béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî ; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.
18. Hôgen c’houi, likid évez na lakaac’h hô tourn war nétrâ, hervez ma eo bét difennet d’é-hoc’h ; gan̄d aoun na zeûac’h da wall-ôber ha da denna ar reûstl hag ar péc’hed war holl armé Israel.
19. Kémen̄d a zô gréat gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha kémen̄t léstr arem hag houarn, ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha lékéat enn hé den̄zoriou.
20. Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl ; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé : hag hî a géméraz kéar,
21. Hag a lazaz kemen̄d dén a oa enn-hî, adaleg ar oazed bétég ar merc’hed, adaleg ar vugalé bétég ar ré gôz. Skei a rejon̄d ivé gan̄d ar c’hlézé ann éjenned, hag ann dén̄ved, hag ann ézen.
22. Hôgen Jozué a lavaraz d’ann daou zén péré a oa bét kaset évid anaoud ar vrô : Id é tî ar c’hast, ha likit-hi da zon̄d er méaz gan̄t kémen̄d a zô d’ezhi, ével ma hoc’h eûz hé douet d’ézhi.
23. Ann daou zén-iaouan̄k ô véza éta éad enn ti, a gasaz Rahab, hag hé zâd hag hé mamm, hag hé breûdeûr, hag hé c’héren̄t, hag hé holl draou, hag a réaz d’ézhô choum er-méaz eûz a gamp Israel.
24. Neûzé é tevchon̄t ar géar, ha kémen̄d a oa enn-hî, néméd ann aour hag ann arc’han̄t, hag al listri arem hag houarn, a wéstlchon̄t évit ten̄zor ann Aotrou.
25. Hôgen Jozué a viraz béô Rahab ar c’hast, ha ti hé zâd, gan̄t kémen̄d é dôa ; hag hî a choumaz é-kreiz pobl Israel, bété vréma ; ô véza m’é dôa kuzet ar ré en dôa kaset évid anaout Jériko.
26. Milliget ra vézô dirâg ann Aotrou, ann dén a zavô hag a ziazézô a-névez kéar Jériko. Ra zaolô hé diazez war hé gen̄ta-ganet, ha ra lakai hé dôriou war ann divéza eûz hé vugalé.
27. Ann Aotrou a oé éta gan̄t Jozué, hag hé hanô a oa brudet-brâz dré ann douar holl.
1. Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget : hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).
2. Enn amzer-zé Jozué a gasaz tûd eûz a Jériko étrézé Hai, a zô tôst da Vétaven, war zû ar sâv-héol eûz a géar Bétel, hag a lavaraz d’ézhô : Id hag anavézid ar vrô. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag a anavézaz Hai.
3. Ha pa oen̄t distrôet, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Na biñet két ann holl bobl, hôgen eat daou pé dri mil dén, évid disman̄tra ar géar-zé. Pérâk skuiza enn-aner ann holl bobl a-énep kenn néheûd a énébourien ?
4. Tri mil brézéliad a biñaz éta. Hôgen ar ré-man̄ ô trei hô c’hein râk-tâl,
5. A oé kannet gan̄d ar ré eûz a géar Hai ; ha c’houec’h dén ha trégon̄t anézhô a oé lazet. Ann enebourien a iéaz war hô lerc’h adaleg hô dôr bété Sabarim, hag a lazaz ar ré a dec’hé étrézé ann draon̄ien. Ha kaloun ar bobl a oé spoun̄tet, hag é teûzaz é-c’hîz dour.
6. Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez : hag hî a daolaz poultr war hô fennou ;
7. Ha Jozué a lavaraz : Allaz, Aotrou va Doué ! pérâg eo bét fellet d’id