17. Hé géned a zô hén̄vel out ken̄ta-ganet ann tarô ; hé gerniel a zô ével kerniel ar rinoséros : gan̄t-hô é wen̄tô ar boblou bété penn pella ann douar. Ével-sé é vézô rummou brâz Éfraim, ha kan̄t ha kan̄t mil Manasé.
18. Hag hén̄ a lavaraz da Zabulon : En em laouéna, Zabulon, enn da ergerz, ha té Isakar, enn da deltou.
19. Gervel a rain̄t ar boblou war ar ménez, hag énô é lazin̄t viktimou a reizded. Hî a zunô ével léaz ann dic’hlann eûz ar môr, hag ann ten̄zoriou kuzet enn tréaz.
20. Hag hén̄ a lavaraz da C’had : Gad a zô bét karget a vennoz : arzaôet eo ével eul léon, er vréac’h hag er penn eo kroget.
21. Hé brin̄sélez en deûz gwélet, ô véza ma eo lékéat ann doktor enn hé lôden : gan̄t prin̄sed ar bobl eo éat ; miret en deûz lézennon ann Aotrou, hag hé varnédigez gan̄d Israel.
22. Hag hén̄ a lavaraz da Zan : Dan a zô ével eul léon iaouan̄k, en em skiña a rai pell diouc’h Basan.
23. Hag hén̄ a lavaraz da Neftali : Er founder é vévô Neftali, ha leûn é vézô eûz a vennosiou ann Aotrou : ar môr hag ar c’hrésteiz a vézô d’ézhan̄.
24. Hag hén̄ a lavaraz da Aser : Ra vézô benniget Aser enn hé vugalé : ra vézô hétuz d’hé vreûdeûr ; ha ra zoubô hé droad enn éôl.
25. A houarn hag a arm é vézô hé voutou. Ével ma eo bét, Aser, deisiou da iaouan̄kiz, é vézô ivé da gôzni.
26. N’eûz Doué all é-béd ével Doué ar bobl reiz : ann hini a biñ enn én̄v eo da skoazeller. Hé veûrdez eo a laka ar c’hoabr da rédek.
27. Enn uc’héla é choum, hag enn izéla é tiskouéz hé vréac’h peûr-baduz. Disteûrel a rai a zira-z-oud da énébour, hag é lavarô : Ra zeûi-da-gét.
28. Israel a choumô gan̄t fisian̄s, hag a vézô hé-unan. Lagad Jakob a wélô ennn douar éd ha gwîn, hag ann én̄vou a dévalai gan̄d ar glîz.
29 Gwenvidig oud-dé, Israel : piou a zô hén̄vel ouz-id, ô pobl, a zô salvet enn Aotrou ? Tiren da gen-nerz eo, ha klézé da c’hloar. Da énébourien az tinac’hô, ha té a lakai da droad war hô gouzoug.
1. Moizez a biñaz éta eûz a gompézen Moab war vénez Ného, é lein Fasga, râg-énep da Jériko : hag ann Aotrou a ziskouézaz d’ézhan̄ holl vrô C’halaad bété Dan,
2. Hag holl Neftali, ha douar Éfraim ha Manasé, hag holl zouar Juda bétég ar môr divéza,
3. Ha tû ar c’hrésteiz, ha mesiou Jériko, kéar ar palmez, bété Ségor.
4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Hen-nez eo ann douar diwar-benn péhini em eûz touet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, ô lavarout : D’as gwenn hé rôinn. Hé wélet éc’h eûz gan̄d da zaoulagad, ha na dréméni két dî.
5. Ha Moizez, servicher ann Aotrou, a varvaz énô, é douar Moab, dré ioul ann Aotrou :
6. Hag hén̄ a vésiaz anézhan̄ enn eunn draon̄ien é douar Moab, rag-énep da Fogor : ha dén é-béd n’en deûz anavézet hé véz bété vréman̄.
7. C’houéac’h-ugen̄t vloaz en dôa Moizez pa varvaz : neûzé né oa két téval hé zaoulagad nag hé zen̄t ne loc’hen̄t két. (T).
8. Ha bugalé Israel a voélaz anéz-han̄ é kompézen Moab é-pâd trégon̄t dervez : hag ar ré a voélé Moizez a baouézaz hô c’haon̄ d’ézhan̄. (M).
9. Hôgen Jozué, mâb Nun, en dôé ar spéred a furnez, ô véza m’en dôa Moizez lékéat hé zaouarn a-ziouc’h d’ézhan̄ : ha bugalé Israel a zen̄taz out-han̄, hag a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
10. Ha na zavaz mui a brofed enn Israel hén̄vel out Moizez a gémen̄t a oé anavézet gan̄d ann Aotrou dremm ouc’h dremm ;
11. Hag a réaz kémen̄d a arouésiou hag a vurzudou, a lékéaz ann Aotrou anezhan̄ da ôber é douar ann Éjipt, é-kén̄ver Faraon, hag hé holl dûd, hag hé holl vrô ;
12. Hag a ziskouézaz eunn dourn ker kré, hag ôberiou kenn estlammuz, ével ma réaz Moizez dirâg Israel holl.