Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
levr josué.



XIX. PENNAD.


Lôden Siméon, Zabulon, Isakar, Aser, Neftali, Dan ha Jozué.


1. Hag ann eil lôden a zigwézaz da vugalé Siméon, hervez hô c’héren̄tiézou ; hag hô digwéz

2. A oé é-kreiz douarou bugalé Juda : Bersabéé, ha Sabéé, ha Molada,

3. Hag Hasersual, ha Bala, hag Asem,

4. Hag Heltolad, ha Bétul, hag Harma,

5. Ha Siséleg, ha Betmarc’habot, hag Hasersuza,

6. Ha Betlébaot, ha Sarohen : trizék kéar hag hô bourc’hiou.

7. Ain, ha Remmon, hag Atar, hag Asan : péder c’héar hag hô bourc’hiou.

8. Ann holl vourc’hiou trô-war-drô d’ar c’heriou-zé bété Baalat, ha Béer, ha Ramat, râg-énep da zouarou ar c’hrésteiz. Houn-nez eo digwéz bugalé Siméon hervez hô c’héren̄tiézou,

9. É douarou hag é kordennadou bugalé Juda, ô véza ma eo brasoc’h hô c’hers. RAk-sé eo hô dôé bugalé Siméon hô lôden é-kreiz hô digwéz.

10. Hag ann drédé lôden a zigwézaz da vugalé Zabulon hervez hô c’héren̄tiézou : hag ar penn pella eûz hô douarou a iéa bété Sarid.

11. Hag é piñon̄t eûz ar môr hag eûz a Vérala, hag é teûon̄t da Zebbazet, béteg ar froud a zô out Jékonam.

12. Hag é tistrôon̄t eûz a Zared war-zû ar sâv-héol é harzou Késélettabor ; hag éz éon̄t étrézé Dabéret, hag é piñon̄t rag-énep da Jafié.

13. Hag ac’hanô é tréménon̄t bétég ann douarou eûz ar sâv-héol eûz a C’het-héfer, hag eûz a Dakasin ; hag éz éon̄t étrézé Remmon, Amtar ha Noa.

14. Hag é trôon̄t war-zû ann han̄ter-nôz eûz a Hanaton : hag éz éont é traon̄ien Jeftahel,

15. Ha da Gated, ha da Naalol, ha da Séméron, ha da Jédala, ha da Vetléhem : daouzék kéar hag hô bourc’hiou.

16. Houn-nez eo digwéz breûriez Zabulon hervez hô c’heren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

17. Ar bevaré lôden a zigwézaz da Isakar hervez hé géren̄tiézou ;

18. Hag hé zigwéz a oé Jezrael, ha Kasalot, ha Sunem,

19. Hag Hafaraim, ha Séon, hag Anaharat,

20. Ha Rabbot, ha Sesion, hag Abez,

21. Ha Ramet, hag Engannim, hag Enhadda, ha Betfesez.

22. Hag hé harzou a zeûé bété Tabor, ha Séhésima, ha Betsamez, hag hé benn pella a skôé war ar Jourdan : c’houézek kéar hag hô bourc’hiou.

23. Houn-nez eo digwéz bugalé Isakar hervez hô c’héren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

24. Hag ar bempved lôden a zigwézaz da vreûriez bugalê Aser hervez hô c’héren̄tiezou ;

25. Hag hô harzou a oé Halkat, ha Chali, ha Béten, hag Aksaf,

26. Hag Elmélec’h, hag Amaad, ha Mésal : hag éz éjon̄t béte Karmel ar môr, ha Sihor, ha Labanat.

27. Hag é tistrôon̄t oud ar sâv-héol eûz a Vetdagon ; hag é tréménon̄t bété Zabulon ha traon̄ien Jeftael, war-zû ann han̄ter-nôz, ha bété Bélémek ha Néhiel : hag ez éon̄t war ann dourn kleiz étrézé Kabul,

28. Hag Abran, ha Rohob, hag Hamon, ha Kana, bété Sidon ar brâz ;

29. Hag é tistrôon̄t étrézég Horma bété Tîr, ar géar kré-brâz, ha bétég Hosa : hag é kéméron̄t hô divez oud ar môr, é kordennad Ac’hziba ;

30. Hag Amma, hag Afek, ha Rohab : diou géar warn-ugen̄t hag hô bourc’hiou.

31. Houn-nez eo digwéz bugalé Aser hervez hô c’héren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

32. Ar c’houec’hved lôden a zigwézaz da vugalé Neftali, hervez hô c’héren̄tiézou.

33. Hag hô harzou a zéraou é Hétef hag Élon é Saananim, hag Adami, a zô ivé Néseb, ha Jebnael bété Lékom ; hag é kéméron̄t hô divez oud ar Jourdan :