27. Hag hén̄ a reizaz enn deiz-zé pénaoz é vijen̄t da vévellou d’ann holl bobl, ha da aoter ann Antrou ; ha pénaoz é trouc’hchen̄t ar cheûneûd hag é tougchen̄t ann dour el léac’h a vijé dilennet gan̄d ann Aotrou, ével ma réon̄t c’hoaz béteg henn.
1. Pa glevaz Adonisédek, roué Jéruzalem, pénaoz en dôa Jozué kéméret ha disman̄tret ar géar a Hai (rag gréat en dôa é kén̄ver Hai hag hé roué, ével m’en dôa gréat é-kén̄ver Jériko hag hé roué) ; ha pénaoz é oa en em lékéat ar Gabaonited a dû gan̄t bugalé Israel ; hag hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-hô,
2. É oé spoun̄tet-brâz. Rag Gabaon a oa eur géar vrâz, hag unan eûz a gériou ar roué, ha brasoc’h égéd ar géar a Hai ; hag hé vrézélidi a oa holl tûd eûz ar ré galounéka.
3. Adonisédek, roué Jéruzalem, a gasaz éta étrézég Oham, roué Hébron, hag étrézé Faram, roué Jérimot, hag étrézé Jafia, roué Lakis, hag étréze Dabir, roué Églon, évit lavarout d’ézhô :
4. Deûit d’am c’havout, ha rôit kenners d’in, évit ma raimp ar brézel d’ar Gabaonited, péré a zô en em lékéat a dû gan̄t Jozué ha gan̄t bugalé Israel.
5. Ar pemp roue ann Amorréed en em zastumaz éta kévret, roué Jéruzalem, roué Hébron, roué Jérimot, roué Lakis, roué Églon ; hag é kerzchon̄t gan̄d hô holl vrézélidi, hag é lékéjon̄t hô champ enn-drô da C’habaon evid hé grounna.
6. Hôgen tûd Gabaon pa wélchon̄t hô c’héar grounnet, a gasaz étrézé Jozué, péhini a oa neûzé e kamp Galgala, evit lavarout d’ézhan̄ : Plijet gan-éz rei da zaouarn da genners d’as servicherien : deûz buan d’hon tenna a boan oc’h hor skoazella ; rag holl rouéed ann Amorréed péré a choum er ménésiou, a zô en em zastumet enn hon énep.
7. Jozué a gerzaz éta eûz a C’halgala, ha gan̄t-han̄ ar vrézélidi eûz hé armé, péré a oa eûz ar ré galounéka.
8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué : n’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn ; hag hini anézhô na hellô énébi ouz-id.
9. Jozué éta ô véza deûet a-héd ann nôz eûz a C’halgala, en em strin̄kaz war-n-ézhô enn-eunn-taol.
10. Hag ann Aotrou a reûstlaz anézhô a zirâg Israel, hag a skôaz war-n-ézhô eur gouli brâz war harz Gabaon : Jozué a iéaz war hô lerc’h dre ann hen̄t a biñ étrézé Belhoran, hag é tarc’haouaz gan̄t-hô bétég Azéka ha Maséda.
11. Ha pa dec’hen̄t araok bugalé Israel, ha ma oan̄t é diskenn Bethoron, ann Aotrou a lékéaz da gouéza mein brâz eûz ann en̄v war-n-ézhô bétég Azéka : ha kalz mui anézhô a oé lazet gan̄d ar vein-zé é-doaré kazarc’h, égét gan̄t klézé bugalé Israel.
12. Neûzé Jozué a gomzaz oud ann Aotrou, enn deiz-zé é péhini en dôa lékéat ann Amorréed étré daouarn bugalé Israel, hag é lavaraz dira-z-hô : Héol, na gerz két étrézé Gabaon ; na té, loar, war-zû traon̄ien Ajalon.
13. Hag ann héol hag al loar a choumaz krenn enn-eunn-taol (T), ken na oé ar bobl en em ven̄jet eûz hé énébourien. Ha né d-eo két skrivet kémen̄t-sé é levr ar ré wirion ? Ann héol éta a arzaôaz é-kreiz ann én̄v, ha na hastaz két mon̄d da gouska é-pâd eunn dervez.
14. Biskoaz deiz, na ken̄t na goudé, na oé kenn hir hag hen-nez, ann Aotrou ô véza neûzé sen̄tet out mouéz eunn dén, hag ô véza stourmet évid Israel.
15. Jozué a zistrôaz neûzé da gamp Galgala gan̄d holl vugalé Israel.
16. Rag ar pemp roué a oa tec’het, hag a oa éat da guza enn eur c’héô eûz a géar Maséda.
17. Lavaret é oé da Jozué pénaoz tûd hô dôa kavet ar pemp roue kuzet enn eur c’héô eûz a géar Maséda.