dôa skôet : ha râk-tâl ar mon a darzaz er-méaz dré al lec’hiou kûz eûz ar c’hôf.
23. Hôgen Aod, ô véza serret gan̄d évez mâd dôriou ar gambr, hag ô véza stardet ar poten,
24. A iéaz er-méaz dré ann ôr adré. Koulskoudé servicherien ar roué ô véza deûet dî, a wélaz dôr ar gambr serret, hag é léverchon̄t : Martézé é skarz hé gôv enn hé gambr han̄v.
25. Ha goudé béza gortozet pell, kén n’hô dôé méz, hag ô wélout pénaoz na zigoré dén, é kémèrchon̄t ann alc’houéz ; hag ô véza digoret, é kavchon̄t hô Aotrou gourvézet war ann douar hag hén̄ marô.
26. Hôgen Aod, é-pâd ma oan̄t saouzanet, a déc’haz-kuît, hag ô véza tréménet léac’h ann idolou, a béléac’h é oa distrôet, é teûaz da Zéirat :
27. Ha râk-tâl é sonaz gan̄d ar c’horn-boud war vénez Éfraim ; ha bugalé Israel a ziskennaz gan̄t-han̄, hag hén̄ enn hô raok.
28. Hag Aod a lavaraz d’ézhô : Deûit war va lerc’h ; râg ann Aotrou en deûz lékéat ar Voabited hon énébourien étré hon daouarn. Bugalé Israel a ziskennaz éta war hé lerc’h, hag é kémerchon̄t gwéviou ar Jourdan a gâs da Voab : ha na lézchon̄t da dréménout hini eûr ar Voabited.
29. Hôgen laza a réjon̄t enn amzer-zé ar Voabited war-drô dék mil anézhô, tûd kré ha kalounek holl.
30. Ha Moab a oé izéléet enn deiz-zé dindân dourn Israel : hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd pévar-ugen̄t vloaz.
31. Goudé hé-man̄ é oé Samgar, mâb Anat, péhini a lazaz c’houec’h kan̄t Filistin gan̄d eur souc’h : hag hén̄ ivé a zifénnaz Israel.
1. Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod ;
2. Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn Jabin, roué Kanaan, péhini a réné é Asor. Penn hé arme a oa hanvet Sisara, hag a choumé é Haroset, kéar ar brôadou.
3. Ha bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou : râk Jabin en dôa naô c’han̄t karr falc’hek, ha gwasket en dôa war-n-ézhô é-pâd ugen̄t vloaz.
4. Hôgen Debbora ar brofédez, grég Lapidot, a varné ar bobl enn amzer-zé.
5. Hag hî a azézé dindân eur wézen balmez a oa bét galvet eûz hé hanô, étré Rama ha Bétel war vénez Éfraim : ha bugalé Israel a biñé d’hé c’havout enn hô holl strivou.
6. Hag hî a gasaz da c’hervel Barak, mâb Abinoem, eûz a Zédez Neftali, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ann Aotrou Doué Israel a ra ar gourc’hémenn-man̄ d’id : kéa, ha kâs ann armé war vénez Tabor, ha kémer gan-éz dék mil brézéliad eûz a vipien Neftali hag eûz a vipien Zabulon :
7. Hôgen mé a gasô d’id el léac’h ma éma froud Kison, Sisara penn armé Jabin, hag hé girri, hag hé holl dûd, hag é likiinn anézhô étré da zaouarn.
8. Ha Barak a lavaraz d’ézhi : Mar teûez gan-én̄, éz inn : ma na fell két d’id don̄t gan-én̄, n’az inn két.
9. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rinn gan-éz ; hôgen évid ar véach-man̄ ar gounid na vézô két rôet d’id, ô véza ma vézô lékéat Sisara étré daouarn eur vaouez. Debbora a zavaz éta, hag a iéaz gan̄t Barak da Zédez.
10. Hé-man̄ o véza lékéat da zon̄t mipien Zabulon ha Neftali, a biñaz gan̄t dék mil brézéliad, ha Debbora gan̄t-han̄.
11. Hôgen Haber ar Sinéad a oa en em dennet gwéchall eûz a douez hé vreûdeûr all ar Sinéed, mipien Hobab, kâr da Voizez : hag hén̄ en dôa displéget hé deltou bétég ann draon̄ien hanvet Sennim ; hag édo tôst da Zédez.
12 Lavaret é oé da Zisara pénaoz é oa piñet Barak, mâb Abinoem, war vénez Tabor :
13. Hag hén̄ a zastumaz hé naô