al lé-man̄, n’en em venniget két hé-unan enn hé galoun, ô lavarout : Ar péoc’h a vézô gan-én̄, pa gerzinn é drougiez va c’haloun : hag ar vezven̄ti a dorrô va zéc’hed.
20. Ann Aotrou na zistôlô két d’ézhan̄ hé béc’hed : hôgen neûzé hé frouden vrâz-meûrbéd a zavô ével môged enn-han̄, hag é savô drouk enn-han̄ oud ann den-zé ; hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-man̄ a gouézô war-n-ézhan̄ : hag ann Aotrou a lamô hé hanô eûz a zindân ann én̄v ;
21. Hag hé gasô da goll eûz a douez holl vreûriézou Israel, hervez ar mallosiou a zô skrivet el levr eûz al lézen hag eûz ar gévrédigez-man̄.
22. Hag é lavarô ar rumm-tûd a zeûi war-lerc’h, hag ar vugalé a vézô ganet pelloc’h, hag ann diavésidi a zeûi a bell, pa wélin̄t gouliôu ann douar-zé, hag ar c’hlén̄véjou a c’hoarvézô gan̄t-han̄ a bers ann Aotrou ;
23. Pa wélin̄t pénaoz en deûz hé losket gan̄d ar soufr ha gan̄t tanijen ar c’hoalen, enni hévélep doaré na vézô mui hadet, ha na zavô enn-han̄ nétrâ a c’hlâz, é skouér eûz a zisman̄tr Sodom ha Gomorr, Adama, ha Séboim, a zisman̄trâz ann Aotrou enn hé vuanégez hag enn hé frouden :
24. Hag ann holl boblou a lavarô : Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotroù gréat kémen̄t-sé d’ann douar-zé ? A bétrâ é teû buanégez vrâz hé frouden ?
25. Hag é vézô lavaret d’ézhô : O véza ma hô deûz dilézet ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou gan̄d hô zadou, pa dennaz anézhô eûz ann Éjipt ;
26. Ha ma hô deûz servichet hag azeûlet douéed a-ziavéaz péré na anavézen̄t két, ha da géélidigez péré né oan̄t két bét dileûret.
27. Râk-sé eo savet drouk enn Aotrou a-éneb ar vrô-zé, hag en deûz kaset war-n-ézhi ann holl vallosiôu a zô skrivet el levr-man̄ ;
28. Hag en deûz hô c’haset-kuît eûz hô douar enn hé vuanégez, hag enn hé frouden, hag enn he argarzidigez vrâs ; hag en deûz hô zaolet enn eur vrô all, ével ma her gwéleur hiriô.
29. Ann traou-man̄ a oa kuzet enn Aotrou hon Doué, hag anat in̄t bréma d’é-omp, ha d’hor bugalé da-vikenn, évit ma raimp holl c’heriou al lézen-man̄.
1. Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad ; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,
2. Pa vézi distrôet out-han̄ ha pa sen̄ti oud hé c’hourc’hémennou, ével ma hé gémennann d’id hiriô, té ha da vugalé, a greiz da galoun hag a greiz da éné ;
3. Ann Aotrou da Zoué az tennô eûz ar sklavérez, hag en dévézô truez ouz-id ; hag é tastumô c’hoaz ac’hanod eûz a greiz ann holl boblou é touez péré en dévézô da skiñet ken̄t.
4. Ha pa vijez bét skiñet bété penn pella ar béd, ann Aotrou da Zoué az tennô ac’hanô,
5. Az tigémérô hag az lakai da von̄t enn douar hô deûz bét da dadou, hag é vézi perc’hen d’ézhan̄ (T) : hag, ô rei hé vennoz d’id, az lakai da véza paotoc’h égét n’eo bét da dadou.
6. Ann Aotrou da Zoué a enwadô da galoun, ha kaloun da wenn, évit ma kiri ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné, ha ma helli béva.
7. Hag hén̄ a lakai da gouéza ar mallosiou-zé war da énébourien, ha war ar ré a gasai hag a heskinô ac’hanod.
8. Hôgen té a zistroi hag a zélouô mouéz ann Aotrou da Zoué, hag é sévéni ann holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô :
9. Hag ann Aotrou da Zoué az kargô