9. Ha Moizez enn deiz-zé a douaz, ô lavarout : Ann douar ma’z oud kerzet war-n-ézhan̄, a vézô é kers d’id, ha d’as pugalé da-vikenn, ô véza ma éc’h eûz heûliet ann Aotrou da Zoué.
10. Ann Aotrou en deûz va miret béô bétég-henn, ével m’en dôa hé wéstlet. Pemp ploaz ha daou-ugen̄t zô abaoé ma lavaraz ann Aotrou kémen̄t-sé da Voizez, pa gerzé Israel enn distrô : pemp ploaz ha pévar-ugen̄t ounn bréman̄ ;
11. Ha ker kré ounn ha ma oann enn amzer ma oenn kaset évid anaoud ar vrô : ann ners em bôa neûzé a zô choumet gan-én̄ bétég hiriô, hag évit brézélékaat, hag évit kerzout.
12. Rô d’in éta ar ménez-zé, en deûz gwéstlet ann Aotrou d’in, ével ma éc’h eûz hé glévet da-unan, war béhini éz eûz lan̄gouinéien ha keriou brâz ha kré, ma wélinn mar d-éma ann Aotrou gan-én̄, ha ma hellinn hô c’hâs-da-gét, ével ma en deûz hé wéstlet d’in.
13. Ha Jozué a vennigaz anézhan̄ ; hag é rôaz d’ézhan̄ Hébron e kers.
14. Hag abaoé neûzé Hébron a zô bét da Galeb, mâb Jéfoné ar C’hénézéad, bété vréma ; ô véza ma heûliaz ann Aotrou, Doué Israel.
15. Hébron a oa hanvet ken̄t Kariat-arbé, enn abek da eunn dén brâz-meûrbéd é-touez al lan̄gouineien a zô bét bésiet énô. Hag ar brézel a éhanaz neûze er vrô.
1. Chétu al lôden a rôaz ar sort da vugalé Juda, hervez hô c’héren̄tiézou : adaleg harzou Édom, distrô Sin, war-zû ar c’hrésteiz, bétég ar penn pella eûz a zouar ar c’hrésteiz.
2. Déraoui a ra er penn uc’héla eûz ar môr sall brâz, hag er môr bihan ha striz a zell oud ar c’hrésteiz.
3. En em astenna a ra out ménez ar grûg, hag é trémen é Sina : piña a ra étrézé Kadezbarné, hag é teû da Esron, ô piña étrézég Addar, hag ô trei war-zû Garkaa ;
4. Hag ô tréménout ac’hanô béteg Arsémona, hag ô ton̄t da froud ann Éjipt, hé benn pella a skô war ar môr brâz. Énô éma hé harzou war-zû douar ar c’hrésteiz.
5. War-zû ar sâv-héol é skô war ar môr sall-brâz, bétég ar penn pella eûz ar Jourdan ; ha war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar bék-môr bétég ann hévélep ster Jourdan.
6. Hé harzou a biñ da Vet-hagla, hag a drémen eûz ann han̄ter-nôz da Vet-araba ; hag é piñ da véan Boen, mâb Ruben :
7. Hag oc’h en em astenna bétég harzou Débéra é traon̄ien Akor, war-zû ann han̄ter-nôz, é sell out Galgala, péhini a zô râg-énep da dorgen Adommim, war-zû ar c’hresteiz eûz ar froud : treûzi a ra ann douréier a c’halveur feun̄teun ann héol, hag hé benn pella a skô war feun̄teun Rogel.
8. Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem : hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz ;
9. Hag é trémen adalek lein ar ménez bété feun̄teun Neftoa, hag en em astenn bété bourc’hiou ménez Éfron : ha neûzé é tiskenn étrézé Baala, péhini eo Kariatiarim. da lavaroud eo, kéar ar c’hoajou ;
10. Hag eûz a Vaala é trô war-zû ar c’hûs-héol, bété ménez Seir ; hag é trémen léz ménez Jarim, war-zû ann han̄ter-nôz, étrézé Keslon ; hag é tiskenn étrézé Bétsamez ; hag é trémen dré Damna ;
11. Hag é teû râg-énep d’ann han̄ter-nôz a dû da Akaron ; é tiskenn étrézé Sékrona ; é trémen dré vénez Baala, en em astenn bété Jebnéel, hag hé benn pella a skô war ar môr brâz, war-zû ar c’hûs-héol.
12. Ar ré-zé eo harzou bugalé Juda trô-war-drô, hervez hô c’héren̄tiézou.
13. Hôgen Jozué a rôaz da Galeb, mâb Jéfoné, évid hé lôden é kreiz bu-