ann énébourien, péré a dec’hé tu-man̄ ha tû-hon̄t dré ar parkéier.
45. Hôgen Abimélek a stourmaz out kéar é-pâd ann deiz-zé holl : hé c’héméroud a réaz hag é lazaz hé holl dûd, ha goudé béza hé bévézet, éc’h hadaz c’hoalen war-n-ézhi.
46. Pa glévaz kémen̄t-sé ar ré a choumé é tour Sichem, éz éjon̄t é templ hô doué Bérit, é péléac’h hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-han̄ ; ha diouc’h-sé é oa bét rôet hé hanô d’al léac’h-zé, péhini a oa kré-meûrbéd.
47. Hag Abimélek ô véza klévet pénaoz tûd tour Sichem a oa en em zastumet holl,
48. A biñaz war vénez Selmon gan̄d hé holl bobl : hag ô véza kéméret eur vouc’hal, é trouc’haz eur skourr gwézen, hag ô véza hé lékéat war hé skoaz é lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Ar péz hoc’h eûz va gwélet oc’h ôber, grît-hén̄ râk-tâl.
49. Trouc’ha a réjon̄t éta gwell-pé-vell skourrou gwéz, hag éz éjon̄t war-lerc’h penn hô armé. Hag hî, ô véza lékéat ar c’heûneûd enn-drô d’ar c’hré, a lékéaz ann tân enn-han̄ : hag é c’hoarvézaz pénoaz mil dén, kenn goazed, kenn merc’hed, péré a choumé é tour Sichem, a oé lazet pé gan̄d ann tân, pé gan̄d ar môged.
50. Hôgen Abimélek ô von̄t-kuît ac’hanô a zeûaz étrézé kéar Téber, a gelc’hiaz hag a c’hrounnaz gan̄d hé armé.
51. Hôgen béz’ éz oa eunn tour uc’hel-brâz é-kreiz kéar, é péhini é oa tec’het ar oazed hag ar merc’hed, hag holl brin̄sed kéar ; ha goudé béza serret klôz ann ôr, hî a oa en em dennet war lein ann tour évid en em zifenni énô.
52. Hag Abimélek ô von̄d étrézég ann tour a stourmé kaer ; hag ô tôstaat oud ann ôr, é klaské lakaad ann tân enn-han̄.
53. Ha chétu eur vaouez ô teûrel diwar laez eunn darn méan milin, a skôaz war benn Abimélek, hag a dorraz hé glôpenn d’ézhan̄.
54. Hag hén̄ a c’halvaz râk-tâl hé floc’h, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Tenn da glézé, ha lâz ac’hanoun ; gan̄d aoun na vé lavaret pénaoz ounn bét lazet gan̄d eur vaouez. Hag hé-man̄ ô sen̄ti out-han̄, hel lazaz.
55. Ha pa oé marô, ar ré holl eûz a Israel a oa gan̄t-han̄, a zistrôaz pép-hini d’hé gear :
56. Ha Doué a zistolaz da Abimélek ann droug en dôa gréat a-éneb hé dâd, ô laza hé zék vreûr ha tri-ugen̄t.
57. Distolet é oé ivé d’ar Sichémited ann droug hô dôa gréat ; ha malloz Joatam, mâb Jérobaal, a gouézaz war-n-ézhô.
1. Goudé Abimélek é oé lékéat é penn bugalé Israel Tola, mâb Fua, éon̄tr Abimélek, dén eûz a vreûriez Isakar, péhini a choumé é Samir, é ménez Éfraim.
2. Hag hén̄ a varnaz Israel é-pâd tri bloaz war-n-ugen̄t ; hag é varvaz, hag é oé béziet é Samir.
3. Ha goudé hé-man̄ é savaz Jair eûz a C’halaad, péhini a varnaz Israel é-pâd daou vloaz war-n-ugen̄t.
4. Trégon̄t mâb en dôa a biñé war drégon̄t ébeûl azénéz, ha prin̄sed é oan̄t war drégon̄t kéar é brô Galaad, péré a zô hanvet bété vréman̄ eûz hé anô Havot-Jair, da lavaroud eo, keriou Jair.
5. Ha Jair a varvaz, hag a oé béziet el léac’h hanvet Kamon.
6. Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined : dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.
7. Ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ enn hô énep (T), hô lékéaz étré daouarn ar Filistined ha mipien Ammon.
8. Hag ar ré anézhô a choumé enn