eûz a dûd Sichem hag eûz a géar Mello, ha ra zévô Abimélek.
21. Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé, é tec’haz Joatan, hag éz éaz da Véra ; hag é choumaz énô gan̄d aoun râg hé vreûr Abimélek.
22. Abimélek a rénaz éta war Israel é-pâd tri bloaz.
23. Hôgen ann Aotrou a gasaz eur spéred a zroug étré Abimélek ha tûd Sichem : hag ar ré-man̄ a zeûaz d’hé argarzi,
24. Ha da deûrel war Abimélek, hô breûr, ha war ar brin̄sed all eûz a Zichem, ann torfed da véza lazet ann dék mâb ha tri-ugen̄t eûz a Jérobaal, ha da véza skuḻet hô goâd. (T).
25. Hag hî a lékéaz spiou d’ézhan̄ war lein ar ménésiou : hag ô chéda ma teûjé, en em rôen̄t d’al laéron̄si, hag é preizen̄t ann dréménidi. Hôgen rôet é oé da anaout kémen̄t-sé da Abimélek.
26. Koulskoudé Gaal, mâb Obed, a zeûaz gan̄d hé vreûdeûr, hag a dréménaz é Sichem. Tûd Sichem, oc’h hé wélout enn hô zouez (T),
27. A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin : hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué ; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
28. Ha Gaal, mâb Obed, a c’harmé, ô lavarout : Piou eo Abimélek, ha pétrâ eo Sichem, évit ma vézimp dindân-han̄ ? Ha n’eo két kén̄ mâb Jérobaal, ha n’en deûz-hen két lékéat Zébul hé zervicher da brin̄s war dûd Hémor, tâd Sichem ? Pérâg éta é servichimp-ni anézhan̄ ?
29. A-ioul ma lakajé eur ré-bennâg ar bobl-zé dindân va dourn, évit ma tennchenn Abimélek eûz hô c’hreiz. Ha lavaret é oé da Abimélek : Stroll eunn armé vrâz, ha deûz.
30. Ha Zébul, prin̄s kéar, ô véza klévet ar péz a lavaré Gaal, mâb Obed, a zavaz drouk brâz enn-han̄ :
31. Hag é kasaz é-kûz kannaded étrézéd Abimélek, évit lavarout d’ézhan̄ : Chétu Gaal, mâb Obed, a zô deûet da Zichem gan̄d hé vreûdeûr, hag é fell d’ézhan̄ lakaat kéar da zével enn da énep.
32. Saô éta é-pâd ann nôz gan̄d ar ré eûz da bobl a zô gan-éz, ha choum kuzet er parkéier :
33. Ha da darz ann deiz pa zavô ann héol, en em daol war géar ; ha p’az ai hén̄ er-méaz gan̄d hé bobl enn da énép, é rî d’ézhan̄ ar péz a helli.
34. Abimélek a zavaz éta gan̄d hé holl armé é-pâd ann nôz : hag a aozaz spiou léz Sichem é pévar léac’h.
35. Ha Gaal, mâb Obed, a iéaz er-méaz, hag a choumaz é-tâl porz kéar ; hôgen Abimélek hag hé holl armé a zavaz eûz a léac’h ar spiou.
36. Ha pa wélaz Gaal ar bobl-zé, é lavaraz da Zébul : Chétu eul lôd brâz a dûd a ziskenn eûz ar ménésiou. Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄ : Skeûdou ar ménésiou eo a wélez ével pennou tûd, hag ann dra-zé eo a douell ac’hanod.
37. Ha Gaal a lavaraz c’hoaz : Chétu eur bobl a ziskenn eûz a greiz ann douar, hag eur van̄den a zeû dré ann hen̄t a zell oud ar wézen dérô.
38. Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma bréma ann herder gan̄t péhini é lavarez : Piou eo Abimélek évit ma vézimp dindân-han̄ ? Ha ne két ar bobl-zé a zisprizez ? Kéa er-méaz, ha stourm out-han̄.
39. Gaal a iéaz éta er-méaz dirâk pobl Sichem, hag a stourmaz oud Abimélek,
40. Péhini hel lékéaz da dec’hout, a iéaz war hé lerc’h, hag hel lékéaz d’en em denna é kéar : ha kalz eûz a dûd Gaal a oé lazet bétég ouz porz kéar.
41. Hag Abimélek a éhanaz é Ruma : hôgen Zébul a gasaz er-méaz eûz a géar Gaal hag hé dûd, ha n’hô lézas mui da choum enn-hi.
42. Hôgen an̄trônôz ar bobl a iéaz war ar méaz. Ha pa oé lavaret kémen̄t-sé da Abimélek,
43. Hé-man̄ a géméraz hé armé, a rannaz é teir van̄den, goudé béza aozet spiou er parkéier. Ha pa wélaz pénaoz é teûé ar bobl er-méaz eûz a géar, é savaz hag en em daolaz war-n-ézhô.
44. Stourmi a réaz out-hô gan̄d hé armé, hag é c’hrounnaz kéar : é keit-sé diou van̄den all a iéaz war-lerc’h