Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/291

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
levr josué.

wastaz anézhi. Laza a réaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er géar-ze, hag er c’heriou all ; ha na lézaz ket enn-hô ann distéra dén. Ével m’en doa gréat é Hébron hag é Lebna, hag é kén̄ver hô rouéed, é réaz é Dabir, hag é-kén̄ver hé roué.

40. Jozué éta a wastaz ann holl vrô, kenn é tû ar ménésiou hag ar c’hrésteiz, kenn er gompézen, hag é Asédot, gan̄d hô rouéed. Na lézaz két enn-ho ann distéra dén : hogen laza a réaz kémen̄d en dôa buez, ével m’en dôa gourc’hémennet dézhan̄ ann Aotrou, Doué Israel,

41. Adalek Kadezbarné bété Gaza. Holl vrô Gosen bété Gabaon

42 A géméraz ivé enn eunn taol, hag hé gwastaz, gan̄d hé holl rouéed hag ho douarou ; rag ann Aotrou Doué a stourmaz évit-han̄.

43. Ha Jozué a zistrôaz gan̄d Israel holl da C’halgala é péléac’h édo hé gamp.


————


XI. PENNAD.


Jozué a laka ann tân é Ator hag é meûr a géar all.


1. Pa glevaz kémen̄t-sé Jabin, roué Asor, é kasaz étrézé Jobab, roué Madon, hag étrézé roué Seméron, hag étrézé roué Aksaf ;

2. Hag étrézé rouéed ann han̄ter-nôz, pere a choumé er ménésiou, hag er gompézen war-zû ar c’hrésteiz eûz a Généret, hag ivé er mésiou, hag é brô Dor a-héd ar môr :

3. Étrézég ar C’hananéed war-zû ar sâv-héol hag ar c’hûs-héol ; hag étrézég ann Amorréed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuzéed er ménésiou ; hag étrézég ann Hévéed, péré a choumé é traon̄ ménez Hermon, é douar Masfa.

4. Don̄d a réjon̄d holl er-méaz gan̄d hô brézélidi, péré a réa eul lôd brâz-meûrbéd a dûd, ével ann tréaz a zô war aot ar môr ; hag ivé eunn niver brâz a gézek hag a girri.

5. Hag ann holl rouéed-zé en em zastumaz war-zû doureier Mérom, évit stourmi a-éneb Israel.

6. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : N’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râk war-c’hoaz d’ann hévéleb heur hô likinn holl étré da zaouarn, évit béza trec’het dirâg Israel. Trouc’ha a rî nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévi ho c’hirri.

7. Jozué a zeûaz éta enn-eunn-taol a-énep d’ézhô gan̄d hé holl armé, hag hî en em strin̄kaz war-n-ézhan ;

8. Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn bugalé Israel, péré a dréc’haz anézhô hag a iéaz war hô lerc’h bété Sidon ar vrâz, bété doureier Maséréfot, ha bété mésiou Masfa a zô war-zû ar sav-héol anézhi. Ével-se Jozué hô lazaz holl, hép ma choumaz ann distéra anézho.

9. Ober a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄ ; trouc’ha a réaz nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévaz hô c’hirri.

10. Hag ô véza distrôet râk-tâl, é kéméraz Asor, hag é lazaz hé roué gan̄d ar c’hlézé. Rag Asor a oa bét a béb amzer ar gen̄ta hag ar penn-kéar eûz ann holl rouan̄télésiou-zé.

11. Laza a réaz ar re holl a choumé er géar-zé : gwasta a réaz holl, ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén ; hag ar géar hé-unan a ziman̄traz gan̄d ann tân.

12. Kéméroud a réaz ivé hag é wastaz ann holl geriou trô-war-drô, hag é lazaz hô rouéed, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet dézhan̄ Moizez, servicher ann Aotrou.

13. Israel a zevaz ann holl geriou, néméd ar ré en em gavé war ar c’hrec’hiou ha war ann torgennou. Na oé devet eûz ar ré-man̄ néméd Asor, ô véza ma oa kré brâz.

14. Bugalé Israel a rannaz étré-z-hô ann holl breiz, ha loéned ar c’heriou-zé, goudé béza lazet ann holl dûd a oa enn-hô.

15. Ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hé zervicher, ével-sé é c’hourc’hémennaz ivé Moizez da Jozué ; hag hé-man̄ hô sévénaz holl ; na dréménaz dreist hini é-bêd