a vadou é holl ôberiou da zaouarn, é gwenn da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouézidigez da zouar, hag er founder eûz a bép trâ. Râg ann Aotrou a zistrôi ouz-id, évid en em laouénaat diwar da benn é pép mâd, ével ma eo en em laouénéet diwar-benn da dadou ;
10. Gan̄t ma sélaoui mouez ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé c’hourc’hémennou hag al lidou a zô skrivet el lézen-man̄, ma tistrôi oud ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné.
11. Ar gourc’hémenn-man̄ a gémennann d’id hiriô, né két dreist-oud, na pell diouz-id,
12. Na diazézet enn én̄v, évit ma helfez lavarout : Piou ac’hanomp a hell piña enn én̄v évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma her mirimp ?
13. Na lékéat enn tû all d’ar môr, évit ma teûjez da zigarézi ha da lavarout : Piou ac’hanomp a hellô treûzi ar môr, évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma raimp ar péz a zô gourc’hémennet d’é-omp ?
14. Hôgen ar gér a zô tôst-brâz d’id, enn da c’hénou hag enn da galoun, évit ma her grî.
15. Gwél pénaoz em eûz hiriô lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar mâd, hag enn-énep ar marô hag ann drouk ;
16. Évit ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi énn hé hen̄chou, ha ma viri hé c’hourc’hémennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou ; évit ma vévi, ha m’az kreskô é niver, ha m’az pennigô enn douar é péhini éz î évit béza perc’hen enn-han̄.
17. Hôgen mar tistrôez da galoun diout-han, ha ma na fell két d’id hé zélaoui, ha goudé béza bét touellet, ma azeûlez ha mar servichez douéed a-ziavéaz ;
18. É tiouganann d’id hiriô pénaoz éz î-da-gét, hag é choumi berr amzer enn douar, é pehini, goudé béza treûzet ar Jourdan, éz î évit béza hé berc’hen.
19. Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn ;
20. Ha ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma sen̄ti oud hé vouéz, ha ma en em stagi out-han̄ (râg hén̄ eo da vuez, hag hirded da zeisiou), évit ma choumi enn douar en deûz touet ann Aotrou d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, hê rôje d’ézhô.
1. Moizez éta a iéaz hag a lavaraz ann holl draou-zé da holl Israel,
2. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : C’houéac’h ugen̄t vloaz em eûz hiriô, ha na hellann mui mon̄d ha don̄t ; ha dreist-holl pa en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Na dreûzi két ar Jourdan-man̄.
3. Ann Aotrou da Zoué éta hé dreûzô enn da raok : hén̄ eo a vévézô ann holl vrôadou-zé dira-z-oud, ha té a zeûi da berc’hen d’ézhô : ha Jozué péhini a wélez aman̄ a iélô enn da raok, ével ma en deûz hé lavaret ann Aotrou.
4. Hag ann Aotrou a rai d’ézhô, ével ma en deûz gréat da Zéhon ha da Og, rouéed ann Amorréed, ha d’hô douarou ; hag hô c’hasô-da-gét.
5. Pa en devézô éta ann Aotrou lékéat anézhô étré hô taouarn, é réot d’ézhô ével ma hoc’h eûz gréat d’ar ré all, hervez ma em eûz hé gémennet d’é-hoc’h.
6. Kalounékait hag en em gennerzit ; n’hô pézet kéd a aoun, ha na spoun̄tit két ra-z-hô ; râg ann Aotrou da Zoué eo hé-unan da réner d’id, ha n’az lezô két, ha n’az tilezô két.
7. Ha Moizez a c’halvaz Jozué, hag a lavaraz d’ézhan̄ dirâg Israel holl : En em gréva, ha béz kalounek ; rak té eo a lakai ar bobl-zé da von̄t enn douar en deûz touet ann Aotrou d’hô