11. El léac’h ma eo bét torret ar c’hirri ha ma eo bét tréc’het armé ann énébourien, énô é vézô lavaret péger féal ha péger mâd eo ann Aotrou (T) é-kén̄ver ar ré galounek eûz a Israel : Neûzé pobl ann Aotrou a zô diskennet é-tâl ar persier, hag en deûz bét ar galloud.
12. Saô, saô, Debbora, saô, saô, ha kân eur ganaouen. Saô Barak, ha krâp enn da sklaved, mâb Abinoem.
13. Ar ré a choumé eûz a douez ar bobl a zô bét savétéet, ann Aotrou en deûz stourmet er ré gré.
14. Gan̄t Éfraim en deûz hô dispennet é Amalek, hag enn hé-c’houdé Ben̄jamin enn da boblou, ô Amalek. Diskennet eo ar brin̄sed eûz a Vac’hir, hag eûz a Zabulon, évit kâs ann armé d’ar brézel.
15. Pennou vrâz Isakar a zô savet gan̄d Debbora, hag hî a zô éat war roudou Barak, péhini a zô en em daolet er riskl, ével enn eunn torrôd hag enn eul loun̄k. Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.
16. Pérâg é choumez-té étré daou harzou, évit klevout bléjadennou ar chatal ? Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.
17. Galaad a choumé enn éhan enn tû all d’ar Jourdan, ha Dan a ioa gan̄t hé listri-vôr ; Aser a choumé war aod ar môr hag a ziskuizé enn hé borsiou.
18. Hôgen Zabulon ha Neftali a zô en em lékéat é-tal da goll hô buez é brô Méromé. (T).
19. Deûed eo ar rouéed, ha stourmet hô deûz ; rouéed Kanaan hô deûz stourmet é Tanac’h, é-harz douréier Mageddo, ha koulskoudé n’hô deûz kéméret preiz é-béd.
20. Stourmet eo bét out-hô eûz ann én̄v : ar stéred, ô choum enn hô reiz hag enn hô zrô, hô deûz stourmet out Sisara.
21. Froud Sison é deûz kaset gan̄t-hi hô c’horfou-marô, froud Kadumien, froud Sison : ô va éné, flastr ar ré gré.
22. Karn ar c’hézek a zô kouézet, gan̄d ann err eûz ar ré a déc’hé hag eûz ar ré gréva é-touez ann énébourien péré en em strinké enn torrôd.
23. Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou : milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.
24. Benniget ra vézô étré ann holl c’hragez Jahel, grég Haber ar Sinéad, ha benniget ra vézo enn hé zelt.
25. D’ann hini a c’houlenné dour é rôaz léaz : é léstr ar brin̄sed é rôaz dienn dézhan̄.
26. Gan̄d hé dourn kleiz é kéméraz ann tâch, ha gan̄d hé dourn déou morzol ar vécherourien ; hag ô klask al léac’h eûz ar penn é péhini é râjé ar gouli, é san̄kaz ann tâch é ividik Sisara.
27. Oud hé zreid é kouézaz-hén̄ : tréménoud a réaz hag é varvaz : en em ruḻa a réaz oud hé zreid, hag é c’hourvézaz hep buez ha reûzeûdik.
28. Hé vamm ô sellout dré ar prénestr a iouc’hé hag a lavaré eûz hé c’hambr : Pérâg é talé hé garr da zistrei ? Pérâg é talé treid hé bévar marc’h ?
29. Unan eûz ar ré fura eûz hé c’hragez, a gomzaz ével-henn oud hé mamm-gaer :
30. Martézé bréma é rann ar preiz, hag é tilenneur évit-han̄ ar gaéra eûz ar merc’hed : diḻad morellet a rôeur da Zisara évid hé lôden, hag é tastumeur ar broudérézou ar ré vrava évit lakaad oud hé c’houzoug.
31. R’az ai-da-gét ével-sé da holl énébourien, ô Aotrou ; hôgen ar ré as kar, ra lugernin̄t é c’hiz ma lûc’h ann héol pa zâv.
32. Hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz.
1. Hôgen bugalé Israel a réaz drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz