péhini a oa neûzé é kamp Galgala, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ kerkouls ha d’ann holl Israel : Eûz a eur vrô pell-brâz é teûomp, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da ôber ar péoc’h gan-é-hoc’h. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ézhô :
7. Martézé é choumit enn douar-man̄ a dlé béza d’é-omp ével hol lôden, ha neûzé na helfemp két ôber kévrédigez gan-é-oc’h.
8. Hôgen hî a lavaraz da Jozué : Da zervicherien omp. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô : Piou oc’h-hu ? Hag a béléac’h é teûit-hu ?
9. Hag hî a lavaraz : Da zervicherien a zô deûet eûz a eur vrô pell-meûrbéd é hanô ann Aotrou da Zoué. Rak klévet hon eûz hanô eûz hé c’halloud, eûz a gémen̄t en deûz gréat enn Éjipt ;
10. Hag é-ken̄ver ann daou roué ann Amorréed péré a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon, roué Hésébon, hag Og, roué Basan, péhini a oa é Astarot.
11. Hag ann hénaoured hag holl dûd hor brô hô deûz lavaret d’é-omp : Kémérit boéd gan-é-hoc’h enn-abek d’ann hen̄t hirr, hag îd war hô arbenn, ha livirit dezhô : Hô servicherien omp, grît kévrédigez gan-é-omp.
12. Chétu ar baraou hon eûz kéméret tomm, pa omb éat er méaz eûz hon tiez évid don̄d étrézeg enn-hoc’h ; ha bréma in̄t deûet da véza séac’h, hag é kouézon̄t a dammou gan̄d ar gôzni.
13. Ar bouc’h-kennou-zé a oa névez pa hon eûz lékéat gwîn enn-hô ; ha bréma in̄t roget ha di-gri. Ar saéou a zô war-n̄-omp, hag ar boutou a zô enn hon treid a zô astud, enn-abek d’ann hen̄t hirr, ha na dalon̄t mui nétrâ.
14. Ann dûd a géméraz eûz hô boéd, ha na c’houlenchon̄t két ali ann Aotrou.
15. Ha Jozué a rôaz ar péoc’h d’ézhô ; ha goudé béza bét gréat kévrédigez gan̄t-hô, é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz na vijen̄t két lazet. Ha prin̄sed ar bobl a douaz ivé ann hévélep trâ d’ézhô.
16. Hôgen a-benn tri deiz goudé ma oa gréat ar gévrédigez, é klevchon̄t pénaoz é choumen̄t er vrô néz, ha pénaoz é oan̄t daré d’en em gavout é-touez hô zùd.
17. Bugale Israel ô véza savet hô c’hamp, a iéaz ann trédé deiz enn hô c’heriou, a béré éma aman̄ ann hanvou : Gabaon, ha Kafira, ha Bérot, ha Kariatiarim.
18. Ha n’hô lazchon̄t ket, ô véza ma hô dôa hé douet d’ézhô prin̄sed ar bobl é hanô ann Aotrou Doué Israel. Rak-sé ann holl bobl a grôzaz a-éneb ar brin̄sed.
19. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ar bobl : Touet hon eûz d’ézhô é hanô ann Aotrou Doué Israel ; ével-sé na hellomp két lakaad hon dourn war-n-ézhô.
20. Hôgen chétu pétrâ a raimp d’éz-hô : miret é vézô evit-gwîr hô buez d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfé da zével drouk enn Aotrou enn hon énep, mar teûfemp da derri hon lé. (T).
21. Hôgen béva a rain̄t enn hévélep doaré, ma trouc’hin̄t ha ma tougin̄t ar c’heûneûd hag ann dour a vézô réd évit servich ann holl bobl.
22. Jozué a c’halvaz ar Gabaonited, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâg eo bét fellet d’é-hoc’h hon touella gan̄d hô kevier, ô lavarout : Choum a réomp pell diouz-hoc’h ; pa eo gwîr pénaoz émoc’h enn hor c’hreiz ?
23. Râk-sé é viot dindân ar valloz, hag é vézô bépréd enn hô kwenn tûd péré a drouc’hô ar c’heûneûd, hag a zougô ann dour évit ti va Doué.
24. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄ ; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét ; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.
25. Hôgen bréma émomb étré da zaouarn : grâ enn hor c’hén̄ver ar péz a gavi mâd ha reiz.
26. Jozué a réaz éta ével m’en dôa lavaret : hô zenna a réaz eûz a zaouarn bugalé Israel, hag é viraz oud ar ré-man̄ n’hô lazchen̄t.