brâs-meûrbéd ; ha mipien Ammon a oé izéléet gan̄t bugalé Israel.
34. Hôgen pa zistrôé Jefté eûz a Vasfa d’hé di, hé verc’h penn-hérez, râk n’en dôa bugel all é-béd, a iéaz war hé arbenn (T) gan̄t taboulinou ha dan̄sou :
35. Pa wélaz Jefté anézhî, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz : Allaz mé a zô reûzeûdik, va merc’h, va saouzanet éc’h eûz, hag en em zaouzanet oud da-unan : râk digoret em eûz va génou étrézég ann Aotrou, ha na hellinn két ôber eunn dra all.
36. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd ma éc’h eûz digoret da c’hénou étrézég ann Aotrou, gra d’in ar péz éc’h eûz gwéstlet da ôber, pa eo bét aotréet d’id ar ven̄jan̄s hag ann tréac’h war da énébourien.
37. Hag hî a lavaraz c’hoaz d’hé zâd : Grâ d’in hép-kén ar péz a c’houlenninn digan-éz : Va lez da von̄t é-pâd daou viz war ar ménésiou évit ma wélinn war va gwerc’hted gan̄d va miñounézed.
38. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Kéa hag hén̄ a lézaz anézhi da von̄t é-pâd daou viz. Ha pa oé éat gan̄d hé eiled hag hé miñounézed, é wélaz war hé gwerc’hted war ar ménésiou.
39. Ha pa oé tréménet ann daou viz é tistrôaz hî étrézég hé zâd : hag hén̄ a réaz d’ézhi ével m’en dôa gwéstlet : hag hî na anavézaz goâz é-béd. Ac’hanô é teûaz ar boaz enn Israel, hag a zô bét miret abaoé,
40. Ma en em zastum kévret merc’hed Israel ha ma wélon̄t da verc’h Jefté eûz a C’halaad é-pâd pévar dervez.
1. Hôgen eunn dispac’h a zavaz enn Éfraim, ha tûd ar vreûriez-zé ô tréménout war-zû ann han̄ter-nôz, a lavaraz da Jefté : Pérâk pa oud éat da stourmi out mipien Ammon, né két fellet d’id hor gervel da von̄t gan-ez ? En̄tana a raimb éta da dî.
2. Ha Jefté a lavaraz d’ézhô : Eur striv brâz a ioa étré mé ha va bobl ha mipien Ammon : hô kalvet em eûz évit rei skoazel d’in, ha né két fellet d’é-hoc’h hé rei.
3. Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz lékéat va buez étré va daouarn, em eûz kerzet out mipien Ammon, hag ann Aotrou en deûz hô lékéat étré va daouarn. Pénaoz em eûz mé dellézet é teûfac’h da zével em énep évit stourmi ouz-in ?
4. Jefté éta ô véza galvet a dû gan̄t-han̄ holl dûd Galaad, a stourmaz out Éfraim : ha tûd Galaad a dréc’haz ré Éfraim, ô véza m’hô dôa lavaret : Galaad a zô eunn tec’her eûz a Éfraim, hag a choum é-kreiz Éfraim ha Manasé.
5. Hag ar C’halaadied a géméraz gwéviou ar Jourdan, dré béré é tlié distrei ann Éfraimied. Ha pa zeûé étrézég énô unan eûz a Éfraim a dec’hé hag a lavaré : Va lez, mé az péd, da dreûzi ; ar C’halaadied a lavaré d’ézhan̄ : Ha n’oud két eunn Éfraléad ? Ma lavaré : n’ounn két ;
6. É lavaren̄t d’ézhan̄ : Lavar éta Schibbolet, da lavarout eo eur penn-éd. Hag hén̄ a lavaré Sibbolet, hag ar gér-zé na oa két da lavarout eur penn-éd ; râk-tâl é krogen̄t enn-han̄ hag é vougen̄t anézhan̄ é treiz ar Jourdan. Hag hî a lazaz enn amzer-zé daou vil war-n-ugen̄t eûz a dûd Éfraim.
7. Jefté eûz a C’halaad a varnaz éta Israel a-héd c’houéac’h vloaz : hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet enn hé géar Galaad.
8. Goudé hé-man̄ Abésan, eûz a Vétléhem, a varnaz Israel.
9. Béz’ en dôé trégon̄t mâb, ha kémen̄d all a verc’hed, péré a zimézaz er-méaz eûz ar géar ; ha kémen̄d all a c’hragez a rôaz d’hé vipien. Hag hén̄ a varnaz Israel a-héd seiz vloaz :
10. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Bétléhem.
11. Goudé hé-man̄ é oé barner Ahialon, eûz a Zabulon : hag hén̄ a varnaz Israel a-héd dék vloaz :
12. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Zabulon.
13. Goudé hé-man̄ Abdon, mâb Il-