Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/283

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
levr josué.

zaoulagad, hag é wélaz eunn dén enn hé zâ dira-z-han̄, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn : étrézeg enn-han̄ éz éaz hag é lavaraz d’ézhan̄ : Hag eûz hor ré oud-dé, pé eûz hon énébourien ?

14. Hag hé-man̄ a lavaraz : Nann ; hôgen ar prin̄s ounn eûz a armé ann Aotrou, hag é teûann bréman̄.

15. Ha Jozué en em daolaz war hé c’henou d’ann douar. Hag oc’h hé azeûli, é lavaraz : Pétrâ a fell d’ann Aotrou da lavarout d’hé zervicher ?

16. Tenn, émé-z-han̄, da voutou eûz da dreid ; rag al léac’h é péhini émoud a zô san̄tel. Ha Jozué a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhan̄.


————


VI. PENNAD.


Kéar Jériko a zô kéméret. Rahab hag hé zûd a zô savétéet.


1. Hôgen Jériko a oa serret ha krévéet, gan̄d ar spoun̄t rak bugalé Israel ; ha dén na grédé mon̄d er-méaz na mon̄d ébarz.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Chetu em eûz rôet enn da zourn Jériko, hag hé roué, hag ann holl dûd kré a zô enn-hi.

3. Grîd ann drô eûz a géar, eur wéach ann deiz, c’houi holl dûd-a-vrézel, hag é réot kémen̄t-sé é-pâd c’houéac’h dervez.

4. Hôgen d’ar seizved deiz, ra gémérô ar véleien seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé, ha ra valéin̄t araog ann arc’h a gévrédigez. Seiz gwéach é réot ann drô eûz a géar, hag ar véleien a zonô gan̄d ar c’hornou-boud.

5. Ha pa hô dévézô sonet ar c’hornou-boud gan̄t eur son hirroc’h ha startoc’h, ha pa en dévézô skôet ann trouz war hô tiskouarn, ar bobl holl a c’harmô gan̄d eunn trouz brâz, ha muriou kêar a gouézô bétég ann diazez, ha pép-hini a iélô enn-hi dré al léac’h dirâk péhini en em gavô.

6. Ha Jozué, mâb Nun, a c’halvaz ar véleien, hag a lavaraz d’ézhô : Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha seiz béleg all kéméret ar seiz korn-boud ar Jubilé, ha ra valéin̄t dirâg arc’h ann Aotrou.

7. D’ar bobl é lavaraz ivé : It, ha grîd ann drô eûz a géar, hag hoc’h armou gan-é-hoc’h, ha kerzit araog arc’h ann Aotrou.

8. Pa en dôé Jozué éhanet da gomza, ar seiz bélek en em lékéaz da zéni gan̄d ar seiz korn-boud dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou ;

9. Ann holl armé gan̄d hô armou a gerzé araog ann arc’h, hag ar bobl holl a iéa war-lerc’h, ha trouz ar c’hornou-boud a zonô skiltr a bép tû.

10. Hôgen Jozué en dôa gourc’hémennet d’ar bobl, ô lavarout : Na c’harmot két, ha na vézô két klevet hô mouéz, ha na zeûi gér é-bed er-méaz eûz hô kénou, kén na vézô deûet ann deiz e péhini é livirinn d’é-hoc’h : Garmit, ha grîd eunn trouz brâz.

11. Arc’h ann Aotrou a réaz éta eur wéach enn deiz ken̄ta ann drô eûz a géar, hag é tistrôaz d’ar c’hamp, hag é choumaz énô.

12. Ha Jozué ô véza savet abarz ann deiz, ar véleien a géméraz arc’h ann Aotrou,

13. Ha seiz anézhô a géméraz seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé. Hag hî a valéé dirâg arc’h ann Aotrou enn eur zéni : ar bobl hô dôa armou a iéa enn hô raok, hag ar ré all eûz ar bobl a iéa war-lerc’h ann arc’h, hag a glevé trouz ar c’hornou-boud.

14. Ober a réjon̄t eur wéach ann drô eûz a géar ann eil dervez, hag é tistrôjon̄t d’ar c’hamp. Ével-sé é réjon̄t é-pâd c’houec’h dervez.

15. Hôgen d’ar seizved deiz, ô véza savet min̄tin mâd, é réjon̄t seiz gwéach ann drô eûz a géar, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

16. Ha pa zoné ar véleien gan̄d ar c’hornou-boud er seizved trô, Jozué a lavaraz da holl bobl Israel : Garmit ha grit trouz ; râg ann Aotrou en deûz rôet ar géar d’é-hoc‘h.

17. Ra vézô anaouéet ar géar-zé : ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén