tû all d’ar Jourdan, é douar ann Amorréed, a zô ê Galaad, a oé glac’haret ha gwasket-brâz é-pâd triouec’h vloaz.
9. Enn hévélep doaré ma treûzaz mipien Ammon, ar Jourdan, ha ma wastchon̄t douarou Juda, ha Ben̄jamin, hag Éfraim, hag Israel a oé gwall c’hlac’haret.
10. Ha bugalé Israel ô c’harmi étrézég ann Aotrou, a lavaraz : Péc’het hon eûz enn da géver, ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou hon Doué, ha ma hon eûz servichet Baalim.
11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô : Ann Éjiptianed, hag ann Amorréed, ha mipien Ammon, hag ar Filistined,
12. Hag ar Sidonied, hag ann Amalékited, hag ar C’hananéed ha n’hô deûs-hi két gwasket war-n-hoc’h ; ha pa hoc’h eûz garmet étrézég enn-oun, ha n’em eûz-mé két hô tennet eûz hô daouarn ?
13. Ha koulskoudé hoc’h eûz va dilézet, hag hoc’h eûz kéélet douéed a-ziavéaz : râk-sé n’hô tenninn mui er-méaz a boan. (T).
14. It, ha galvit ann douéed hoc’h eûz dilennet ; ra zieûbin̄t-hî ac’hanoc’h é amzer ar c’hlac’har.
15. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ann Aotrou : Péc’het hon eûz ; gra d’e-omp ar péz a giri ; hon diboan hép-kén bréma.
16. Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é taolchon̄t er-méaz eûz hô douarou idolou ann douéed a-ziavéaz, hag hî a zervichaz ann Aotrou Doué, péhini en dôé truez oud hô reûziou.
17. Koulskoudé mipien Ammon gan̄t garmou brâz a zisplégaz hô zeltou é Galaad : ha bugale Israel ô véza en em strollet enn hô énep, a lékéaz hô c’hamp é Masfa.
18. Ha prin̄sed Galaad a lavaraz ann eil d’égilé : Ar chen̄ta ac’hanomp a zeûiô da stourmi out mipien Ammon, a vézô é penn pobl Galaad.
1. Enn amzer-zé éz oa eunn dén eûz a C’halaad hanvet Jefté, dén-a-vrézel ha kalounek-brâz, mâb eur c’hast, hag en dôé da dâd Galaad.
2. Hôgen Galaad en dôa hé c’hrég, a béhini en dôa bét bugalé péré pa oen̄t deûet brâz, a lékéaz Jefté er-méaz, ô lavarout : Na hellez két béza da her é ti hon tâd, ô véza ma oud bét ganet eûz a eur vamm all.
3. Jefté ô tec’hout hag ô pellaat diout-hô, a choumaz é brô Tob : ha tûd diének ha douget d’al laéron̄si en em strollaz war hé drô, hag a iéa war hé lerc’h ével war-lerc’h hô frin̄s.
4. Enn amzer-zé mipien Ammon a vrézélékéé oud Israel.
5. Hag ô véza ma oan̄t stardet kaer gan̄t-hô, hénaoured Galaad a iéaz da gavout Jefté é brô Tob, évit goulenni hé skoazel digan̄t-han̄.
6. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ha bez da brin̄s d’é-omp, ha stourm out mipien Ammon.
7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha né két c’houi eo a gaséé ac’hanoun, hag hoc’h eûz va c’haset-kuit eûz a di va zâd ; ha bréma é teûit étrézég enn-oun pa hoc’h eûz ézomm ac’hanoun ?
8. Hag hénaoured Galaad a lavaraz da Jefté : Dré-zé eo é teûomp bréma étrézég enn-oud, évit ma teûi gan-é-omp, ha ma stourmi out mipien Ammon, ha ma vézi é penn ar ré holl a choum é Galaad.
9. Ha Jefté a lavaraz d’ézhô : Mar d-eo gwîr pénaoz oc’h deûet d’am c’havout évit ma stourminn évid-hoc’h out mipien Ammon, ha ma hô laka ann Aotrou étré va daouarn, ha béz é vézinn da brin̄s d’é-hoc’h ?
10. Hag hî a lavaraz dézhan̄ : Ann Aotrou, péhini a glev kémen̄t-man̄, a zô hé-unan da han̄térour ha da dést, pénaoz é talc’himp hor gér.
11. Jefté a iéaz éta gan̄d hénaoured Galaad, hag ar bobl holl hel lékéaz da brin̄s war-n-ézhô. Ha Jefté en dôa