eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou da Voizez.
16. Jozué a géméraz éta ann holl vrô eûz ar ménésiou hag eûz ar c’hrésteiz, douar Gosen, hag ar gompézen, hag ann douar a oa oud ar c’hûs-héol, ha menez Israel hag hé vésiou :
17. Ha lôd eûz ar ménez a zâv étrézé Séir bété Baalgad, a-héd kompézen al Liban, a-îz ménez Hermon. Kéméroud a réaz hô holl rouéed ; skei a réaz gan̄t-hô hag hô lazaz.
18. É-pâd eunn amzer hirr é stourmaz Jozué oud ar rouéed-zé.
19. Na oé kéar é-béd a gémen̄t en em rôaz da vugalé Israel, néméd ann Hévéed, péré a choumé é Gabaon : hag holl hô c’héméraz ô stourmi.
20. Rag ioul Doué é oa bét é teûjé hô c’halounou da galédi, é stourmchen̄t a-éneb Israel, é vijen̄t diskaret, na zellézchen̄t trugarez é-béd, hag é teûjen̄t-da-gét, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.
21. Enn amzer-zé é kerzaz Jozué oud al lan̄gouinéien, é lazaz anézhô, hag hô dispennaz er ménésiou, é Hébron, é Dabir, hag é Anab, hag é holl vénez Juda hag Israel ; hag é tiskaraz hô holl geriou.
22. Na lézaz hini é-béd eûz a wenn al lan̄gouineien é douar bugalé Israel, néméd é keriou Gaza, ha Get, hag Azot, é péré hép-kén é lézaz eûz anezhô.
23. Jozué a géméraz éta ar vrô holl, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez ; hag é rôaz anézhi é kers da vugalé Israel, hervez hô lôdennou hag hô breûriézou : hag ar brézel a éhanaz er vrô.
1. Chétu aman̄ ar rouéed a zô bét tréc’hed gan̄d bugalé (T) Israel, hag a béré hô dôé ar vrô enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol, adalek froud Arnon bété ménez Hermon, hag holl zouar ar sâv-héol a zell oud ann distrô.
2. Sébon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, hag a réné adaleg Aroer a zô diazézet war c’hlan̄ froud Arnon, hag adalek kreiz ann draon̄ien, hag ann han̄ter eûz a C’halaad, bété froud Jabok, a zô war harzou bugalé Ammon ;
3. Hag adaleg ann distrô bété môr Kénéret, war-zû ar sâv-héol, ha bété môr ann distrô, péhini eo ar môr sall-meûrbéd, war-zû douar ar sâv-héol, a-héd ann hen̄t a gâs da Velsimot ; hag adalek tû ar c’hrésteiz, a-îz da Asédot, bété Fasga.
4. Harzou Og, roué Basan, eûz ar ré a choumé eûz a douez (T) al lan̄gouinéien, ha péhini a choumé é Astarot hag é Édrai, en em astenné adalek ménez Hermon, hag adalek Saléc’ha, hag holl zouar Basan, bétég harzou
5. Gelluri, ha Mac’hati, hag ann han̄ter eûz a C’halaad, péré a oa harzou Séhon, roué Hesébon.
6. Moizez, servicher ann Aotrou, ha bugalé Israel a drec’haz anézhô ; ha Moizez a rôaz hô brô é kers d’ar Rubénied, d’ar C’hadied ha da han̄ter-vreûriez Manasé.
7. Chétu aman̄ ar rouéed a drec’haz Jozué ha bugalé lsrael er vrô enn tû all d’ar Jourdan, war-zû douar ar c’hûs-héol, adalek Baalgad é méaz al Liban, béteg ar ménez a zâv étrézé Seir. Ha Jozué a rôaz hô brô é kers da vreûriézou Israel, da bép-hini hé lôd,
8. Kerkoulz er ménésiou, hag er c’hompézennou, hag er mésiou. Ann Hétéed, hag ann Amorréed, ar C’hananéed hag ar Férézéed, ann Hévéed hag ar Jébuzéed a choumé é Asédot, hag enn distrô, ha war-zû ar c’hrésteiz.
9. Béz éz oa eur roué Jériko, eur roué Hai, a zô war-harz Bétel,
10. Eur roué Jéruzalem, eur roué Hébron,
11. Eur roué Jérimot, eur roué Lakiz,
12. Eur roué Héglon, eur roué Gazer,