Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
ar varnerien.

eûz ar c’hamp, hag ann tri-c’han̄t dén a oa gan̄t-han̄, pa édod ô lakaad ar c’héderien war-drô han̄ter-nôz. Ha pa oé dihunet ar c’héderien, en em lékéaz ar ré-man̄ da zéni gan̄d hô c’herniel-boud ha da steki hô fôdou ann eil oud égilé.

20. Ha goudé m’hô dôé sonet é tri léac’h enn-drô d’ar c’hamp, ha m’hô dôé torret hô fôdou, é talc’hchon̄t ar c’hleûzeûriou gan̄d ann dourn kleiz, ha gan̄d ann dourn déou ar c’herniel-boud gan̄d péré é sonen̄t : hag é c’harmchon̄t : Klézé ann Aotrou ha Gédéon.

21. Pép-hini a choumaz enn hé léac’h war-drô kamp ann énébourien. Ével-sé ann holl gamp a oé saouzanet, hag en em lékéjon̄t da c’harmi ha da dec’hout enn eur iuda.

22. Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô ;

23. Hag a dec’haz bété Betsetta, ha bété lézen Abelméhula é Tebbat. Hôgen tûd Israel eûz a vreûriez Neftali, eûz a Aser, hag eûz a holl Vanasé a c’harmé kévret hag a iéaz war-lerc’h ar Vadianited.

24. Ha Gédéon a gasaz kannaded war holl vénez Éfraim, évit lavarout : Diskennit da ziarbenna ar Vadianited, ha kémérit dré ners ann douréir bété Betbéra hag ar Jourdan. Hag holl Éfraim a c’harmaz, hag a géméraz dré ners ann douréier hag ar Jourdan bété Betbéra.

25. Hag hî ô véza kéméret daou eûz a brin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zéb, é lazchon̄t Oreb war véan Oreb, ha Zéb é waskel Zéb. Hag hî a iéaz war-lerc’h ar Vadianited, hag a gasaz pennou Oreb ha Zeb da C’hédéon enn tû all d’ar Jourdan.


————


VIII. PENNAD.


Gédéon a habaska mipien Éfraim. Marô Gédéon.


1. Ha mipien Éfraim a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg eo bét fellet d’id ôber ével-sé, ha n’éc’h eûz-té két hor galvet, pa oud éat da stourmi oud ar Vadianited ? Hag hî a grôzaz anézhan̄ stard, ha bétég en em ziboella out-han̄ kouls lavaret.

2. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a hellenn-mé da ôber hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat ? Ha né két gwelloc’h eur bôd rézin eûz a Éfraim, eget éost-rézin Abiézer ?

3. Ann Aotrou en deûz lékéat étré hô taouarn prin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zeb : pétrâ em eûz-mé gréat hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat ? Pa en dôé komzet ével sé, hô spéred a habaskaaz, pa oan̄t héget enn hé énep

4. Ha pa oé deûet Gédéon da ribl ar Jourdan, é treûzaz anézhan̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a ioa gan̄t-han̄, ha péré a oa ker skuiz na hellen̄t mui mon̄t war-lerc’h ann dec’herien.

5. Ha Gédéon a lavaraz da dûd Sokkot : Rôit bara, mé hô péd, d’ar bobl a zô gan-én̄, râk skuîz brâz in̄t ; évit ma hellimp mon̄t war-lerc’h Zébéé ha Salmana, rouéed Madian.

6. Hag ar pennou vrâz eûz a Sokkot a lavaraz : Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn, ha dré-zé éo é c’houlennez é rôjemb bara d’as armé.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pa en dévézô éta ann Aotrou lékéat Zébéé ha Salmana étré va douarn, é vrévinn hô korf gan̄d drein ha gan̄d dreiz eûz ann distrô.

8. Hag ô piña ac’hanô, é teûaz da Fanuel : hag é réaz ann hévélep goulenn oud tûd al léac’h-zé. Hag hî a respoun̄taz ével m’hô dôa respoun̄tet tûd Sokkot.

9. Hag hén̄ a lavaraz ivé d’ézhô : Pa vézinn distrô é péoc’h ha tréac’h, é tiskarinn ann tour-zé.

10. Hôgen Zébéé ha Salmana a éhané gan̄d hô holl armé. Pemzék mil dén na oa choumet kén eûz ann holl van̄dennou poblou eûz ar sâv-héol, goudé ma oé bét lazet c’houéac’h-ugen̄t mil brézéliad a denné ar c’hlézé.

11. Ha Gédéon ô piña dré hen̄t ar ré a choumé dindân teltou, war-zû ar sâv-héol eûz a Nobé hag eûz a Jegbaa,