piet gan̄d dour. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar a oa dour enn-han̄ war-laez hag ouc’h-traon̄.
16. Hôgen bugalé ar C’hinéad, kar Moizez, a biñaz eûz a géar ar palmez gan̄t bugalé Juda, d’ann distrô eûz hé zigwéz a zô war-zû ar c’hrésteiz eûz a Arad, hag é choumchon̄t gan̄t-hô.
17. Hôgen Juda a iéaz gan̄t Siméon hé vreûr, hag é trec’hon̄t ar C’hananéed péré a choumé é Séfaat ; hag é lazchon̄t anézhô. Hag ar géar-ze a oé hanvet Horma, da lavaroud eo, anaoué.
18. Juda a géméraz ivé Gaza gan̄d hé harzou, hag Askalon, hag Akkaron gan̄d hô harzou.
19. Hag ann Aotrou a oé gan̄t Juda, hag hén̄ a berc’hennaz ar vrôiou ménésiek : hôgen na hellaz két tréc’hi tûd ann draon̄ien, ô véza m’hô dôa kalz a girri falc’hek.
20. Hag hî a rôaz, ével m’en dôa lavaret Moizez, Hébron da Galeb, péhini a lazaz enn-hi tri mâb Énak.
21. Hôgen bugalé Ben̄jamin na lazchon̄t két ar Jébuzéed peré a choumé é Jéruzalem : hag ar Jébuzéed a choumaz é Jérusalem gan̄t bugalé Ben̄jamin hag a zô choumet bété vréman̄.
22. Ti Jozef a biñaz ivé da Vétel, hag ann Aotrou a oé gan̄t-hô ;
23. Râk pa c’hrounnen̄t kéar, a oa hanvet Luza ken̄t,
24. É wélchon̄t eur goaz a zeûé er-méaz eûz a géar, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Diskouéz d’é-omp dré béléac’h é helleur mon̄d é kéar, hag é raimp trugarez d’id.
25. Ha pa en dôé hé ziskouézet d’ézhô, ar ré-man̄ a lazaz gan̄d ar c’hlézé holl dûd kéar : hôgen lézel a réjon̄t da von̄t ar goâz-zé hag hé holl geren̄t.
26. Hé-man̄ ô véza bét kaset-kuît a iéaz da vrô Hettim, hag a zavaz énô eur géar, a hanvaz Luza, hag a zô c’hoaz hiriô hanvet ével-sé.
27. Manasé ivé na zisman̄traz két Belsan ha Tanak gan̄d hô bourc’hiou, nag ar ré a choumé é Dor, hag é Jéblaam, hag é Mageddo gan̄d hô bourc’hiou ; hag ar C’hananeed a zéraouaz da choum gan̄t-hô.
28. Hôgen goudé ma oé deûet Israel da grévaat, é lékéaz anézhô da baéa gwiriou d’ézhan̄, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét.
29. Éfraim ivé na lazaz két ar C’hananéed a choumé é Gazer ; hôgen choum a réaz gan̄t-hô.
30. Zabulon na zispennaz két ar ré a choumé é Sétron hag é Naalol ; hôgen ar C’hananéed a choumaz enn hô zouez, hag é paéchon̄t gwiriou d’ézhan̄.
31. Aser ivé na zispennaz két ar ré a choumé é Akko, hag é Sidon, hag é Ahalab, hag é Ac’hazib, hag é Helba, hag é Afek, hag é Rohob.
32. Hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, ha na lazaz két anézhô.
33. Neftali ivé na zisman̄trâz két ar ré a choumé é Betsamer, hag é Bétanat : hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, hag ar Bétsamited hag ar Bétanited a baeaz gwiriou d’ézhan̄.
34. Ann Amorréed a strizaz bugalé Dan er ménez, hép rei d’ézhô léac’h da ziskenni d’ar gompézen :
35. Hag hî a choumaz war vénez Harez, da lavaroud eo, ménez ar pri, é Ajalon hag é Salébim. Ha galloud tî Jozef a grévaaz, hag ann Amorréed a baéaz gwiriou d’ézhan̄.
36. Hôgen harzou brô ann Amorréed a oé adalek kréac’h ar grûg, bété Pétrâ, hag al lec’hiou uc’héloc’h.
1. Hôgen eunn Éal d’ann Aotrou a biñaz eûz a C’halgala d’al léac’h han̄vet ar wélerien, hag a lavaraz : Hô tennet em eûz eûz ann Éjipt, hag hô lékéat da von̄t enn douar diwar-benn péhini em bôa touet d’hô tadou : ha rôet em eûz va gér d’é-hoc’h pénaoz na dorrchenn bikenn ar gévrédigez em eûz gréat gan-é-hoc’h,