, merc’h hé dâd pé merc’h hé vamm ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

23. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé vamm-gaer ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

24. Milliget eo ann hini a skô gan̄d hé nésa é-kûz ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

25. Milliget eo ann hini a zigémer gôprou évit skuḻa ar goad dinam ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

26. Milliget eo ann hini ha na choum két stard é geriou al lézen-man̄, ha na zéven két anézhô évit-gwîr ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.


————


XXVIII. PENNAD.


Bennoz d’ar ré a virô lézen ann Aotrou. Malloz d’ar ré hé zorrô.


1. Hôgen mar sélaouez lézen ann Aotrou da Zoué, oc’h ôber hag ô virout hé holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô, ann Aotrou da Zoué az lakai da véza uc’héloc’h égéd ann holl boblou a choum war ann douar.

2. Hag ann holl vennosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod, gan̄t ma sélaoui kélennou ann Aotrou.

3. Benniget é vézi er géar, ha benniget er-mèaz.

4. Benniget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, ha frouez da loéned, tropellou da zaoud, ha kreier da zén̄ved.

5. Benniget é é vézô da zôliérou, ha benniget da zilerc’hiou.

6. Benniget é vézi ô von̄d ébarz hag ô von̄d er-méaz.

7. Lakaad a rai ann Aotrou da énébourien a zavô enn da énep, da gouéza dira-z-oud : dré eunn hen̄t é teûin̄t enn da énep, ha dré zeiz hen̄t é tec’hin̄t a zira-z-oud.

8. Ann Aotrou a gasô hé vennoz war da gaviou, ha war holl labouriou da zaouarn : hag as pennigô enn douar ez pézô bét digan̄t-han̄.

9. Ann Aotrou as savô da bobl san̄tel d’ézhan̄ hé-unan, ével ma en deûz hé douet d’id, ma viret gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzez enn hé hen̄chou.

10. Hag ann holl boblou eûz ann douar a wélô pénaoz hanô ann Aotrou a zô galvet war-n-oud, hag é spoun̄tin̄t ra-z-oud.

11. Ann Aotrou az lakai da fonnna é pép madou, é frouez da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouez da zouar, en deûz touet ann Aotrou d’as tadou hé rôjé d’id.

12. Ann Aotrou a zigorô hé den̄zor {{Reizh|mâb|mâd|-meûrbéd, ann én̄v, évit ma rôi glaô d’as touar enn hé amzer, hag é vennigô holl labouriou da zaouarn, ha té a rôi é prést da galz a boblou, ha na géméri é prést digan̄d hini.

13. Ann Aotrou az lakai oud ar penn, ha nann oud al lôst, ha bépréd é vézi a-uz, ha nann a-iz, gan̄t ma sélaoui gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, a gémennann d’id hiriô, ha ma viri ha ma sévéni anézhô ;

14. Ha na zistrôi két diout-hô, nag a zéou, nag a gleiz, ha na heûli, na na gééli douéed a-ziavéaz.

15. Ma na fell két d’id sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, na mirout, na sévéni hé holl c’hourc’hémennou hag hé lidou, a gémennann d’id hiriô, ann holl vallosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod.

16. Milliget é vézi er géar, ha milliget er-méaz.

17. Milliget é vézô da zôliérou, ha milliget da zilerc’hiou.

18. Milliget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, tropellou da zaoud, ha ban̄dennou da zén̄ved.

19. Milliget é vézi ô von̄d ébarz, ha milliget ô von̄d er-méaz.

20. Ann Aotrou a gasô war-n-oud naounégez ha diénez, hag ar c’hastiz