dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h ;
16. O véza ma hô pézô torret ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou, hô Toué, gan-é-hoc’h, ma hô pézô servichet hag azeûlet douéed a ziavéaz : ha râk-tâl é savô buanégaz ann Aotrou ouz-hoc’h, hag e viot lamet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h.
1. Ha Jozué a zastumaz holl vreûriézou Israel é Sichem, hag a c’halvaz ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar varnerien, hag ar pennou-kéar ; hag ar ré-man̄ a choumaz enn hô zâ dirâg ann Aotrou ;
2. Hag hén̄ a gomzaz ével-henn oud ar bobl : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Hô tadou, Taré, tâd Abraham, ha Nakor, a zô bét ô choum enn tû all d’ar ster er penn ken̄ta ; hag hî hô deûz servichet douéed a-ziavéaz.
3. Tenna a rîz éta hô tâd Abraham eûz a harzou ar Mézopotamia, hag é kasiz anézhan̄ é douar Kanaan ; hag é kreskiz hé wenn ;
4. Hag é rôiz d’ézhan̄ Izaak : ha da Izaak é rôiz Jakob hag Ézan. Da Ézan é rôiz ménez Seir é kers ; hôgen Jakob hag hé vugale a ziskennaz d’ann Éjipt.
5. Kâs a riz Moizez hag Aaron, hag é skôiz ann Éjipt gan̄t kalz a arouésiou hag a vurzudou.
6. Ha mé hô tennaz eûz ann Éjipt, c’houi hag hô tadou, hag é teûjot étrézég ar môr : hag ann Éjiptianed a iéaz war-lerc’h hô tadou gan̄t kirri ha marc’hein, bétég ar môr Rûz
7. Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô :
8. Hag hô lékéat em eûz da von̄t é douar ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan. Ha pa stourmen̄t ouz hoc‘h, mé em eûz hô lékéat étré hô taouarn ; hag oc’h deûet da véza perc’hen enn (T) hô douar, goudé béza hô lazet.
9. Hôgen Balak, mâb Séfor, roué Moab, a zavaz hag a stourmaz oud Israel. Hag hén̄ a gasaz Bataam, mâb Béor, évid hô milliga.
10. Ha na fellaz ket d’in hé zélaoui, hôgen enn-énep é vennigiz ac’hanoc’h dré-z-han̄, hag hô tenniz eûz hé zaouarn.
11. Treûzi a réjot ar Jourdan, hag é teûjot da Jériko, ha tûd ar géar-zé a stourmaz ouz-hoc’h, ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Gerjéséed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed ; ha mé hô lékéaz étré hô taouarn.
12. Hag é kasiz enn hô raok sardoned, hag é taoliz anézhô eûz hô brô, da lavaroud éo, daou roué d’ann Amorréed, nann dré hô klézé, na dré hô kwarek.
13. Ha mé a rôaz d‘é-hoc’h eunn douar, é péhini n’hô pôa két labouret, ha keriou ha n’hô pôa két savet, évit choum enn-hô, gwini hag olived ha n’hô pôa két plan̄tet.
14. Doujid éta bréma ann Aotrou, ha servichit anézhan̄ gan̄d eur galoun klôk ha gwirion : lamit ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mézopotamia hag enn Éjipt, ha servichit ann Aotrou.
15. Hôgen mar gwélit é vé drouk d’é-hoc’h servicha ann Aotrou, eo rôet ar c’hemm d’é-hoc’h ; dilennid hiriô ar péz a blijô gan-é-hoc’h ; pétrâ eo gwell d’é-hoc’h da zervicha, pé ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mêzopotamia, pé douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit : hôgen évid-oun ha va zî é servichimp ann Aotrou.
16. Hag ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Doué ra virô ma tilézimp