zadou hé rôjé d’ézhô, ha té eo hé lôdennô diouc’h ar sort :
8. Hag ann Aotrou péhini eo da réner, a vézô hé-unan gan-éz : n’az lézô két ha n’az tilézô két : n’az péz kéd a aoun, ha na spoun̄t két.
9. Moizez a skrivaz éta al lézen-man̄, hag a rôaz anézhi d’ar véleien, mipien Lévi, péré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha da holl hénaoured Israel.
10. Hag é chourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Pép seiz vloaz, da vloaz ann distol, da c’hoél ann tabernaklou,
11. Pa en em zastumô holl vugalé Israel, évid en em ziskouéza dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, é lenni geriou al lézen-man̄ dirâg Israel holl péré hô c’hlevô ;
12. Hag ann holl bobl ô véza bét dastumet, kenn ar oazed, kenn ar merc’hed, hag ar vugaligou, hag ann diavésidi a vezô enn diabarz eûz da bersier, évit pa hé c’hlevin̄t ma tiskin̄t anézhi, ma toujin̄t ann Aotrou hô Toué, ma virin̄t ha ma sévénin̄t holl c’heriou al lézen-man̄ ;
13. Ha ma hellô ivé hô c’hlevout hô pugalé péré n’hô anavézon̄t két bréma, ha ma toujin̄t ann Aotrou hô Doué enn holl zeisiou ma choumin̄t enn douar a vézô d’é-hoc’h, pa hô pézô treûzet ar Jourdan.
14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu é tôsta deiz da varô : galv Jozué, hag id hô taou dirâk tabernakl ann desténi évit ma rôinn va ursiou d’ézhan̄. Moizez ha Jozué a iéaz éta, hag a choumaz enn hô zâ dirâk tabernakl ann desténi ;
15. Hag ann Aotrou en em ziskouézaz énô er peûl-koabr, a arzaôaz oud dôr ann tabernakl.
16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu té a ia da gouska gan̄d da dadou, hag ar bobl-man̄ a zavô hag en em zaotrô gan̄d douéed a-ziavéaz enn douar éz â da choum enn-han̄ ; hag énô é tilézô ac’hanoun, hag é torrô ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t han̄.
17. Ha va frouden a zavô out-han̄ enn deiz-zé : ha mé a zilezô anézhan̄, hag é kuzinn va dremm out-han̄, hag hén̄ a vézô bévézet. Ann holl boaniou hag ann holl c’hlac’hariou her c’havô, enn hévélep doaré ma lavarô enn deiz-zé : O véza évit gwir n’éma két Doué gan-én̄, eo é teû d’in kémen̄d all a boaniou. (T).
18. Hôgen mé en em guzô, hag a c’hôlôi va dremm enn deiz-zé, enn abek d’ann holl zrougou en dévézô gréat oc’h heûlia douéed a-ziavéaz.
19. Bréma éta skrivid évid-hoc’h ar ganaouen-man̄, ha deskit-hé da vugalé Israel, évit ma hé dalc’hin̄t din̄dân én̄vor, ha ma hé c’hanin̄t dré hô génou, ha ma vézô d’in ar ganaouen-zé da desténi é-touez bugale Israel.
20. Râk mé a lakai anezhô da von̄d enn douar, é péhini é réd al léaz hag ar mél, ével ma em eûz hé douet d’hô zadou. Ha pa hô dévézô debret, ha pa hô dévézô hô gwalc’h, ha pa vézin̄t (T) deûet lard, é trôin̄t oud douéed a-ziavéaz, hag é servichin̄t anézhô : drouk-komza a rain̄t diwar va fenn, hag é torrin̄t va gévrédigez.
21. Pa vézô kouézet war-n-ézhô kalz poaniou ha glac’hariou, ar ganaouen-man̄ a zougô out-hô eunn desténi, ha na vézô lamet gan̄d an̄kounac’h é-béd eûz a c’hénou hô gwenn. Râk mé a anavez hô ménosiou, hag a oar a hiriô pétrâ a dléon̄t da ôber, abarz ma hô likiinn da von̄t enn douar em eûz touet é rôjenn d’ézhô.
22. Moizez éta a skrivaz ar ganaouen, hag a zeskaz anézhi da vugalé Israel.
23. Neûzé ann Aotrou a c’hourc’hémennaz da Jozué, mâb Nun, hag a lavaraz d’ézhan̄ : En em gréva ha béz kalounek ; râk té eo a lakai bugalé Israel da von̄d enn douar em eûz touet é rôjenn d’ézhô ; ha mé a vézô gan-éz.
24. Goudé éta m’en dôé Moizez peûr-skrivet geriou al lézen-zé enn eul levr,
25. É c’hourc’hémennaz d’al Lévited, a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ô lavarout :
26. Kémérit al levr-man̄ ha likit-hén̄ é-kichen arc’h kévrédigez ann Aotrou hô Toué ; évit ma vézo énô da desténi enn da énep, ô Israel.