war gamp ann énébourien, péré n’hô dôa tamm disfisians ha n’édon̄t war var a zrouk. (T).
12. Zébéé ha Salmana a dec’haz, ha Gédéon ô véza éat war hô lerc’h, hô c’héméraz goudé béza faézet hô holl armé.
13. Hag ô tistrei eûz ar brézel abarz ma oé savet ann héol,
14. É kéméraz eunn dén iaouan̄k eûz a dûd Sokkot, hag é c’houlennaz digan̄t-han̄ hanvou ar brin̄sed hag ann hénaoured eûz a Zokkot ; hag é skrivaz seiték ha tri ugen̄t.
15. Hag hén̄ a zeûaz étrézé tud Sokkot, hag a lavaraz d’ézhô : Chétu Zébéé ha Salmana diwarbenn péré hoc’h eûz va heskinet, ô lavarout : Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn. Ha dré-zé eo é c’houlennez é rôjemb bara d’ar ré a zô skuiz ha disléber.
16. Kéméroud a réaz éta hénaoured kéar, ha drein ha dreiz ann distrô, hag é vrévaz gan̄t-hô tûd Sokkot.
17. Tour Fanuel a ziskaraz ivé, goudé béza lazet tûd kéar.
18. Hag hén̄ a lavaraz da Zébéé ha da Zalmana : Pénaoz é oa ann dûd hoc’h eûz lazet é Tabor ? Hag hî a lavaraz : Hén̄vel ouz-id, hag unan anézhô ével mâb eur roué.
19. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Va breûdeûr oan̄t, mipien va mamm : béô eo ann Aotrou, ma ez pijé hô miret béô, na lazchenn két ac’hanoc’h.
20. Hag hén̄ a lavaraz da Jéter hé vap héna : Saô, ha lâz anézhô. Hôgen hé-man̄ na dennaz két hé glézé, râg aoun en dôa, ô véza né oa c’hoaz néméd eur bugel.
21. Neûzé Zébéé ha Salmana a lavaraz : Saô, té, hag en em daol war-n-omp : râk diouc’h ann oad éma ners ann dén. Gédéon a zavaz, hag a lazaz Zébéé ha Salmana ; hag hén̄ a géméraz ar c’hin̄klérézou hag ar bloukou a lékéeur peurvuia out gouzouk kan̄valed ar rouéed.
22. Hag holl oazed Israel a lavaraz da C’hédeon : Béz aotrou war-n-omp té, ha da vâb, ha mâb da vâb ; ô véza ma éc’h eûz hon tennet eûz a zaouarn ar Vadianited.
23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na vézinn két aotrou war-n-hoc’h, ha va mâb na vézô két ivez aotrou war-n-hoc’h, ann Aotrou eo a vézô aotrou war-n-hoc’h. (T).
24. Gédéon a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Eunn dra a c’houlennann digan-é-hoc’h ; rôit d’in al lagadennou skouarn a zô enn hô preiz : râg ann Ismaélited a zougé peûrvuia lagadennou-skouarn aour.
25. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : A galoun vâd hô rôimp. Hag ô véza astennet eur van̄tel war ann douar, é taolchon̄t war-n-ézhi al lagadennou-skouarn hô dôa bét eûz ar preiz.
26. Hag ar poéz eûz al lagadennou-skouarn en dôa goulennet Gédéon, a oé eûz a vil seiz kan̄t sikl aour, hép nivéri ar c’hin̄klérézou, hag ar c’helc’hennou, hag ar saéou limestra, a oa boazet rouéed Madian da zougen, hag hép nivéri goakoliou aour ar c’han̄valed.
27. Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).
28. Hôgen ar Vadianited a oé izéléet dirâk bugalé Israel, ha na helchon̄t mui sével hô fennou : hôgen ann douar a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz, ma oé Gédéon é penn d’ézhan̄.
29. Ha Jérobaal, mâb Joas, a iéaz hag a choumaz enn hé dî hé-unan :
30. Hag hén̄ en dôé dék mâb ha tri-ugen̄t, deûet eûz hé gorf hé-unan, ô veza m’en dôa kalz a c’hragez.
31. Hôgen hé zerc’h, en dôa é Sichem, a c’hanaz d’ezhan̄ eur mâb hanvet Abimélek.
32. Ha Gédéon, mâb Joas, a varvaz enn eur gôzni vâd, hag é oé béziet é béz Joas, hé dâd, é Éfra eûz a diad Ezri.
33. Hôgen goudé ma oé marô Gédéon, bugalé Israel en em zistrôaz hag en em zaotraz oc’h heûlia Baal. Hag hî a réaz kévrédigez gan̄t Baal, évit ma vijé da Zoué d’ézho :
34. Ha n’hô dôé mui a zonch eûz