Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
ar varnerien.

22. Ha Gédéon ô wélout pénaoz é oa éal ann Aotrou, a lavaraz : Allaz, Aotrou va Doué, gwélet em eûz éal ann Aotrou dremm-ouc’h-dremm.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Ar péoc’h ra vézô gan-éz : n’az péz két a aoun, na varvi két.

24. Gédéon a zavaz éta énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a c’halvaz anézhi péoc’h ann Aotrou, hag a wéleur c’hoaz hiriô. Ha pa édô c’hoaz é Éfra, a zô é kers tiad Ezri,

25. Enn nôz-zé ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer tarô da dâd hag eunn tarô all en dévézô seiz vloaz, ha diskar ann aoter Baal a zô d’as tâd, ha trouc’h réz ann douar ar c’hoat a zô enn-drô d’ann aoter ;

26. Hag é savi eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué war benn ar méan-zé, war béhini éc’h eûz ken̄t kenniget eur sakrifiz : hag é kéméri ann eil darô hag é kennigi anézhan̄ ével eur sakrifiz-losk war eur bern-keûneûd eûz ann hini éz pézô trouc’het er c’hoat.

27. Gédéon éta ô véza kéméret dék dén eûz hé vévellou, a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hôgen gan̄d aoun râk tî hé dâd, ha râk tûd ar géar-zé, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber a-héd ann deiz, hôgen a-héd ann nôz é réaz pép trâ.

28. Ha pa zavaz diouc’h ar min̄tin tûd ar géar-zé, é wélchon̄t aoter Baal diskaret, hag ar c’hoat trouc’het, hag ann eil darô lékéat war ann aoter névez-savet.

29. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : Piou en deûz gréat ann dra-zé ? Ha pa en̄klasken̄t piou en dôa hé c’hréat, é oé lavaret : Gédéon, mâb Joas, eo en deûz gréat kémen̄t-sé.

30. Hag hî a lavaraz da Joas : Digas da vâb aman̄, ma vézô lékéat d’ar marô, dré ma en deûz diskaret aoter Baal ha ma en deûz trouc’het ar c’hoat.

31. Ha Joas a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi eo ven̄jerien Baal, évit ma stourmot évit-han̄ ? Néb a zô da énébour d’ézhan̄ ra varvô abarz ma vézô tarzet ann deiz a war-c’hoaz : mar d-eo Baal eunn Doué, r’en em ven̄jô eûz ann hini en deûz diskaret hé Aoter.

32. Abaoé ann deiz-zé Gédéon a oé hanvet Jérobaal, ô véza m’en dôa lavaret Joas : R’en em ven̄jô Baal eûz ann hini en deûz diskaret hé aoter.

33. Koulskoudé ann holl Vadianited, hag ann Amalékited, ha poblou ar sâv-héol en em zastumaz holl ; ha goudé béza treûzet ar Jourdan, é steñchon̄t hô c’hamp é traon̄ien Jezrael.

34. Hôgen spéred ann Aotrou a zeûaz war Gédéon, péhini ô séni gan̄d ar c’horn-boud a zastumaz tî Abiézer, évit ma teûjé war hé lerc’h.

35. Hag hén̄ a gasaz kannaded dré holl vreûriez Manasé, péhini a zeûaz ivé war hé lerc’h : kannaded all a gasaz ivé da vreûriezou Aser ha Zabulon, ha Neftaii, péré a iéaz war hé arbenn.

36. Ha Gédéon a lavaraz da Zoué : Mar tieûbez Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret,

37. Lakaad a rinn ar c’hréon̄ c’hloan-man̄ war al leûr : mar kouéz ar glîz war ar c’hréon̄ hép-kén, ha mar choum séac’h ann douar holl, é wézinn pénaoz é tieûbi Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret.

38. Hag ével-sé é c’hoarvézaz. Hag hén̄, ô sével min̄tin mâd, a waskaz ar c’hréon̄ hag a gargaz leûn eur c’hôp gan̄d ar glîz.

39. Ha Gédéon a lavaraz c’hoaz da Zoué : Na zâv két da vuanégez ém énep mar teûann eur wéach c’hoaz da arnodi ac’hanod, ô klaskout eunn arouéz er c’hréon̄. Bézet, mé az péd, ar c’hréon̄ hép-kén séac’h, hag ann douar holl gléb gan̄d ar glîz.

40. Ha Doué a réaz enn nôz-zé ar péz en dôa goulennet ; ar c’hréon̄ hép-kén a oé séac’h hag ar glîz a gouézas war ann douar holl.


————


VII. PENNAD.


Gédéon gan̄t tri c’han̄t dén a zô tréac’h d’ar Vadianited.


1. Jérobaal éta, péhini a zô ivé Gédéon, ô véza savet min̄tin mâd, hag